CHABISTR II.
1Pevarzec vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen. 2Hogen, dre eur revelation eo e saviz di, hag e roiz da anaoud, dreist holl d’ar re a zo ar muia istimet, an Aviel a brezegan etouez ar Jentiled; gant aoun da redec pe da veza redet en vên. 3Ha Titus he‐unan pehini a oa ganen, ne rankaz ket lakaad he circoncisa, petra‐benag ma oa Grek. 4Ha kement‐se a c’hoarvezaz abalamour d’ar fals breudeur a oa antreet en kuz en hon touez, evit gedal al liberte hon euz en Jesus‐Christ, ha gallout hon renta en esclavach; 5ne fellaz ket deomp, eur momant hep‐ken, plega dezhe, evit ma kendalc’hje ar wirionez euz an Aviel en ho touez. 6Evit ar pez a zell ar re a zo countet evit beza eun dra‐benag, (n’euz fors d’in petra int bet gwech‐all, rag Doue ne ra ket a zifferans e‐touez an dud), ar re a zo ar muia istimet n’ho deuz lavaret netra d’in. 7Er c’hontrol, pa veljont e oa bet fiziet enoun an Aviel evit ar re dicirconcis, evel ma oa bet da Ber, evit ar re circonciset, 8(rag an hini hen deuz labouret da vad en Per, evit hen lakaad da abostol ar Judevien, hen deuz ive labouret da vad enoun‐me, evit ar Jentiled), 9pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset. 10Dleoud a remp hep‐ken kaout sonj euz ar beorien; hag ez oun bet aketus d’hen ober.
11Hogen, pa zeuaz Per da Antiokia, me a stourmaz outhan en he faç, rag meritoud a rea beza reprenet. 12Rag dibri a rea assambles gant ar Jentiled, araog ma oe arruet hinienou hag a oa bet kasset gant Jakes; mes kerkent ha ma oe en em gavet ar re‐man, hen en em dennaz hag en em dispartiaz ouz ar Jentiled, gant aoun rag ar re circonciset. 13Hag ar Judevien all a zissimulaz assambles ganthan, en hevelep doare ma oe Barnabas heunan gounezet ganthe da heuil ho hipocrizi. 14Mes, pa veliz penaos ne valeent ket eün hervez gwirionez an Aviel, e liviriz da Ber, dirag an holl: Mar teuez, ha te Judeo, da veva e giz ar Jentiled, ha nann e giz ar Judevien, perag e rez‐te d’ar Jentiled ober evel ma ra ar Judevien? 15Evidomp‐ni, pere a zo ganet Judevien, ha pere n’omp ket pec’herien a‐douez ar Jentiled, 16o c’houzout penaos an den n’eo ket justifiet dre oberou al lezen, mes dre ar feiz en Jesus‐Christ, hon euz hon‐unan credet en Jesus‐Christ, evit gallout beza justifiet dre ar feiz er C’hrist, ha nann dre oberou al lezen, rag den e‐bed na vezo justifiet dre oberou al lezen. 17Mes, ha pa zigouezfe deomp, e‐pad m’az omp o klask beza justifiet dre ar C’hrist, beza kavet pec’herien, daoust hag ar C’hrist a vefe eur ministr a bec’hed? En nep feçon! 18Rag, mar savan a‐nevez an traou em euz distrujet, e tisclerian ez oun va‐unan transgressour; 19rag dre al lezen eo ez oun deuet da vervel d’al lezen, evit beva da Zoue. 20Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he‐unan evidoun. 21Ne lakan ket gras Doue da veza didalvoudus; rag mar deu ar justis euz al lezen, neuze maro ar C’hrist n’eo servichet da vad e‐bed.