1C’houi ive a oa maro en ho kwallou hag en ho pec’hejou, 2(e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez; 3e‐touez pere ive e vevemp holl gwech‐all, hervez ar ioulou euz hor c’hig, oc’h ober hervez deziriou ar c’hig hag hor sonjezonou; hag e oamp dre natur bugale ar goler, evel ar re all.) 4Mes Doue, pehini a zo pinvidic a drugarez, abalamour d’ar garantez vraz gant pehini hen deuz hor c’haret, 5pa oamp maro en hor pec’hejou, hen deuz hon rentet d’ar vuez assambles er C’hrist, (dre c’hras eo ez oc’h salvet;) 6hag hen deuz hon resussitet assambles, hag hen deuz hon lakeat da azeza assambles el leac’hiou celestiel, en Jesus‐Christ; 7evit diskouez, en amzeriou da zond, ar pinvidigezou dreist muzul euz he c’hras, dre he vadelez en hor c’henver‐ni en Jesus‐Christ. 8Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz; ha kement‐se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h‐unan, donezon Doue eo; 9n’e ket dre an oberou, evit na zeui den d’en em c’hlorifia. 10Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus‐Christ evit an oberoumad, pere a zo bet preparet gant Doue a‐ziaraog, evit ma kerzimp enhe.
11Dre‐ze, ho pezet sonj penaos c’houi, pere a oa gwech‐all Jentiled er c’hig, ha pere a oa galvet ar re dicirconcis gant ar re a c’halver circonciset er c’hig dre zorn an den, 12e oac’h en amzer‐ze heb ar C’hrist, er meaz euz a republic Israel, estranjourien e‐kenver alliansou ar bromessa, o veza heb esperans, hag heb Doue er bed. 13Mes breman, en Jesus‐Christ, c’houi pere gwech‐all a oa pell, a zo bet digasset tost dre oad ar C’hrist. 14Rag hen eo hor peoc’h, hen pehini hen deuz lakeat an daou bobl a‐unan, en eur diskar ar voger a zisparti; 15o veza distrujet en he gig ar pez a oa caoz d’ar gassoni, lezen ar gourc’hemenou, eul lezen a ordrenansou; evit ober enhan he‐unan, euz a zaou, eun den hep‐ken, eun den nevez, goude beza great ar peoc’h; 16ha ma teuje, en eur distruja he‐unan ar gassoni a oa etrezhe, da reconcilia gant Doue, dre ar groaz, an eil rum hag egile en eur c’horf hep‐ken. 17Ha deuet eo evit annons kelou mad ar peoc’h deoc’h‐hu, pere a oa pell, ha d’ar re a oa tost; 18rag dreizhan hon euz digemer, an eil hag egile, digant an Tad, en eur memeus Spered. 19Evel‐se n’oc’h mui breman estranjourien, na tud a‐ziaveaz, mes kenvrois d’ar zent, hag euz a di Doue; 20o veza savet var fondamant an ebestel hag ar brofeted, euz a behini Jesus‐Christ he‐unan eo ar meancorn, 21en pehini an holl vatis, o veza frammet ervad assambles, a zav da veza eun templ santel d’an Aotrou; en pehini ez oc’h ive c’houi savet assambles, evit beza ti Doue er Spered.