CHABISTR XII.
1Adra‐zur na zere ket ouzin en em veuli, rag dond a rafen da gomz euz a vizionou hag a revelationou a‐berz an Aotrou. 2Anaoud a ran eun den er C’hrist, pehini a zo bet, breman ez euz tremen pevarzec vloaz, savet beteg an trede env; (pe e oe gant he gorf, na ouzon ket; pe e oe heb he gorf, na ouzon ket; Doue her goar). 3Hag ec’h ouzon penaos, an den‐ze (pe e oe gant he gorf, pe heb he gorf, na ouzon ket; Doue her goar), 4a oe savet beteg ar barados; hag e klevaz eno komzou dudius, ha na hell ket an den ho lavaret. 5Gallout a ran en em c’hlorifia divarben an den‐ze; mes ne fell ket d’in en em c’hlorifia ac’hanoun va‐unan, nemed euz va infirmiteou. 6Ma karfen en em c’hlorifia, ne vefen ket foll, rag ne lavarfen nemed ar wirionez; mes en em virout a ran a gement‐se, gant aoun na zeufe den d’am istim en tu‐all d’ar pez a vel enoun, pe d’ar pez a glev ganen. 7Ha gant aoun ne deujen d’en em zevel re huel, abalamour d’am revelationou kaer meurbed, ez euz bet lakeat d’in em c’hig eur broud, eun eal euz a Satan, da ober mêz d’in, evit harz ac’hanoun d’en em huellaad. 8Teir gwech em euz pedet an Aotrou d’hen pellaad diouzin, 9mes an Aotrou hen deuz lavaret d’in: Va gras a zo a‐walc’h evidoud; rag va galloud en em ziskouez er zempladurez. En em c’hlorifia a rin eta kentoc’h euz va infirmiteou, evit ma teuio galloud ar C’hrist da choum enoun. 10Evit se eo en em blijan em infirmiteou, en dismegansou, en ezomou, er persecutionou, en enkreziou abalamour d’ar C’hrist; rag pa vezan dinerz, neuze eo e vezan krenv.
11Foll oun bet oc’h en em vanti; c’houi eo hoc’h euz va lakeat d’hen ober, rag c’houi eo a dlie beza lavaret vad divar va fen, rag n’oun ket bet disterroc’h en netra eged ar re vrassa euz an ebestel, petra‐benag n’ed oun netra. 12Ar preuvennou euz va abostolach ho deuz lugernet en ho touez dre eur batianted parfet, dre vurzudou, oberou souezus ha miraclou. 13Rag e pe tra ez hoc’h‐hu bet izelloc’h eged an Ilizou all, nemed abalamour n’em euz ket bec’hiet ac’hanoc’h? Pardonit d’in an tor em euz bet. 14Setu me prest, evit an derved gwech da vond adare d’ho kavoud; ha na veot ket bec’hiet ganen, rag c’houi hoc’h‐unan eo a glaskan, ha nann ho madou; rag n’e ket ar vugale a dle dastum evit ho zadou, mes an tadou evit ar vugale. 15Hag evidoun‐me a zo contant braz da zispign, hag en em dispign a rin c’hoas va‐unan evit hoc’h eneou; ha pa vez red d’in seulvui ma karan ac’hanoc’h, beza karet seulvui neubeutoc’h ganeoc’h. 16Mad! eme c’houi. N’am euz ket bec’hiet ac’hanoc’h, mes o veza eun den troidellec, em euz ho kemeret dre finessa. 17Mes ha tennet em euz‐me eur profit‐benag ouzoc’h dre unan‐benag euz ar re em euz kasset beteg enoc’h? 18Choazet em euz Titus da vond etrezeg enoc’h, hag em euz kasset unan euz ar breudeur assambles ganthan. Daoust ha Titus hen deuz tennet eur profit‐benag ouzoc’h? Ha n’hon euz‐ni ket kerzet er memeus spered, dre ar memeus roudou?
19Ha sonjal a rit‐hu e fell deomp adare en em justifia? E prezans Doue er C’hrist eo e komzomp; ha kement‐se holl, va breudeur muia‐karet, evit hoc’h edification. 20Rag aoun em euz, pa erruin, n’ho kavfen ket evel ma fell d’in, ha na vefen ket kavet ganeoc’h evel ma fell deoc’h, ha na c’hoarvezfe disputou, jalouziou, kasoniou, dissentionou, droug‐prezegerez, gwall‐deodadou, santimanchou a ourgouil, ha trubuil; 21ha na ven humiliet gant va Doue, pa zeuin adare d’ho kavoud, ha na rankfen gwela var meur a hini hag ho doa pec’het a‐ziagent, ha n’int ket distroet euz al louzdoni, euz al libertinach hag euz al lubricite ho deuz great.