CHABISTR II.
1Pa oe arruet deiz ar Pentecost, e oant holl assambles er memeus leac’h. 2Neuze e oe klevet a‐greiz holl eun drouz euz an env henvel ouz eur bar‐avel o c’hweza krenv, hag a gargaz an ti leac’h ma oant enhan. 3Hag e veljont teodou, henvel ouz teodou tan, distag an eil diouz egile, pere a bozaz var bep hini anezhe. 4Hag e oent holl leuniet euz ar Spered‐Santel, hag e commansjont da gomz langachou estranjour, hervez ma lake ar Spered anezhe da gomz.
5Hogen, bez’ e oa neuze, en Jerusalem, Judevien, tud a zoujans Doue, euz an holl nationou a zo dindan an env. 6Pa oe klevet eta an drouz‐ze, eur foul vraz en em zastumaz eno, hag a oe souezet braz o veza ma kleve pep hini anezhe o komz he langach he‐unan. 7Hag e oant holl er meaz anezhe ho‐unan, hag en admiration, hag e lavarent an eil d’egile: An dud‐se a zo o komz, ha n’int‐hi ket holl Galileed? 8Penaos eta e c’hoarvez ma klev pep hini ac’hanomp anezhe e langach ar vro ma’z omp ganet? 9Parthed, Meded, Elamited, hag ar re a choum er Mesopotami, er Jude, er C’hapadosi, er Pont hag en Azi, 10er Phryji, er Pamphyli, en Ejypt, er c’harteriou euz al Libi a zo tost da Cyren, hag estranjourien euz a Rom, 11Judevien ha Prozelited, Creted hag Arabed, ho c’hlevet a reomp o lavaret en hon langachou an oberou braz a Zoue. 12Holl eta e oant souezet, ha na ouient petra da zonjal, o lavaret an eil d’egile: Petra a zinifi an dra‐man? 13Mes re all, oc’h ober goab, a lavare: Leun int a win dous.
14Mes Per, ouz en em brezanti gant an unnec, a zavaz he vouez, hag a lavaraz dezhe: Tud Judevien, ha c’houi holl pere a zo o choum en Jerusalem, anavezit kement‐man, ha selaouit gant evez va c’homzou: 15Rag ar re‐man n’int ket mezo, evel ma sonjit, rag n’ema c’hoas nemed an deirved heur euz an deiz. 16Mes kement‐man eo ar pez a zo bet lavaret araog dre ar profet Joel: 17En deiziou diveza, eme Doue, e c’hoarvezo ma skullin euz va Spered var bep kig, ho mipien hag ho merc’hed a brofetizo; ho tud yaouank a velo visionou, hag ho tud koz ho devezo huvreou. 18Ia, en deiziou‐ze e skullin euz va Spered var va zervicherien ha var va zervicherezed, hag e profetizint; 19hag e rin burzudou d’an neac’h en env, ha siniou d’an traon var an douar, goad, tan ha goabrennou moged; 20an heol a vezo troet e tevalijen, hag al loar en goad, abarz ma teui devez braz ha glorius an an Aotrou; 21hag e c’hoarvezo ma vezo salvet piou‐benag a c’halvo hano an Aotrou.
22Tud a Israel, klevit ar c’homzou‐man: Jesus a Nazaret, an den‐ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h‐unan; 23ar Jesus‐se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro. 24Mes Doue hen deuz resussitet anezhan, o veza torret liammou ar maro, rag ne oa ket possubl d’ar maro he zerc’hel. 25Rag David a lavar divar he ben: Gwelet a rean bepred an Aotrou dirazoun, rag en tu deo d’in ema, evit na vezin ket diskaret. 26Dre‐ze eo en em rejouisset va c’halon, hag hen deuz va zeod diskouezet he joa, ha va c’hig ive a reposo en esperans; 27rag na lezi ket va ene e‐touez ar re varo, ha na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. 28Roet ec’h euz d’in da anaoud hent ar vuez; va leunia a ri a joa dirag da faç.
29Tud breudeur, permetet eo d’in lavaret deoc’h gant frankiz divarben ar patriarch David, penaos ez eo maro, hag eo bet sebeliet, hag ema c’hoas hirio he vez en hon touez. 30Mes o veza ma oa profet, hag o c’houzoud hen doa Doue prometet dezhan gant le e lakje ar C’hrist da c’henel euz he lignez hervez ar c’hig, evit hen lakaad da azeza var he dron; 31dre ma vele kement‐se araog, e lavaraz divarben resurrection ar C’hrist, ne vije ket lezet he ene e‐touez ar re varo, ha na velje ket he gig ar vreinadurez. 32Doue hen deuz resussitet ar Jesus‐se; holl ez omp testou a gement‐se. 33Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman. 34Rag David n’eo ket pignet en env, mes hen he‐unan a lavar: An Aotrou hen deuz lavaret d’am Aotrou: Azez a‐zeo d’in, 35ken am bezo lakeat da inimied da scabel dindan da dreid.
36Ra ouezo eta holl di Israel a‐dra‐zur, penaos hen deuz Doue great Aotrou ha Christ ar Jesus‐se pehini hoc’h euz crucifiet.
37Pa glevjont kement‐se e oent glac’haret en ho c’halonou, hag e leverjont da Ber ha d’an ebestel all: Tud breudeur, petra a raimp‐ni?
38Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel. 39Rag ar bromessa a zo bet great deoc’h ha d’ho pugale, ha d’ar re holl a‐ziabell, kement hag a vezo galvet gant an Aotrou hon Doue. 40Ha dre galz a gomzou all e pede stard hag ec’h exhorte anezhe, en eur lavaret: En em zaveteit diouc’h ar wenn fall‐ze.
41Ar re eta a recevaz he c’her a galon vad, a oe badezet; hag en devez‐se e oe lakeat var‐dro tri mil ene e niver an diskibien.
42Hogen, kenderc’hel a rent e doctrin an ebestel, a‐unan etrezhe, o terri ar bara assambles hag o pedi. 43Hag e teuaz doujans d’an holl, ha kalz a vurzudou hag a viraclou a oa great gant an ebestel. 44Hogen, ar re a grede a oa holl assambles er memeus leac’h, ha pep tra a oa commun etrezhe; 45gwerza a rent ho zraou hag ho madou, hag e tistribuent anezhe d’an holl, hervez an ezom hen doa pep hini. 46Ha bemdez e oant aketus assambles en templ; hag o terri ar bara en ho ziez, e kemerent ho boued gant levenez ha gant eünder a galon; 47o veuli Doue, hag o veza agreabl d’ar bobl holl; hag an Aotrou a greske bemdez an Iliz gant tud hag a oa salvet.