CHABISTR VI.
1Ra zeuio ar mevelien a zo dindan ar yeo a esclavach, da gonsideri ho mistri evel dign a bep respet, evit na vezo ket gwall‐gomzet divarben hano Doue hag he zoctrin; 2hag ar re ho deuz tud a feiz evit mistri, diwallint d’ho disprijout, var digarez ma’z int breudeur; mes ra zeuint d’ho zervicha gwelloc’h a ze, abalamour ma’z int tud a feiz, tud karet‐mad, hag a laka ho foan da ober vad dezhe. Desk an traou‐man dezhe, hag exhort anezhe d’ho miret.
3Mar deu eun den‐benag da gelen en eun doare all, ha mar n’en em ro ket da gomzou a zilvidigez hon Aotrou Jesus‐Christ, ha d’an doctrin a zo hervez ar biete, 4hennes a zo c’houezet gant an ourgouil, ha ne oar netra; mes klanv eo gant klenved ar procezou hag an disput var ar c’homzou, hag ac’hane e teu an anvi, ar c’hannou, an droug‐prezegerez, ar sonjezonou fall divarben ar re all, 5hag an disputou inutil etre tud hag a zo corrompet ho spered, privet euz ar wirionez, ha pere a laka ar biete da veza eur zourcen a c’hounidegez. En em disparti euz ar seurt tud‐se.
6Hogen, ar biete gant eur spered contant a zo eur c’hounidegez vraz. 7Rag n’hon euz digasset netra er bed, hag a‐dra‐sur na hellomp kas ganeomp netra er meaz anezhan. 8Dre‐ze, gant m’hon devezo boued ha peadra d’en em viska, n’hon euz ezom euz a netra en tu‐all. 9Mes ar re a fell dezhe beza pinvidic, a gwez en tentation hag en eur pech, hag en meur a c’hoant sod ha noazus, pere a veuz an dud er vizer, hag o c’has da goll. 10Rag ar garantez evit an arc’hant eo ar c’hrizien euz a bep droug; ha darn o veza possedet gant ar garantez‐ze, ho deuz troet kein d’ar feiz, hag a zo en em daolet ho‐unan er poaniou brassa.
11Mes te, O den Doue! tec’h diouz an traou‐ze, ha klask ar justis, ar biete, ar feiz, ar garantez, ar batianted an dousder. 12Combat ar gombat vad euz ar feiz, tap crog er vuez eternel, da behini ez oud bet ive galvet, hag en abek da behini ec’h euz great eur brofession vad dirag kalz a destou. 13Me a ali stard ac’hanoud dirag Doue, pehini a ro buez d’an holl draou, ha dirag Jesus‐Christ, pehini dirag Pons‐Pilat a reaz eur govezion gaer, 14da viret ar gourc’hemen, hep tarch e‐bed ha didamal, beteg donedigez hon Aotrou Jesus‐Christ; 15pehini a vezo diskouezet en he amzer gant an hini a zo eürus, ha n’euz hini Souveren e‐bed nemerthan, gant Roue ar rouane, Aotrou an aotronez, 16pehini hep‐ken na hell ket mervel, hag a choum en eur sclerijen ha na heller ket tostaad outhi, ha n’eo ket bet gwelet, ha na hell beza gwelet gant den; dezhan an henor hag ar galloud da viken! Amen.
17Kemen d’ar re a zo pinvidic er bed‐man, na vezint ket ourgouillus, na lakaint ket ho fizians er pinvidigezou a heller da goll, mes en Doue beo, pehini a ro deomp en abondans pep tra da jouissa anezhe; 18ma raint vad, ma vezint pinvidic en oberou mad, prest da rei, da zioueret lod euz ho danvez; 19o tastum evel‐se evit an amzer da zond eun tenzor savet var eur fondamant vad, evit gallout kaoud ar vuez eternel.
20O Timoteus! mir ar pez a zo bet fiziet enoud, oc’h en em virout diouz ar c’homzou didalvoudec ha dizantel, hag euz a zisputou eur skiant galvet evel‐se en faoz; 21hinienou o veza heulliet ar skiant‐se, ho deuz troet kein d’ar feiz.
Ra vezo ar c’hras ganez! Amen.