2Breudeur, ho meuli a ran abalamour ma talc’hit sonj ac’hanoun en pep tra, ha ma virit va c’helenadurezou, evel ma em euz ho roet deoc’h. 3Mes me a fell d’in e ouefac’h penaos ar C’hrist a zo chef var pep den, hag an den chef var ar vaouez, ha Doue chef var ar C’hrist. 4Pep den hag a bed pe a brofetis, goloet he ben, a zishenor he chef. 5Mes pep maouez hag a bed pe a brofetis dizolo he fen, a zishenor an hini a zo chef varnezhi; rag ar memeus tra eo evel ma vefe touzet. 6Mar n’eo ket goloet pen ar vaouez, ra droc’ho ive eta he bleo. Mes mar d’eo mezus da eur vaouez berraad he bleo, pe ho zroc’ha rez he fen, ra vezo goloet gant eur voal. 7Evit ar pez a zell ouz ar goaz, na dle ket he‐man golo he ben, o veza ma’z eo imach ha gloar Doue; mes ar vaouez eo gloar ar goaz. 8Rag, ar goaz n’eo ket bet tennet euz ar vaouez, mes ar vaouez a zo bet tennet euz ar goaz; 9ha n’eo ket ar goaz a zo bet crouet evit ar vaouez, mes ar vaouez evit ar goaz. 10Dre‐ze e tle ar vaouez, abalamour d’an elez, kaoud var he fen eur merk euz ar galloud dindan pehini ema. 11Koulskoude, ar goaz n’ema ket heb ar vaouez, nag ar vaouez heb ar goaz, en Aotrou. 12Rag evel ma’z eo bet kemeret ar vaouez euz ar goaz, evel‐se ive ar goaz a zeu da c’henel euz ar vaouez; mes pep tra a zeu euz a Zoue. 13Barnit kement‐se hoc’h‐unan; ha deread eo e teufe eur vaouez da bedi Doue, hag he fen dizolo? 14Daoust hag an natur he‐unan ne ro ket deoc’h da anaoud ez eo mezus da eur goaz kaout bleo hir; 15mes mar he deuz ar vaouez bleo hir, kement‐se a zo eun henor evithi, rag ar bleo a zo roet dezhi evit voal? 16Mar fell da unan‐benag contesti, evidomp‐ni n’hon euz ket ar c’hiz‐ze, nag Illizou Doue ken neubeud.
17Hogen, er pez ma’z an da ziscleria deoc’h, ne veulan ket ac’hanoc’h: en em dastum a rit assambles, n’e ket evit dond da veza gwelloc’h, mes falloc’h. 18Rag, da genta, e klevan penaos pa en em assamblit en Iliz, e vez divisionou en ho touez (ha credi a ran lod euz a gement‐se, 19rag red eo e teufe eur rum en ho touez, da zevel a‐enep eur rum all, evit ma vezo anavezet ar re a zo approuvet en ho touez). 20Pa zeuit eta assambles en eur memeus leac’h, n’e ket evit dibri Koan an Aotrou e teuit; 21rag pa vezer o preda, pep hini a gemer he goan he‐unan, hep gortoz ar re all; hag evel‐se unan hen deve naoun, hag eun all a vez leun. 22Petra, ha n’hoc’h euz‐hu ket tiez evit dibri hag eva? Pe otramant, hag ober a rit‐hu fae var Iliz Doue, ha c’hoant hoc’h euz‐hu da ober mêz d’ar re n’ho deuz netra? Petra a livirin‐me deoc’h? Hag ho meuli a rinme? Na veulan ket ac’hanoc’h var gement‐se. 23Rag recevet em euz digant an Aotrou ar pez em euz ive desket deoc’h; penaos an Aotrou Jesus, en noz en pehini e oe trahisset, a gemeraz bara; 24hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag e lavaraz: Kemerit, debrit; he‐man eo va c’horf, pehini a zo torret evidoc’h; grit kement‐man en memor ac’hanoun. 25Evel‐se ive, goude beza koaniet, e kemeraz ar c’halir, hag e lavaraz: Ar c’halir‐man eo an allians nevez em goad; grit an dra man en memor ac’hanoun, ken alies gwech ma c’hevot euz anezhan. 26Rag ken alies gwech ma tebrot euz ar bara‐man, ha ma c’hevot euz ar c’halir‐man, e tiscleriot maro an Aotrou, bete ma teuio. 27Evel‐se eta, piou‐benag a zebro euz ar bara‐man, hag a evo euz ar c’halir‐man euz an Aotrou indignamant, a vezo coupabl euz a gorf hag euz a oad an Aotrou. 28Ra zeui eta pep hini d’en em amprouv he‐unan, ha ra zeui evel‐se da zibri euz ar bara‐man ha da eva euz ar c’halir‐man; 29rag an hini a zebr hag a ev indignamant, hep discerni corf an Aotrou, a zebr hag a ev he gondaonation he‐unan. 30Abalamour da ze ez euz en ho touez kalz a dud sempl hag a dud klanv, hag ez euz marvet meur a hini. 31Rag ma karfemp en em varna hon‐unan, ne vefemp ket barnet. 32Mes pa vezomp barnet, an Aotrou a gastiz ac’hanomp, evit na vezimp ket condaonet assambles gant ar bed. 33Rag‐se, va breudeur, pa en em dastumit assambles evit dibri, choumit an eil da c’hortoz egile. 34Ha mar hen deuz unan‐benag naoun, ra zebro en he di, evit n’en em assamblot ket evit ho condaonation. Evit an traou all, me ho reglo pa vezin erruet.