1Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll. 2Rag m’ar d’eo bet accomplisset ar gomz annonset gant an elez, ha mar ho deuz bet pep tor‐lezen ha pep dizentidigez eur bunition just, 3penaos ec’h hellimpni tec’hel, mar neglijomp eur zilvidigez ker braz, pehini, o veza bet annonset da genta gant an Aotrou, a zo bet confirmet deomp gant ar re ho deuz klevet anezhan, 4Doue he‐unan o souten ho zesteni dre vurzudou ha miraclou, ha meur a verk euz he c’halloud, ha dre an donezonou euz ar Spered‐Santel, hervez he volontez.
5Rag n’e ket dindan galloud an elez eo hen deuz lakeat ar bed da zond euz a behini e komzomp. 6Mes unan‐benag, en eul leac’h‐benag, hen deuz rentet an desteni‐man, en eur lavaret: Petra eo an den, evit ma pefe sonj anezhan, pe mab an den, evit ma selfez outhan? 7Great ec’h euz anezhan eun neubeud izelloc’h eged an elez; he gurunet ec’h euz a c’hloar hag a henor, hag ec’h euz hen lakeat da vestr var an oberou euz da zaouarn; 8pep tra ec’h euz lakeat dindan he dreid. Rag Doue en eur lakaad an holl draou da blega dezhan, n’hen deuz lezet netra hep beza dindan‐han; hogen, breman na velomp ket c’hoas an holl draou pleget dindan‐han. 9Mes gwelet a reomp curunet a c’hloar hag a henor ar Jesus‐se, pehini, dre ar maro hen deuz gouzanvet, a zo bet great eun tammic izelloc’h eged an elez, evit ma teuje, dre c’hras Doue, da zouffr ar maro evit an holl. 10Rag, pa’z eo gwir e felle d’an hini, evit pehini ha dre behini ema an holl draou, digas kalz a vugale ebarz er gloar, deread e oa dezhan renta parfet, dre ar souffransou, ar Prins euz ho zilvidigez. 11Rag an hini a zantifi, hag ar re a zo santifiet, a zepant holl euz a unan hep‐ken; abalamour da ze n’hen deuz ket a vêz ouz ho gervel breudeur, en eur lavaret: 12Me a zisclerio da hano d’am breudeur; da veuli a rin e‐kreiz an assamble. 13Ha c’hoas: Me a lakai va fizians enhan. Ha c’hoas: Setu me aman, me hag ar vugale a zo bet roet d’in gant Doue. 14Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul; 15ha ma teuje da zelivra ar re holl pere, dre an aoun rag ar maro, a oa e‐pad ho buez dalc’het en esclavach. 16Rag evit‐gwir n’e ket an elez eo hen deuz sicouret, mes sicouret hen deuz lignez Abraham. 17Dre‐ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur; evit ma vije eur beleg‐braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl. 18Rag, o veza ma’z eo bet tentet he‐unan er pez hen deuz souffret, ec’h hell rei sicour d’ar re a zo tentet.