I Timoteus 2
CHABISTR II.
1Exhorti a ran eta, araog pep tra, ma vezo great goulennou, pedennou, supplicationou hag actionou a c’hras evit an holl dud; 2evit ar rouane, hag ar re holl a zo er c’hargou huel, evit ma c’hellimp heuil en peoc’h eur vuez tranqil, en pep piete hag honestis. 3Rag kement‐se a zo mad ha deread dirag daoulagad Doue hor Zalver, 4pehini a fell dezhan e vez salvet an holl dud, ha ma teufent da anaoud ar wirionez; 5rag n’euz nemed eun Doue hep‐ken, hag eur Mediator hep‐ken etre Doue hag an dud, an den Christ Jesus, 6pehini a zo en em roet he‐unan da rançon evit an holl; hennes eo an desteni roet en he amzer. 7Evit an desteni‐ze eo, (ar wirionez a lavaran er C’hrist, ne lavaran ket a c’hevier,) ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol ha da zoctor d’ar Jentiled er feiz hag er wirionez.
8Me a fell d’in eta e pedfe an dud en pep leac’h, o sevel daouarn pur, hep coler hag hep chican; 9hag er memeus doare ive, ma teui ar gragez d’en em gempen gant dillad deread, gant furnez ha gant honestis, n’e ket gant bleo ganset, na gant aour, perlez ha dillad coustus; 10mes gant oberou mad, evel ma tere ouz merc’hed hag a ra profession da zervicha Doue. 11Ra zeui ar vaouez da zelaou ar gelennadurez er silans, gant pep soumission; 12rag ne bermettan ket d’ar vaouez kelen, na kemeret otorite var ar goaz; mes ar silans a dle da zerc’hel. 13Rag Adam a zo bet great da genta, hag Eva goude‐ze. 14Ha n’e ket Adam a zo bet tromplet; mes ar vaouez, o veza bet tromplet, a zo bet kwezet er pec’hed. 15Koulskoude saveteet e vezo o tond da veza mam, mar kendalc’h gant modesti er feiz, er garantez hag er zantelez.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.