CHABISTR XXI.
1O veza eta pignet el lestr, goude beza dispartiet diouthe, e teujomp var eün da Gos, hag an deiz varlerc’h da Rhod, hag ac’hane da Vatara. 2Hag o veza kavet eul lestr hag a iea da Phenicia, e pignjomp enhan, hag ez ejomp kuit. 3Neuze, o veza gwelet a‐zia bell enezen Cyprus, e lezjomp anezhi en dorn kleiz, hag ez ejomp etrezeg ar Syri, hag e touarjomp en Tir, rag eno eo e tlie al lestr diskarga. 4Hag o veza kavet an diskibien, e choumjomp eno seiz devez. Ar re‐man a lavare da Baol, dre ar Spered, na dleje ket mond da Jerusalem. 5Mes pa oe tremenet an deiziou‐ze, ez ejomp er meaz hag en em lekejomp en hent, hag e teujont holl, gant ho gragez hag ho bugale, da ambroug ac’hanomp beteg er meaz a gear. Hag o veza daou‐linet var an aod, e rejomp ar beden. 6Ha goude beza briatet an eil egile, e pignjomp var al lestr; hag int a zistroaz d’ar gear.
7Oc’h achui hor beach dre vor, euz a Dir e teujomp da Ptolemaïs, ha goude beza saluded ar breudeur, e choumjomp eun devez ganthe. 8An deiz varlerc’h, Paol ha ni pere a oa ganthan, o veza partiet, e teujomp da Cezare; hag o veza antreet en ti Philip an avieler, pehini a oa unan euz ar seiz diacon, e choumjomp ganthan. 9He‐man hen doa peder merc’h gwerc’hezed, pere a brofetise. 10Evel ma choumjomp eno meur a zevez, e teuaz euz a Jude eur profet, hanvet Agabus. 11Hag o veza deuet d’hor c’havoud, e kemeraz gouriz Paol, ha goude beza liammet he zaouarn hag he dreid he‐unan, e lavaraz: Ar Spered‐Santel a lavar an dra‐man: An den da behini eo ar gouriz‐man a vezo liammet evel‐hen en Jerusalem gant ar Judevien, hag e livrint anezhan etre daouarn ar Jentiled. 12Ha pa hor boe klevet kement‐se, ni hag an dud ac’hane a bedaz Paol evit na bignje ket da Jerusalem. 13Mes Paol a respontaz: Petra a rit‐hu o wela hag oc’h ober d’in rann‐galon? Rag me a zo prest, n’e ket hep‐ken da veza liammet, mes ive da vervel en Jerusalem evit hano an Aotrou Jesus. 14Evel‐se, pa n’hon doa ket gallet hen distrei, e choumjomp tranquil hag e leverjomp: Ra vezo great bolontez an Aotrou!
15Eun neubeud deiziou goude‐ze, o veza great hor pakajou, e pignjomp da Jerusalem. 16Hag eun diskibl‐benag euz a Cezare a zeuaz ive ganeomp, o tigas ganthe Mnason, eun den euz a Cyprus, eun diskibl koz, e ti pehini e tliemp loja.
