III S. Ian 1
1An Ancien, da Gaïus, ar muia‐karet, pehini a garan er wirionez.
2Va mignon, ar pez a c’houlennan eo gwelet pep tra o vond mad ganez, ha ma kendalc’hi en iec’hed, evel ma ema ive iac’h da ene. 3Rag kalz a joa em euz bet pa eo deuet ar breudeur, hag ho deuz roet testeni euz da fidelite, hag euz an doare ma kerzez er wirionez. 4N’em euz ket brassoc’h joa eged klevet e kerz va bugale er wirionez.
5Va mignon, ober a rez gant fidelite kement a rez evit ar breudeur hag evit an estranjourien; 6ha roet ho deuz testeni euz da garantez dirag an Iliz. Ober a ri mad o pourvei d’ho beach en eun doare dign a Zoue. 7Rag abalamour d’he hano int eat en hent, hep kemeret netra digant ar Jentiled. 8Rag‐se ni a dle digemeret ar seurt tud‐se, evit dond da veza ken‐labourerien ganthe evit ar wirionez.
9Scrivet em euz d’an Iliz; mes Diotreph pehini a gar beza ar c’henta en ho zouez, na receo ket ac’hanomp. 10Rag‐se, mar teuan, e tigassin sonj dezhan euz an oberou a ra, rag gwall‐gomz a ra en hon enep ha n’e ket awalc’h kement‐se, ne receo ket he‐unan ar breudeur, mes dond a ra c’hoas da herzel ar re a fell dezhe hen ober, ha d’ ho zeuler en meaz euz an Iliz. 11Va mignon, kemer skouer, nann euz an drouk, mes euz ar mad. An hini a ra ar mad, a zo euz a Zoue; mes an hini a ra an drouk, n’hen deuz ket gwelet Doue. 12An holl, hag ar wirionez he‐unan, a ro testeni vad da Zemetrius; ni hon‐unan a ro ive an destenize dezhan, ha c’houi a oar penaos hon testeni a zo gwirion.
13Bez’ em boa meur a dra da scriva d’id; mes na fell ket d’in hen ober gant ar bluen ha gant liou; 14rag esperoud a ran da velet hep‐dale, hag e komzimp genou ouz genou. 15Ra vezo ar peoc’h ganez! Ar mignoned a zalud ac’hanoud. Salud ar mignoned, pep hini dre he hano.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.