CHABISTR III.
1Gwelit pebez karantez hen deuz diskonezet an Tad en hor c’henver‐ni, pa’z omp galvet bugale Doue! Ar bed na anavez ket ac’hanomp, abalamour n’hen deuz ket anavezet anezhan. 2Bugale muia‐karet, breman ez omp bugale da Zoue, hag ar pez a vezimp n’eo ket bet c’hoas diskouezet; mes gouzoud a reomp penaos pa en em ziskouezo, e vezimp henvel outhan, rag her gwelet a raimp evel ma ema. 3Ha kement hini hen deuz an esperans‐ze enhan, en em burifi he‐unan, evel ma’z eo hen heunan pur. 4Piou‐benag a ra ar pec’hed, a dor ive al lezen; rag ar pec’hed a zo eun torlezen. 5Hogen, gouzoud a rit penaos Jesus‐Christ a zo deuet evit lemmel hor pec’hejou, ha penaos n’euz ket a bec’hed enhan. 6Piou‐benag a choum enhan, na bec’h ket; piou‐benag a bec’h, n’hen deuz ket gwelet anezhan ha n’hen deuz ket he anavezet. 7Bugaligou, diwallit na deufe den d’ho trompla: an hini a ra ar pez a zo just, a zo just evel ma’z eo just heunan. 8An hini a ra ar pec’hed a zo euz an diaoul; rag an diaoul a bec’h adaleg ar pen‐kenta. Hogen, Mab Doue a zo deuet evit distruja oberou an diaoul. 9Piou‐benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue. 10En kement‐se eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em rei da anaoud. Piou‐benag na ra ket ar justis ha na gar ket he vreur, n’eo ket euz a Zoue. 11Rag ar pez a zo bet annonset deoc’h, hag hoc’h euz klevet adaleg ar pen‐kenta, eo ma teuimp d’en em garet an eil egile; 12n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan? Abalamour ma oa fall he oberou he‐unan, ha mad re he vreur.
13Breudeur, na vezit ket souezet mar deu ar bed d’ho kasaad. 14Pa garomp hor breudeur, ec’h anavezomp ez omp tremenet euz ar maro d’ar vuez. An hini na gar ket he vreur a choum er maro. 15Piou‐benag hen deuz kaz ouz he vreur a zo eur muntrer; ha gouzoud a rit penaos muntrer e‐bed n’hen deuz enhan ar vuez eternel. 16Ni hon euz anavezet ar garantez, dre ma hen deuz‐Hen roet he vuez evidomp; ha ni a dle ive rei hor buez evit hor breudeur. 17Hogen, an hini hen defe madou ar bed‐man, hag o velet he vreur o kaoud ezom, a zerfe he galon outhan, penaos e choumfe karantez Doue enhan? 18Va bugaligou, diwallomp da garet dre gomz, ha divar beg hon teod, mes karomp dre hon oberou, hag en gwirionez. 19Rag evel‐se eo ec’h anavezomp penaos ez omp euz ar wirionez, hag ec’h assurimp hor c’halonou dirazhan; 20rag mar deu hor c’halon da gondaoni ac’hanomp, Doue a zo brassoc’h eged hor c’halon, hag anaoud a ra pep tra. 21Bugale muia‐karet, mar na gondaon ket hor c’halon ac’hanomp, hon euz fizians dirag Doue. 22Ha petra‐benag a c’houlennomp, hen recevomp diganthan, o veza ma viromp he c’hourc’hemenou, ha ma reomp ar pez a blij dezhan. 23Ha setu aman he c’hourchemen: ma credimp en hano he Vab Jesus‐Christ, ha ma en em garimp an eil egile, evel ma hen deuz gourc’hemenet deomp. 24An hinia vir hec’hourc’hemenou, a choum en Doue, ha Doue enhan; hag anaoud a reomp e choum enomp dre ar Spered hen deuz roet deomp.