17Pa oemp erruet en Jerusalem, ar breudeur a zigemeraz ac’hanomp gant levenez. 18Hag an deiz varlerc’h, Paol a zeuaz ganeomp da di Jakes, hag an holl re ancien en em zastumaz eno. 19Ha goude m’hen doe ho briatet, e contaz dezhe piz an traou hen doa great Doue dreizhan, e‐touez ar Jentiled. 20Pa glevjont kement‐se, e c’hlorifijont an Aotrou, hag e leverjont da Baol: Breur, gwelet a rez ped mil a zo euz ar Judevien hag ho deuz credet, hag holl emaint douget evit al lezen. 21Hogen, klevet ho deuz divar da ben penaos e teskez an holl Judevien a zo e‐touez ar Jentiled, da zilezel Moises, en eur lavaret dezhe na dleont ket circoncisa ho bugale, nag heuil ar c’hiziou. 22Petra eta a zo da ober? Sur a‐walch ar bobl en em zastumo assambles; rag klevet a raint ez oud erruet. 23Gra eta ar pez ma’z eomp da lavaret: Pevar den hon euz hag ho deuz great eur vœu; 24kemer anezhe ganez, en em burifi assambles ganthe, ha pae ho dispignou, evit ma c’hellint touza ho fennou, ha ma ouezo an holl penaos n’eo ket gwir an traou ho deuz klevet divar da ben, mes e kendelc’hez da viret al lezen. 25Evit ar pez a zell ar Jentiled pere ho deuz credet, hon euz decidet ha scrivet dezhe penaos na dlient miret netra euz ar seurt‐se, mes hep‐ken en em viret diouz ar pez a zo sacrifiet d’an idolou, diouz ar goad, diouz kig loened mouget ha diouz an debauch. 26Neuze Paol, o veza kemeret an dud‐se, hag o veza en em burifiet ganthe, a antreaz ganthe en templ an deiz varlerc’h, hag a roaz da anaoud ped devez e padje ar burification, hag an deiz ma vije great an offrans evit pep hini anezhe.
27Hogen, evel ma oa ar seiz devez tost da veza echuet, ar Judevien euz an Azi, o velet anezhan en templ, a lakaz ar bobl holl d’en em zevel, hag a daolaz ho daouarn varnezhan, en eur grial: 28Tud a Israel, sicourit ac’hanomp. He‐man eo an den hag a brezeg en pep leac’h, ha dirag an holl, a‐enep ar bobl a Israel, a‐enep al lezen, hag a‐enep al leac’h‐man; hag ouzpen‐ze, digasset hen deuz c’hoas Greked en templ, hag hen deuz profanet al leac’h santel‐man. 29Rag gwelet ho doa araog Trophimus euz a Ephesus en kear ganthan, hag e credent hen doa digasset Paol anezhan ebarz an templ. 30Hag ar gear holl en em zavaz, hag ar bobl a ziredaz di; ha goude beza croget en Paol, e treinjont anezhan er meaz euz an templ; ha kerkent e oe serret an norojou.
31Mes, evel ma klaskent laza anezhan, e teuaz ar vrud da gabiten ar c’hohort e oa ar gear a Jerusalem holl en dizurz. 32He‐man a gemeraz rag‐tal ganthan soudarded ha kantenerien, hag a redaz etrezeg enhe; ha pa veljont ar c’habiten hag ar zoudarded, e paouezjont da skei gant Paol. 33Neuze ar c’habiten a dostaaz, hag a grogaz enhan, hag a gommandaz hen eren gant diou chaden; ha goude‐ze e c’houlennaz piou e oa, ha petra hen doa great. 34Mes e‐touez ar bobl darn a grie en eun doare, darn en eun doare all; dre na helle ket eta gouzout netra a zur, gant an drouz a oa, e commandaz kas anezhan d’ar c’hastel. 35Ha pa oe erruet Paol var ar scalierou, e rankaz ar zoudarded hen dougen, abalamour da goler ar bobl, 36rag eur bobl vraz az ea var he lerc’h, en eur grial: Laka anezhan d’ar maro!
37Pa oa Paol o vond da antren er c’hastel, e lavaraz d’ar c’habiten: Ha permetet eo d’in lavaret eun dra d’id? Hag he‐man a lavaraz: Gouzoud a rez eta ar gregach? 38Ha n’e ket te eo an Ejyptian‐ze pehini, an deiziou diveza‐man, hen deuz lakeat ar bobl da zevel, hag hen deuz kasset ganthan d’an dezert pevar mil dorfetour? 39Paol a respontaz: Me a zo eur Judeo, euz a Dars, ar gear vrudet‐se euz a Cilicia; da bedi a ran stard da lezel ac’hanoun da gomz ouz ar bobl. 40Ha pa hen doe permetet dezhan, Paol, oc’h en em zerc’hel en he za var ar pazennou, a reaz sin gant he zorn d’ar bobl; ha pa ho doe roet peoc’h, e komzaz en langach hebrach, hag e lavaraz: