2Me, Paol, a lavar deoc’h, penaos mar lakit circoncisa ac’hanoc’h, ar C’hrist na dalvezo deoc’h da netra. 3Ha testenia a ran ouz‐pen da gement den a laka circoncisa anezhan, e rank derc’hel al lezen pen‐da‐ben. 4Dispartiet oc’h ouz ar C’hrist, c’houi holl pere a glask en em justifia dre al lezen, kwezet oc’h e‐meaz euz ar c’hras. 5Rag, evidomp‐ni a zo, dre ar Spered, en gortoz euz an esperans da veza justifiet dre ar feiz. 6Rag er C’hrist Jesus ar circoncision na dal netra nag an dicirconcision ken neubeud, mes ar feiz hag a labour dre ar garantez. 7Redec a reac’h ervad, piou hen deuz harzet ac’hanoc’h, ma na zentit mui ouz ar wirionez? 8An ali‐ze na zeu ket euz an Hini hen deuz ho kalvet. 9Eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoi. 10Fizians em euz divar ho pen, dre an Aotrou, ne zonjfet ket otramant; mes an hini a droubl ac’hanoc’h, piou‐benag eo, a ranko dougen ar beac’h euz a gement‐se. 11Evidoun‐me, breudeur, mar prezegan c’hoas ar circoncision, perag e persecuter c’hoas ac’hanoun? Distrujet eo ar scandal euz ar groaz! 12Plijet gant Doue ma vije lammet kuit ar re a deu d’ho troubli!
13Breudeur, galvet oc’h bet d’al liberte; mes diwallit, var digarez al liberte‐ze, da veva hervez ar c’hig; mes deuit da blega an eil d’egile dre garantez. 14Rag al lezen holl a zo en eur gomz hep‐ken, houman: Karoud a ri da nessa evel‐d’oud da‐unan. 15Mes mar deuit da gregi gant ho tent, ha d’en em zevori an eil egile, diwallit ne deufec’h da veza distrujet an eil gant egile. 16Me a lavar eta: Baleit hervez ar Spered, ha na gontantit ket c’hoantegeziou ar c’hig. 17Rag ar c’hig hen deuz c’hoantaennou control d’ar Spered, hag ar Spered, hen deuz ive control d’ar c’hig, hag an eil a stourm euz egile; en hevelep doare na rit ket an traou a fellfe deoc’h da ober. 18Mar d’och renet gant ar Spered, n’emoc’h ket dindan al lezen. 19Hogen, oberou ar c’hig a zo anat, hag an oberou‐ze a zo: an avoultriach, al libertinach, al louzdoni, al lubricite, 20an idolatriach, ar sorcelach, ar gassoni, an disput, ar jalouzi, ar goler, an emgannou, an divisionou, an hereziou, 21an anviou, al lazerezou, ar vezventiou, an dirollou, hag an traou all euz ar seurt‐se. Lavaret a ran deoc’h en avans, evel ma em euz ive lavaret dija, penaos ar re a ra ar seurt traou‐se, na heritint ket rouantelez Doue. 22Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans; 23al lezen n’ema ket a‐enep an traou‐ze. 24Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall‐viçou hag he wallioulou.