CHABISTR XXVI.
1Neuze Agrippa a lavaraz da Baol: Permetet eo d’id komz evidoud da‐unan. Neuze Paol, o veza astennet he zorn, a gomzaz evel‐hen evit he zifen:
2Eürus en em gavan, roue Agrippa, abalamour ma em euz da ober va difen hirio dirazoud, divarben an holl draou euz a bere ez oun tamallet gant ar Judevien, 3ha dreist‐holl dre ma c’houzon ec’h anavezez ervad an holl giziou hag an holl gistionou a zo e‐touez ar Judevien; rag‐se e pedan ac’hanoud d’am zelaou gant patianted. 4Evit ar pez a zell ouz ar vuez em euz renet, abaoe va yaouankiz, en doare ma’z eo tremenet abaoe ar pen‐kenta, e‐touez va fobl, en Jerusalem, anavezet eo gant an holl Judevien. 5Rag gouzoud a reont, abaoe ar pen‐kenta (mar fell dezhe rei testeni var gement‐se), penaos em euz bevet evel eur Farizian, oc’h heuil ar reglen rusta‐ze euz hon relijion. 6Ha breman ez oun lakeat da veza barnet abalamour d’am esperans er bromessa hen deuz great Doue d’hon tadou, 7hag euz a behini hon daouzec tribu, pere a zervich Doue dalc’h‐mad, noz‐deiz, a zo o c’hortoz an accomplissamant. Abalamour d’an esperans‐ze, roue Agrippa, ez oun tamallet gant ar Judevien. 8Petra! ha c’houi a gav diez credi e teufe Doue da resussita ar re varo? 9Gwir eo penaos, evidoun‐me, em boa credet e oa va dever stourm gant nerz a‐enep hano Jesus a Nazaret. 10Hag hen ober a riz ive en Jerusalem. Lakaad a riz kalz a zent er prizon, goude beza bet ar galloud‐se digant prinsed ar veleien, ha pa vijent lakeat d’ar maro, e roen va mouez a‐enep dezhe. 11Hag o punissa anezhe alies en holl sinagogou, e ren dezhe blasphemi; hag o veza kounnaret holl en ho enep, e persecuten anezhe beteg er c’heariou estranjour.
12Hag evel ma oann o vond evit se da Zamas, gant galloud ha gant eur brocuration euz a‐berz prinsed ar veleien, 13var‐dro kreiz an deiz, o roue, pa oann en hent, e veliz eur sclerijen euz an env, skedussoc’h eged an heol, hag a lugernaz en‐dro d’in, ha d’ar re a rea hent assambles ganen. 14Hag o veza kwezet holl d’an douar, e kleviz eur vouez o komz ouzin, hag ar vouez a lavare d’in, en langach hebrach: Saul, Saul, perag e persecutez‐te ac’hanoun? Kalet e vez d’id stourm ouz ar broudou. 15Neuze e liviriz: Piou oud‐de, Aotrou? Hag hen a respontaz: Me eo Jesus, pehini a bersecutez. 16Mes sav, hag en em zalc’h var da dreid, rag en em ziskouezet oun d’id evit da lakaad da vinistr ha da dest euz an traou ec’h euz gwelet, hag euz ar re evit pere en em ziskouezin d’id c’hoas. 17Choazet em euz ac’hanoud a‐douez ar bobl‐man hag a‐douez ar Jentiled, ha breman e kassan ac’hanoud etrezeg enhe, 18evit digeri dezhe ho daou‐lagad, hag ober dezhe tremen euz an devalijen d’ar sclerijen, hag euz a c’halloud Satan da Zoue, evit ma recevint dre ar feiz enoun ar pardon euz ar pec’hejou, ha lod en heritach ar zent.
19Dre‐ze, roue Agrippa, n’em euz ket stourmet euz ar vizion euz an env; 20mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober œuvrou dign euz ar gonversion. 21Abalamour da gement‐ze eo ho deuz ar Judevien klasket va laza, goude beza kemeret ac’hanoun en templ. 22Mes, dre zicour Doue, ez oun choumet em buez beteg hirio, o rei testeni dirag ar re vihan ha dirag ar re vraz, hag o lavaret netra nemed ar pez ho deuz Moises hag ar brofeted lavaret a dlie c’hoarvezout, 23da lavaret eo, e tlie ar C’hrist souffr, hag, evel ma’z eo ar c’henta resussitet a‐douez ar re varo, e tlie annons ar sclerijen d’ar bobl‐man ha d’ar Jentiled.
24Pa oa o lavaret kement‐se evit en em difen, Festus a lavaraz gant eur vouez krenv: Kollet ec’h euz da skiant, Paol, da zeskadurez vraz a laka ac’hanoud da ziskianta. 25Mes Paol a lavaraz: Na ziskiantan ket, o Festus mad meurbed; mes lavaret a ran komzou gwir hag a skiant‐vad. 26Ar roue a anavez an holl draou‐man; ha me a gomz anezhe gant hardiegez dirazhan, rag persuadet oun n’euz hini euz an traou‐man kuzet diouthan, rag n’int ket bet great e‐kuz. 27Roue Agrippa, ha na gredezte ket ar brofeted? Me a oar e credez. 28Hag Agrippa a lavaraz da Baol: Emoun kazi gounezet ganez da veza christen. 29Ha Paol a lavaraz dezhan: Plijet gant Doue ma vijec’h, n’e ket te hep‐ken, mes ive kement hini a zelaou ac’hanoun hirio, kazi henvel, hag henvel parfet ouzin‐me, nemed er pez a zell euz al liammou‐man!
30Goude m’hen doe lavaret Paol kement‐se, ar roue, ar gouarner ha Berenis hag ar re a oa azezet ganthe, a zavaz. 31Hag en eur vond kuit, e lavarent an eil d’egile: An den‐ze n’hen deuz great netra da veritoud ar maro nag ar prizon. 32Hag Agrippa a lavaraz da Festus: An den‐ze a helle beza laosket en he liberte, ma n’hen divije ket great appel da Cezar.