I Corintied 2
CHABISTR II.
1Evidoun‐me, breudeur, pa oun deuet d’ho kavout, n’e ket gant komzou gwisket kaer, na gant furnez ar bed, ez oun deuet da ziscleria deoc’h testeni Doue. 2Rag n’em euz klasket anaoud tra e‐bed en ho touez, nemed Jesus‐Christ, ha Jesus‐Christ crucifiet. 3Bet oun va‐unan en ho touez er zempladurez, hag en aoun, ken a grenen. 4Ha n’em euz ket impliet, en eur gomz hag en eur brezeg deoc’h, ar c’homzou eloquant euz a furnez ar bed, mes roet em euz preuvennou sclear euz ar spered hag euz ar galloud a Zoue; 5evit ma teuje ho feiz da veza fountet, nann var furnez an den, mes var ar galloud a Zoue.
6Hogen, prezeg a reomp ar furnez e‐touez ar re barfet, eur furnez ha n’eo ket euz ar bed‐man, nag euz a renerien ar bed‐man pere n’ho deuz galloud e‐bed; 7mes prezeg a reomp furnez Doue, en eur myster, eur furnez hag a oa kuzet, hag a oa bet destinet a bep amzer gant Doue evit hor gloar, 8ha n’eo bet anavezet gant hini euz a renerien ar bed‐man; rag ma ho divije he anavezet, n’ho divije ket crucifiet Aotrou ar gloar. 9Mes, hervez ma’z eo scrivet, ar re‐man a zo traou ha n’hen doa na lagad an den ho gwelet, nag he skouarn ho c’hlevet, pere ne oant ket antreet en he galon, hag a oa bet preparet gant Doue evit ar re a gar anezhan. 10Mes Doue hen deuz discleriet anezhe deomp dre he Spered; rag ar Spered a zont pep tra, memeus an traou dounna euz a Zoue. 11Rag piou a anavez ar pez a zo en den, nemed ar spered euz an den a zo enhan? Evelse ive ne anavez den ar pez a zo en Doue, nemed ar Spered a Zoue. 12Evidomp‐ni, n’hon euz ket recevet spered ar bed, mes ar Spered a zeu euz a Zoue, evit anaoud an traou a zo bet roet deomp gant Doue; 13hag ho discleria a reomp nann gant ar c’homzou a zeu euz a furnez an den, mes gant ar re a zo desket deomp gant ar Spered‐Santel, hag e tisplegomp an traou spirituel d’ar re a zo spirituel. 14Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna. 15Mes an den spirituel a oar barna pep tra, ha n’ed eo barnet gant den. 16Rag piou hen deuz anavezet mennoz an Aotrou evit galloud he gelen? Mes ni hon euz mennoz ar C’hrist.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.