I Thessalonied 1
CHABISTR I.
1Paol, ha Silvan, ha Timoteus, da Iliz an Thessalonied, en Doue an Tad, hag en Aotrou Jesus‐Christ. Gras ha peoc’h digant Doue, hon Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ.
2Renta a reomp bepred grasou da Zoue evidoc’h holl, oc’h ober memor ac’hanoc’h en hor pedennou; 3o kaout sonj bepred, dirag Doue hon Tad, euz a œuvrou ho feiz, euz a labouriou ho karantez, hag euz an nerzeuzhoc’h esperans, en hon Aotrou Jesus‐Christ; 4oc’h anaoud, breudeur muia‐karet gant Doue, ar choaz a zo bet great ac’hanoc’h. 5Rag hon Aviel n’eo ket bet evidoc’h en komzou hep‐ken, mes beza e oa ive galloud assambles ganthan, hag ar Spered‐Santel, hag eun abondans vraz a breuvennou; c’houi hoc’h‐unan a oar penaos omp bet en em gomportet en ho touez, hag abalamour deoc’h.
6Hag ez oc’h bet henvel ouzomp‐ni, hag ouz an Aotrou, dre m’oc’h euz recevet ar ger gant joa ar Spered‐Santel, e‐kreiz kalz a afflictionou; 7en hevelep doare ma’z oc’h deuet da veza skoueriou d’ar re holl ho deuz credet, er Macedonia hag en Akaia. 8Rag, n’eo ket a‐walc’h ma vez bet klevet ger an Aotrou euz ho pro er Macedonia hag en Akaia, mes ar feiz hoc’h euz en Doue a zo bet anavezet en pep leac’h, en hevelep doare n’hon euz ket ezom da gomz a gement‐se. 9Rag ho‐unan e leveront pebez digemer hon euz bet diganeoc’h, ha penaos ez oc’h distroet euz an idolou da Zoue, evit servicha an Doue beo ha gwirion, 10hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.