CHABISTR I.
1Paol, abostol Jesus‐Christ, dre volontez Doue, ha Timoteus hor breur, 2d’ar breudeur er C’hrist, ar zent hag an dud fidel a zo en Colossa. Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus‐Christ.
3Renta a reomp grasou da Zoue, Tad hon Aotrou Jesus‐Christ, er pedennou a reomp heb ehan evidoc’h, 4o veza klevet komz euz ho feiz en Jesus‐Christ, hag euz ar garantez hoc’h euz evit an holl zent; 5abalamour d’an esperans a zo miret deoc’h en envou, euz a behini hoc’h euz bet anaoudegez a‐ziaraog dre ar gomz a wirionez euz an Aviel, 6pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez; 7evel ma hoc’h euz ive hen desket gant Epaphras, hor c’hen‐zervicher karet‐mad, pehini a zo evidoc’h eur ministr fidel euz ar C’hrist, 8ha pehini hen deuz roet deomp da anaoud ho karantez hervez ar Spered. 9Dre‐ze ni ive adaleg an deiz ma hon euz klevet kement‐se, n’hon euz ket paouezet da bedi evidoc’h, ha da c’houlen ma viot leun euz an anaoudegez euz he volontez, en pep furnez hag ententamant spirituel; 10en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue; 11o veza krenveet en pep doare hervez he c’halloud glorius, evit kaout pep patianted, hag hir‐c’houzanvedigez gant joa; 12o renta grasou d’an Tad, pehini hen deuz hon rentet capabl da gaout lod euz a heritach ar zent er sclerijen; 13pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lakeat da vond en rouantelez he Vab muia‐karet, 14en pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou.
15Hen eo an imach euz an Doue invisibl, ar c’henta‐ganet euz an holl grouadurien. 16Rag dreizhan eo bet crouet an holl draou pere a zo en envou ha var an douar, an traou visibl hag an traou invisibl, pe an troniou, pe an dominationou, pe ar princelezou, pe ar puissansou. An holl draou a zo bet crouet dreizhan hag evithan. 17Hen a zo araog pep tra, ha pep tra dreizhan a gendalc’h en he za. 18Hag hen eo ar pen euz a gorf an Iliz; hen eo ar pen‐kenta, ar c’hentaganet a‐douez ar re varo, evit ma talc’ho ar plas kenta en pep tra. 19Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder; 20hag unani dreizhan pep tra ganthan he‐unan, o veza roet ar peoc’h, dre ar goad euz he groaz, ken d’an traou a zo var an douar, ken d’ar re a zo en env. 21C’houi ive, pere gwech‐all a oa estranjourien hag enebourien dre ho sonjezonou ha dre hoc’h oberou fall, 22a zo bet unanet ganthan, erc’horf euz he gig, dre he varo, evit ho lakaad dirazhan santel, pur ha didamal; 23gant ma teuot da genderc’hel fontet er feiz ha ferm en ho sa, heb dilezel an esperans euz an Aviel hoc’h euz klevet, pehini a zo bet prezeget da bep crouadur dindan an env, hag euz a behini me, Paol, a zo bet great ministr.
24En em rejouissa a ran breman em souffransou evidoc’h, hag e peur‐achuan da zouffr em c’hig ar rest euz a boaniou Jesus‐Christ evit he gorf, pehini eo an Iliz, 25euz a behini ez oun bet great ministr, hervez ar garg hen deuzroet Doue d’in en ho kenver, evit discleria deoc’h ger Doue pen‐da‐ben, 26ar myster a oa kuzet en holl amzeriou hag en holl oajou, mes a zo breman discleriet d’he zent; 27da bere eo bet plijet gant Doue rei da anaoud pegen pinvidic eo ar gloar euz ar myster‐man e‐touez ar Jentiled; da lavaret eo: ar C’hrist enoc’h‐hu, an esperans euz ar gloar. 28Hen eo an hini a brezegomp, oc’h exhorti peb den, hag o teski peb den en peb furnez, evit renta peb den parfet en Jesus‐Christ. 29Evit se ive eo e labouran, o combatti dre he vertuz, pehini a labour nerzus enoun.