CHABISTR XXIII.
1Paol, o sellet stard ouz ar Sanhedrin, a lavaraz: Va breudeur, beteg‐hen em euz bevet dirag Doue e peb coustians vad. 2Var ar ger‐ze, Ananias, ar beleg‐braz, a c’hourc’hemenaz d’ar re a oa tost dezhan, hen skei var he visach. 3Neuze Paol a lavaraz dezhan: Doue a skoio ac’hanoud, moger gwennet; rag azezet oud evit va barna hervez al lezen; hag o terri al lezen, e c’hourc’hemenez skei ac’hanoun. 4Hogen, ar re a oa eno, a lavaraz dezhan: Penaos e credez‐te gwall‐gomz ouz beleg‐braz Doue? 5Paol a respontaz: Breudeur, na ouien ket e oa hennes ar beleg‐braz; rag scrivet eo: Nazroug‐komzi ket euz a brins da bobl.
6Hogen Paol, o c’houzoud e oa Saduceed eul loden euz he varnerien, hag eul loden all Farizianed, a griaz er Sanhedrin: Tud breudeur, Farizian oun, mab da eur Farizian, hag abalamour d’an esperans ha da resurrection ar re varo eo e varner ac’hanoun. 7Ha pa hen doe lavaret kement‐se, e c’hoarvezaz eun disput etre ar Farizianed hag ar Saduceed; hag an assamble a oe rannet e diou loden. 8Rag ar Saduceed a lavar penaos n’ez euz na resurrection, nag eal, na spered; mes ar Farizianed a anavez an eil hag egile. 9Evel‐se e c’hoarvezaz eun drouz vraz. Hag ar Scribed euz a du ar Farizianed a zavaz, hag a stourme ouz ar re all, en eur lavaret: Ni ne gavomp droug e‐bed en den‐ze, ha mar hen deuz eur spered pe eun eal komzet outhan, na reomp ket a vrezel da Zoue. 10Hag evel ma oa savet eun disput vraz, ar c’habiten, gant aoun ne vije Paol dismantret ganthe, a c’hourc’hemenaz d’ar zoudarded disken, da lemmel anezhan euz ho c’hreiz, hag he gas d’ar c’hastel.
11An noz varlerc’h, an Aotrou en em brezantaz da Baol, hag a lavaraz dezhan: Paol, kemer courach; rag, evel ma ec’h euz roet testeni ac’hanoun en Jerusalem, evel‐se eo red ive e rofez testeni e Rom.
12Pa oe deuet an deiz, eur re‐benag euz ar Judevien a reaz eur c’homplot, hag a c’houlennaz malloz varnezhe ho‐unan, mar debrjent pe ma c’hevjent, araog ma ho divije lazet Paol. 13Ar re ho doa touet kement‐se a oa anezhe ouz‐pen daou‐ugent. 14Hag ez ejont da gavout prinsed ar veleien hag ar re Ancien, hag e leverjont dezhe: Touet hon euz, dindan poan da veza milliget, ne zebrjemp seurt e‐bed, ken hor bije lazet Paol. 15Rag‐se eta breman c’houi, gant ar Sanhedrin, livirit d’ar c’habiten lakaad hen disken varc’hoas en ho kreiz, evel pa fellfe deoc’h examina pissoc’h he affer; ha ni a zo prest d’hen laza araog ma c’herruo.
16Mes mab c’hoar Paol, o veza klevet ar c’homplot‐se, a zeuaz, hag o veza eat er c’hastel, a roaz kement‐se da anaoud da Baol. 17Ha Paol, o veza galvet unan euz ar c’hantenerien, a lavaraz dezhan: Kas an den yaouank‐man d’ar c’habiten, rag eun dra‐benag hen deuz da ziscleria dezhan. 18Ar c’hantener o veza kemeret anezhan, hen kassaz d’ar c’habiten, hag a lavaraz dezhan: Paol, ar prizonier, hen deuz va galvet ha va fedet da zigas d’id an den yaouank‐man, pehini hen deuz eun dra‐benag da lavaret d’id. 19Hag ar c’habiten, o cregi en he zorn, en em dennaz a‐gostez ganthan, hag a c’houlennaz diganthan: Petra ec’h euz‐te da ziscleria d’in? 20Hag hen a lavaraz: Ar Judevien a zo en em glevet evit pidi ac’hanoud da zigas Paol varc’hoas d’ar Sanhedrin, evel pa ho defe c’hoant da examina pissoc’h he affer. 21Mes n’ed a ket da fizioud enhe; rag bez’ ez euz ouz‐pen daou‐ugent anezhe hag a stign pechou dezhan, hag a zo en em westlet dre le, da choum hep debri nag eva, ken ho devezo lazet anezhan; hag emaint breman prest, o c’hortoz da respont.
22Ar c’habiten eta a gassaz kuit an den yaouank, goude beza berzet anezhan na lavarje da zen hen doa discleriet kement‐se dezhan. 23Hag o veza galvet daou gantener, e lavaraz dezhe: Dalc’hit prest daou c’hant soudard, deg ha tri‐ugent cavalier ha daou c’hant archer, da vond da Cezare d’an derved heur euz an noz. 24Preparit ive loened evit lakaad Paol varnezhe, hag hen kas sur da Felix ar gouarner. 25Hag hen a scrivaz dezhan eul lizer er giz‐man: 26Claud Lysias, d’ar gouarner mad meurbed Felix, salud! 27Ar Judevien ho doa croget en den‐man, hag a oa o vond d’hen laza, pa oun deuet gant ar vanden zoudarded, hag em euz tennet anezhan diganthe, o veza anavezet e oa Roman. 28Hogen, dre ma felle d’in gouzout petra a damallent dezhan, em euz great dezhan disken en ho Sanhedrin. 29Hag em euz kavet penaos eo tamallet var draou euz ho lezen, mes n’ed eo karget a grim e‐bed dign a varo nag a brizon. 30Hag, o veza bet avertisset ho doa stignet ar Judevien pechou dezhan, em euz hen kasset kerkent d’id, o c’hourc’hemen d’ar re hen tamalle lavaret dirazoud petra ho deuz a‐enep dezhan. Ken‐a‐vezo.
31Ar zoudarded eta, hervez an urz ho doa bet, a gemeraz Paol, hag a gassaz anezhan en noz da Antipatris. 32Hag an deiz varlerc’h, o veza lezet ar gavalierien da vond ganthan, e tistrojont d’ar c’hastel. 33Ar gavalierien, o veza arruet en Cezare, a roaz al lizer d’ar gouarner, hag a lekeaz ive Paol dirazhan. 34Hag ar gouarner, o veza lennet al lizer, a c’houlennaz a be seurt provinç e oa Paol; hag o klevet e oa euz a Cilicia, e lavaraz dezhan: 35Me a zelaouo ac’hanoud pa vezo deuet da damallerien. Hag e c’hourc’hemenaz hen derc’hel e lez‐varn Herodes.