1Dre‐ze, o veza na hellemp gortoz pelloc’h, eo bet gwelloc’h ganeomp choum hon‐unan en Athen, 2hag hon euz kasset Timoteus, hor breur, ministr da Zoue, hag hor c’hen‐labourer en Aviel ar C’hrist, evit ho krenvaad, hag hoc’h exhorti divarben ho feiz; 3evit na deuio den da goll courach en afflictionou‐man; rag c’houi a oar hoc’h‐unan penaos ez omp destinet da gement‐se. 4Ha, pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h penaos e rankjemp kaoud afflictionou, ha kement‐se a zo c’hoarvezet, her gouzoud a rit. 5O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll. 6Mes Timoteus, o veza distroet, a‐nevez zo, euz ho pro d’hor c’havoud, hen deuz digasset deomp kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez, hag hen deuz lavaret deomp e talc’hec’h bepred eur sonj vad ac’hanomp, gant c’hoant vraz d’hor gwelet, evel ma teziromp‐ni ive ho kwelet. 7Dre‐ze, breudeur, ez omp bet consolet dre ho feiz, en hon holl afflictionou hag en hon holl enkreziou. 8Rag breman e vevomp, pa’z eo gwir e choumit stard en Aotrou. 9Ha pebez actionou a c’hras na hellomp‐ni ket renta da Zoue abalamour deoc’h, evit an holl joa hon euz enoc’h dirag hon Doue! 10Hen pedi a reomp calonec meurbed, noz‐deiz, ma c’hellimp gwelet ho pisach ha peur‐leunia ar pez a vank d’ho feiz.
11Ra zeuio Doue he‐unan, hon Tad, hag hon Aotrou Jesus‐Christ, da ren hor c’hammajou etrezeg enoc’h. 12Ha ra zeuio an Aotrou d’ho lakaad da greski er garantez ha d’he c’haoud enoc’h en abondans an eil e‐kenver egile, hag e‐kenver an holl, evel ma c’hoarvez ganeomp‐ni en ho kenver; 13ha ra zeuio da grenvaad ho calonou, evit ma vezint direbech er zantelez dirag Doue hon Tad, pa zeuio hon Aotrou Jesus‐Christ gant he holl zent.