I Corintied 5
CHABISTR V.
1Brudet eo dre holl penaos ez euz en ho touez dizurzou, ha dizurzou ker braz, ma n’int ket anavezet zo‐ken e‐touez ar Jentiled; unan‐benag ac’hanoc’h hen deuz kemeret greg he dad. 2Hag ez oc’h c’hoas c’houezet gant an ourgouil! Ha n’hoc’h euz ket, kentoc’h, kemeret gla‐c’har, evit ma vije lammet euz ho touez an hini hen deuz great kement‐se? 3Evidoun‐me, absant a gorf, mes prezant a spered, em euz barnet dija, evel pa vijen prezant, an hini hen deuz great kement‐se: 4(en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, c’houi o veza en em dastumet assambles, ha me ganeoc’h a spered, gant galloud hon Aotrou Jesus‐Christ,) barnet em euz, 5eur seurt den‐ze da veza livret da Satan, ma vezo distrujet ar c’hig, ha ma vezo salvet ar spered e dervez an Aotrou Jesus. 6Ne zere ket ouzoc’h en em c’hlorifia. Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoï? 7Taolit er meaz eta ar goell koz, evit ma viot eun toaz nevez, evel ma’z oc’h hep goell; rag ar C’hrist, hor Pask‐ni, a zo bet offret en sacrifis evidomp. 8Rag‐se, miromp ar gouel, nann gant ar goell koz, na ken‐neubeud gant goell ar valiç hag an drougviez, mes gant ar baraou hep goell euz al lealded hag euz ar wirionez.
9Scrivet em euz deoc’h em lizer diwall deuz compagnunez an dud impudic; 10ne fell ket d’in lavaret kement den impudic a zo er bed, pe an dud touellet gant an avaristed, al laeron, pe adorerien an idolou; anez e vije red deoc’h mond er meaz euz ar bed; 11mes ar pez em euz scrivet deoc’h eo kement‐man: Mar d’euz unan‐benag a c’halver breur, hag a zo impudic, pe avar, pe servicher an idolou, pe teod fall, pe mezvier, pe laer, diwallit da gaoud darempred ganthan, na zo‐ken da zibri assambles gant eur seurt gwall den. 12Rag, da betra em euz‐me ezom da varn ar re a zo en diaveaz? Ha n’eo ket deoc’h‐hu eo da varn ar re a zo en diabarz? 13Evit ar re a zo en diaveaz, Doue a varno anezhe. Lammit eta an den fall euz ho touez.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.