1Evit ar pez a zell an donezonou spirituel, breudeur, ne fell ket d’in e vec’h heb anaoudegez. 2Gouzoud a rit penaos pa oac’h Jentiled, e oac’h douget d’an idolou mud, hervez ma vijec’h renet. 3Rag‐se e tisclerian deoc’h penaos den e‐bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered‐Santel. 4Hogen, bez’ a zo meur a seurt donezon, mes n’euz nemed eur Spered hep‐ken.
5Beza ez euz ive meur a seurt kargou mes n’euz nemed eun Aotrou hep‐ken; 6ne labour ket er memeus feçon en holl, mes ar memeus Doue eo a ra pep tra en holl. 7Hogen, an donezonou euz ar Spered a zo roet da bep hini evit mad an holl. 8Rag da unan eo roet dre ar Spered komz ar furnez; da eun all komz ar wiziegez, dre ar memeus Spered; 9unan all a receo ar feiz dre ar memeus Spered; unan all a receo digant ar memeus Spered an donezon da barea an dud klanv; 10unan all, an donezon euz ar miraclou; unan all, ar brofesi; eun all ar galloud da anaoud ar sperejou; eun all ar galloud da gomz meur a seurt langach; hag unan all, an donezon da rei da intent al langachou. 11Mes eur Spered hep‐ken, hag ar memeus Spered, a ra an holl draou‐ze, en eur rei da bep hini he zonezonou, evel ma fell dezhan. 12Rag evel m’az eo ar c’horf unan, petra‐benag m’hen deuz kalz a izili; hag evel ma ne ra holl memprou ar c’horf‐se, petra‐benag ma’z int kalz, nemed eur c’horf hep‐ken, evel‐se ive e c’hoarvez gant ar C’hrist. 13Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep‐ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered. 14Rag n’eo ket bet great ar c’horf gant eun ezel hep‐ken, mes gant meur a hini. 15Mar teufe an troad da lavaret: Pa n’e ket me eo an dorn, n’ed oun ket euz ar c’horf; daoust hag hen na vefe ket koulskoude euz ar c’horf? 16Ha ma lavarfe ar skouarn: Pa n’e ket me eo al lagad, me n’ed oun ket euz ar c’horf; daoust ha ne vefe ket koulskoude euz ar c’horf? 17Ma vije ar c’horf holl lagad, pe‐leac’h e vije ar c’hlevet? Ha ma vije holl klevet, pe‐leac’h e vije ar c’houessa? 18Mes breman Doue hen deuz lakeat an izili, pep hini anezhe er c’horf, evel m’az eo bet plijet ganthan. 19Ha c’hoas, ma ne vijent holl nemed eun ezel hep‐ken, pe‐leac’h e vije ar c’horf? 20Mes breman ez euz kalz a izili, hag eur c’horf hep‐ken. 21Hag al lagad na hell ket lavaret d’an dorn: N’am euz ket a ezom ac’hanoud; na c’hoas ar pen d’an treid: N’am euz ket a ezom ac’hanoc’h. 22Mes er c’hontrol, an izili euz ar c’horf hag a zeblant beza ar re zembla, a zo necesser. 23Hag ar re a gav deomp a zo an neubeuta henorabl euz ar c’horf, e reomp dezhe eun henor brassoc’h: en hevelep doare ma teu ar re divaloa, da gaoud ar brassa henor. 24Eleac’h ar re a zo deread n’ho deuz ket ezom a gement‐se; mes Doue hen deuz reizet ar c’horf assambles, en hevelep doare ma hen deuz roet mui a henor d’an hini a vanke henor dezhan; 25evit na vezo ket a zizunion er c’horf, mes m’ho devezo an izili ar memeus preder an eil evit egile. 26Evel‐se, mar souffr eun ezel, an holl izili a zouffr ganthan; ha pa vez henoret eun ezel, an holl izili a zo er joa assambles ganthan. 27Hogen, c’houi eo corf ar C’hrist, ha c’houi eo he vemprou, pep hini ac’hanoc’h. 28Ha Doue hen deuz lakeat en Iliz, da genta, an ebestel; d’an eil, ar brofeted; d’an trede, an doctored; neuze, ar re a ra miraclou; ha goude‐ze, ar re ho deuz an donezon da barea ar re glanv, da zicour, da c’houarn, da gomz meur a langach. 29Daoust hag int a zo holl ebestel? Daoust hag int a zo holl profeted? Daoust hag int a zo holl doctered? Daoust hag int a ra holl miraclou? 30Daoust hag int ho deuz holl an donezon da barea an dud klanv? Daoust hag int a gomz holl meur a langach? Daoust hag holl ec’h hellont ho rei da intent? 31Hogen, klaskit a‐greiz ho calon kaoud an donezonou gwella, ha me a ia da ziskouez deoc’h eun hent excellantoc’h c’hoas.