CHABISTR V.
1Hogen, eun den, hanvet Ananias, gant he vreg Saphira, a verzaz douarou; 2hag a viraz lod euz ar priz, a‐unan gant he vreg, hag e tigassaz ar rest, hag hen lekeaz e c’harz treid an ebestel. 3Mes Per a lavaraz dezhan: Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered‐Santel, ha miret eul loden euz priz an douar? 4Ma’z pije miret anezhan, daoust ha ne oa ket d’id? ha pa ez poa hen gwerzet, daoust hag ar priz ne oa ket en da c’halloud? Penaos ec’h euz‐te sonjet en da galon ober ar pez ec’h euz great? N’e ket d’an dud ec’h euz lavaret gaou, mes da Zoue. 5Ananias, o veza klevet ar c’homzou‐ze, a gwezaz, hag a varvaz kerkent; kement‐se a reaz eur spount vraz d’ar re holl a glevaz komz euz a gement‐man. 6Hag an dud yaouank a zavaz, hag o veza kemeret anezhan ha kasset anezhan ganthe, hen lakjont en douar.
7Var‐dro teir heur goude, he vreg, hep gouzoud ar pez a oa c’hoarvezet, a antreaz. 8Ha Per, o komz, a lavaraz dezhi: Lavar d’in, kement ha kement eo hoc’h euz‐hu gwerzet an douar? Hag hi a lavaraz: Ia, kement‐se eo. 9Neuze Per a lavaraz dezhi: Perag oc’h‐hu en em glevet etrezoc’h evit tenti Spered an Aotrou? Setu e‐tal an nor ar re ho deuz lakeat da bried en douar, ha te ive a gassint ganthe. 10Ha rag‐tal e kwezaz d’he dreid, hag e varvaz. Hag an dud yaouank, o veza antreet, he c’havaz maro, hag o veza he douget er meaz, e lakjont anezhi en douar e‐kichen he fried. 11Kement‐ze a lakeaz eur spount vraz var an Iliz holl, ha var gement hini a glevaz kement‐se.
12Hogen kalz a viraclou hag a vurzudou a oe great, dre zaouarn an ebestel, e‐touez ar bobl; hag e oant holl a‐unan e porched Salomon. 13Hag hini euz ar re‐all na grede en em lakaad assambles ganthe, mes ar bobl a veule kalz anezhe. 14Ouz‐pen‐ze, eun niver braz a oazed hag a verc’hed, euz ar re a grede en Aotrou, a oe lakeat a‐gresk en Iliz; 15en hevelep doare ma vije douget ar re glanv er ruiou, ha ma vijent lakeat var gweleou ha var golc’hejou, evit pa dremenje Per, ma teuje da vihana he skeud da c’holo unan‐benag anezhe. 16Dond a rea ive da Jerusalem eur bobl vraz euz ar c’heariou divar‐dro; hag e tigassent an dud klanv, hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur, hag e oant holl pareet.
17Neuze, ar beleg‐braz hag ar re holl a oa ganthan, da lavaret eo, sect ar Saduseed, a zavaz, leun a jalouzi. 18Hag o cregi en ebestel, e lekejont anezhe er prizon public. 19Mes eun eal a‐berz an Aotrou a zigoraz, e‐pad an noz, dorojou ar prizon, ho lakeaz er meaz, hag a lavaraz dezhe: 20It, hag o choum ebarz an templ, prezegit d’ar bobl an holl gomzou euz ar vuez‐man. 21O veza klevet kement‐se, ec’h antrejont, da c’houlou‐deiz, ebarz an templ, hag eno e kelennent. Mes ar beleg‐braz hag ar re a oa ganthan o veza deuet, e c’halvjont assambles ar Sanhedrin hag holl Conseil ar re Ancien euz a vugale Israel; hag e kasjont tud d’ar prizon da gerc’hat an ebestel. 22Mes pa zeuaz ar serjanted, n’ho c’havjont ket er prizon; distrei a rejont eta, hag e tisclerjont kement‐se, 23en eur lavaret: Kavet hon euz ar prizon serret mad hag ar gwarded dirag an norojou en ho za; mes pa hon euz digoret, n’hon euz kavet den ebarz.
24Pa ho doe ar beleg‐braz, cabiten an templ, ha prinsed ar veleien, klevet kement‐se, ne ouient petra da zonjal divarben an ebestel, na petra a c’hoarvezje var gement‐se. 25Mes unan‐benag a zeuaz, hag a lavaraz dezhe: An dud‐se ho poa lakeat er prizon, setu emaint en templ, o kelen ar bobl. 26Neuze ar c’habiten a ieaz gant ar serjanted, hag a zigassaz anezhe hep ho forci re‐holl; rag aoun ho doa rag beza meinet gant ar bobl. 27Pa ho doe ho digasset, e lekejont anezhe dirag ar Sanhedrin. Hag ar beleg‐braz a c’houlennaz diganthe evel‐hen: 28Ha n’hon euz‐ni ket difennet stard ouzoc’h prezeg en hano‐ze? Ha setu hoc’h euz leuniet Jerusalem gant ho toctrin, hag e fell deoc’h lakaad goad an den‐ze da gweza varnomp.
29Mes Per hag an ebestel all a respontaz: Red eo senti ouz Doue kentoc’h eged ouz an dud. 30Doue hon tadou hen deuz resussitet Jesus, pehini hoc’h euz lakeat d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz. 31Doue hen deuz savet anezhan en tu‐deo dezhan, evel ar Prins hag ar Zalver, evit rei da Israel ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou. 32Ha ni a zo testou dezhan euz an traou‐man, kerkoulz hag ar Spered‐Santel, pehini a zo bet roet gant Doue d’ar re a zent outhan.
33O klevet kement‐se, e skrignent ho dent, hag en em guzulent evit ho lakaad d’ar maro. 34Mes eur Farizian, hanvet Gamaliel, eun doctor euz al lezen, henoret gant an holl bobl, a zavaz er Sanhedrin, hag a c’hourc’hemenaz lakaad an ebestel er meaz, evit eur pennadic. 35Hag e lavaraz dezhe: Tud a Israel, likit evez mad petra hoc’h euz da ober e‐kenver an dud‐ze. 36Rag, n’euz ket pell e savaz Theudas, en eur lavaret e oa eun dra‐benag; var‐dro pevar‐c’hant den en em lakeaz a‐du ganthan; mes hennes a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet ha kasset da netra. 37Goude hennes, en amzer ma oat o sevel an niver euz ar bobl, e savaz Judas, ar C’halilead, pehini a dennaz kalz a bobl var he lerc’h; mes he‐man ive a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet. 38Breman eta e lavaran deoc’h: Ne glaskit ken affer ouz an dud‐se, mes laoskit anezhe da vale; rag mar d’eo euz an dud e teu ar pez a glaskont, pe ar pez a reont, kasset e vezo da netra; 39mes mar deu kement‐se euz a Zoue, na hellit ket hen diskar; ha diwallit ne vez kavet e vec’h bet oc’h ober brezel da Zoue.
40Hag e oent euz he ali, ha goude beza galvet an ebestel, ha beza lakeat ho skourjeza, e tifenjont outhe komz en hano Jesus; hag e loaskjont anezhe. 41Ar re‐man eta a ieaz kuit a‐zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus. 42Ha na ehanent ket bemdez da gelen ha da brezeg Jesus‐Christ, ebarz an templ hag euz an eil ti d’egile.