1Pa’z eo gwir eta ez omp ken‐labourerien assambles gant Doue, ho pedi a reomp stard da ober en hevelep doare ma n’ho pezo ket bet gras Doue en vên. 2Rag hen a lavar: Me em euz da zelaouet en amzer favorabl, hag em euz da zicouret e deiz ar zilvidigez. Setu breman an amzer favorabl; setu breman deiz ar zilvidigez. 3Ne roomp scandal e‐bed, en nep doare, evit na vezo tamal e‐bed var hor c’harg. 4Mes klask a reomp beza kavet mad e pep tra, evel servicherien da Zoue, en eur batianted vraz, en afflictionou, en tourmanchou, en enkreziou, 5er gouliou, er prizoniou, er seditionou, el labouriou, er veilladou, er iunou, 6er burete, er wiziegez, en hirc’houzanvedigez, en dousder, dre ar Spered‐Santel, dre eur garantez gwirion, 7dre gomz ar wirionez, dre nerz Doue, dre armou ar justis, pere a zalc’her a‐zeo hag agleiz, 8e‐kreiz an henor hag an dismegans, e‐kreiz ar vrud fall hag ar vrud vad; 9o veza tremenet evit tromplerein, ha ni gwirion koulskoude; evel tud ha n’int anavezet gant den, ha ni anavezet mad; evel tud o vervel, ha ni beo koulskoude; evel tud kastizet, mes hep beza lakeat d’ar maro; 10evel tud glac’haret, ha ni joaüs bepred; evel peorien, ha ni o pinvidikaad meur a hini; evel tud ha n’ho deuz netra, ha ni o kaout pep tra.
14N’en em lakit ket dindan ar memeus ieo assambles gant an dud difeiz; rag daoust pe seurt henveledigez a zo etre ar justis hag ar fallentez? ha pe seurt accord a hell beza etre ar sclerijen hag an devalijen? 15Pe seurt union a hell beza etre ar C’hrist ha Belial? pe daoust pe seurt lod a hell an den a feiz kaout gant an den difeiz? 16Petra hen deuz templ Doue da ober gant an idolou? Rag c’houi eo templ an Doue beo, evel ma hen deuz Doue lavaret: Me a choumo en ho c’hreiz hag e valein en ho zouez; me a vezo ho Doue, hag int a vezo va fobl. 17Rag‐se deuit er meaz euz ho zouez, ha dispartiit diganthe, eme an Aotrou, ha na douchit ouz netra a vez impur, ha me ho tigemero; 18ha me a vezo Tad deoc’h, ha c’houi a vezo mibien ha merc’hed d’in, eme an Aotrou holl c’halloudec.