CHABISTR II.
1Goude beza eta dilezet pep fallentez, pep tromplezon peb hipocrizi, peb anvi ha pep drouk‐prezegerez, 2c’hoantait a galon, evel bugale nevez ganet, al leaz spirituel ha pur, ma teuot dreizhan da greski. 3Pa’z eo gwir hoc’h euz tanveet ez eo mad an Aotrou, 4en eur dostaad outhan; pehini eo ar mean beo taolet a‐gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius; 5c’houi ive, evel mein beo, a zo savet, evit beza eun ti spirituel, eur velegiach santel, evit offr sacrifisou spirituel agreabl da Zoue, dre Jesus‐Christ. 6Evit‐se eo merket er Scritur: Setu, e lakean en Sion eur mean‐corn, dibabet ha precius; hag an hini a gredo enhan na vezo ket mezekeet. 7C’houi eta, pere a gred, a denno henor anezhan; mes evit ar re na gredont ket, ar mean a zo bet taolet kuit gant ar re a zave an ti, a zo deuet da veza eur mean‐corn, eur mean hag a laka da gweza, eur garrec a scandal; 8o veza dizent ouz ar ger, e teuont da wall‐stoka outhan, ha da gement‐se ez int bet destinet. 9Mes c’houi eo al lignez choazet, ar velegiach royal, an nation zantel, ar bobl prenet, evit discleria vertuziou an hini hen deuz ho kalvet euz an devalijen d’he sclerijen burzudus; 10c’houi pere gwechall ne oac’h ket eur bobl, mes pere a zo deuet da veza breman pobl Doue; c’houi pere n’ho poa ket kavet a drugarez, mes pere breman hoc’h euz kavet trugarez.
11Va breudeur muia‐karet, ho pedi a ran, evel estranjourien ha beajourien, d’en em viret euz a zezirou diroll ar c’hig pere a ra brezel d’an ene; 12o kaoud eur gomportamant vad e‐touez ar Jentiled, evit ma teuint da c’hlorifia Doue, deiz ar vizitation, o velet hoc’h oberou‐mad, e‐leac’h drougkomz divar ho pen, evel pa vec’h torfetourien.
13Rag‐se en em zoumetit, abalamour d’an Aotrou, da gement tra a zo bet instituet gant an dud; ken d’ar roue, abalamour ma’z eo an huella; 14ken d’ar gouarnerien, evel da dud kasset euz he berz, evit punissa ar re a ra droug hag evit meuli ar re a ra mad. 15Rag bolontez Doue eo ma teufac’h, en eur ober ar mad, da zerri ho genou d’an dud ignorant ha dibourvez a skiantvad: 16evel tud libr, nann evit lakaad ho liberte da zervichoud evel eur voal da c’holo ar fallentez; mes evel servicherien da Zoue. 17Rentit henor d’an holl; karit an holl breudeur; doujit Doue; henorit ar roue.
18Servicherien, plegit gant pep doujans d’ho mistri, n’e ket hep‐ken d’ar re vad ha jentil, mes ive d’ar re zrouk. 19Rag eun dra eo hag a blij da Zoue, pa deu unan‐benag, abalamour d’ar goustians, da anduri afflictionou, en eur c’houzanv dre injustis. 20Rag pe seurt meuleudi a zeufe deoc’h, o c’houzanv gant patianted beza skoet, pa hoc’h euz great an drouk? Mes mar gouzanvit gant patianted poaniou evit beza great ar mad, kement‐se eo a ra plijadur da Zoue. 21Rag da gementse ive eo ez oc’h bet galvet, rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet evidoc’h, o lezel ganeoc’h eur skouer, evit ma teuot da heuil he roudou; 22hen pehini n’hen deuz great pec’hed e‐bed, hag e genou pehini n’euz bet kavet faozentez e‐bed; 23hen pehini na rente outrach e‐bed d’ar re a outraje anezhan; ha pa vije gwall‐dretet, na c’hourdrouze ket, mes a leze kement‐se etre daouarn an hini a varn gant justis; 24hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet. 25Rag c’houi a oa evel denved dianket; mes breman ez oc’h distroet da gaoud ar Pastor hag an Evesaer euz hoc’h eneou.