CHABISTR V.
1Piou‐benag a gred penaos Jesus eo ar C’hrist, a zo ganet euz a Zoue; ha piou‐benag a gar Doue pehini en deuz he anjandret, a gar ive an hini a zo ganet euz anezhan. 2Anaoud a reomp e karomp bugale Doue, mar karomp Doue, ha mar miromp he c’hourc’hemenou. 3Rag karantez Doue eo ma virimp he c’hourc’hemenou; hogen, he c’hourc’hemenou n’int ket dies, 4rag kement a zo ganet euz a Zoue, a zo treac’h d’ar bed, hag ar victor he deuz trec’het ar bed, eo hor feiz. 5Piou eo an hini a zo treac’h d’ar bed, nemed an hini a gred penaos Jesus a zo Mab Doue? 6Ar Jesus‐se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad; n’e ket gant ar dour hep‐ken, mes gant an dour hag ar goad; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement‐se, rag ar Spered eo ar wirionez. 7Rag beza ez euz tri hag a ro testeni (en env, an Tad, ar Ger, hag ar Spered‐Santel, hag an tri‐ze a zo unan. 8Ha beza ez euz ive tri hag a ro testeni var an douar) ar Spered, an dour, hag ar goad; hag an tri‐ze en em rapport da eun dra hep‐ken. 9Mar recevomp testeni an dud, testeni Doue a zo pounneroc’h; hogen, honnes eo an desteni hen deuz rentet Doue divarben he Vab. 10An hini a gred en Mab Doue, hen deuz testeni Doue enhan he‐unan; an hini na gred ket Doue, a dremen anezhan da c’haouiad, pa’z eo gwir n’hen deuz ket credet d’an desteni hen deuz roet Doue divarben he Vab. 11Ha setu aman an desteni: Doue hen deuz roet deomp ar vuez eternel; hag ar vuez‐ze a zo en he Vab. 12An neb hen deuz ar Mab, hen deuz ar vuez; an neb n’hen deuz ket Mab Doue, n’hen deuz ket ar vuez.
13An traou‐man em euz scrivet deoc’h‐hu pere a gred en hano Mab Doue, evit ma c’hellot gouzoud hoc’h euz ar vuez eternel, hag evit ma credot en hano Mab Doue. 14Hag ar fizians hon euz enhan eo penaos, mar goulennomp eun dra‐benag hervez he volontez, e selaou ac’hanomp. 15Ha mar gouzomp e selaou ac’hanomp, petra‐benag a c’houlennomp, ec’h ouzomp hon euz diganthan an traou hon euz goulennet. 16Mar gwel unan‐benag he vreur o pec’hi dre eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro, e pedo, ha Doue a roio dezhan buez ar re ne reont ket eur pec’hed hag a gas d’ar maro. Beza ez euz eur pec’hed hag a gas d’ar maro; ne lavaran ket pedi evit ar pec’hed‐se. 17Pep tra fall a zo pec’hed; mes beza ez euz eur pec’hed ha na gas ket d’ar maro.
18Gouzoud a reomp penaos piou‐benag a zo ganet a Zoue, na bec’h ket; mes an hini a zo ganet a Zoue, en em vir he‐unan, hag an drouk‐Spered na douch ket outhan. 19Ni a oar penaos ez omp euz a Zoue, ha penaos ar bed holl a zo beuzet er fallentez. 20Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel. 21Bugaligou, en em virit ouz an idolou! Amen.