Hebreed 4
CHABISTR IV.
1Diwallomp eta, gant aoun, goude ma eo bet lezet ganeomp ar bromessa da antren en he repos, ne zeblantfe unan‐benag ac’hanoc’h beza renonset da gement‐se. 2Rag deomp‐ni, koulz ha dezhe, eo bet great ar bromessa eürus‐se; mes ar gomz‐se ho doa klevet na brofitaz ket dezhe, rag ar re a glevaz anezhi, a choumaz hep credi. 3Evidomp‐ni, pere hon euz credet, a antre er repos, hervez ma hen deuz lavaret: Dre‐ze em euz touet em c’holer, na antreint biken em repos! Koulskoude peur‐c’hreat e oa he œuvrou abaoe crouidigez ar bed; 4rag ar Scritur he deuz lavaret en eun tu‐benag, divarben ar seizved devez: Ha Doue a reposaz ar seizved devez euz he holl oberou; 5hag aman c’hoas: Ne antreint biken em repos! 6Pa’z eo gwir eta ez ai hinienou ebarz, ha pa n’eo ket antreet, o veza ma oaint incredul, ar re da bere e oa great da genta ar bromessa eürus‐se, 7Doue a verk c’hoas eun dervez, dre ar gomz‐man: Hirio, en eur lavaret dre Zavid, ken pell amzer goude, evel ma’z eo bet lavaret huelloc’h: Hirio mar selaouit he vouez, na galedit ket ho calonou. 8Rag mar hen divije Josue lakeat anezhe da antren ebarz er repos, neuze Doue na gomzje ket goude‐ze divarben eun devez all. 9Choum a ra eta c’hoas gant pobl Doue eur repos a zabbat. 10Rag an hini a zo antreet en he repos, a ziskuiz ive euz he oberou he‐unan, evel Doue euz he re. 11Lakomp eta hor poan da glask antren er repos‐se, gant aoun na deufe unan‐benag da gweza en eur seurt revolt.
12Rag ger Doue a zo beo, ha nerzus, ha lemmoc’h eged kleze e‐bed lem euz an daou du, treuzi a ra beteg an disparti euz an ene hag euz ar spered, beteg ar juntrou ha mel an eskern, ha barna a ra ar sonjezonou hag ar c’hoantaennou kuzet euz ar galon. 13N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.
14Pa’z eo gwir eta hon euz eur Beleg‐braz, pehini hen deuz treuzet an envou, Jesus, Mab Doue, dalc’homp stard hor profession a feiz. 15Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed. 16Tostaomp eta gant fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.