CHABISTR VII.
1Rag ar Melkisedec‐man, roue Salem, ha beleg an Doue Souveren, eo a ieaz da zialben Abraham, pa oa o tistrei euz ar brezel en pehini hen doa gounezet var ar rouane, hag a vennigaz anezhan; 2dezhan ive eo e roaz Abraham an deog euz a gement hen doa gounezet var an inimied. Da genta, Melkisedec a zinifi roue a justis, hag ouz‐pen, he‐man a oa roue Salem, da lavaret eo, roue a beoc’h; 3bet eo hep tad, hep mam, hep lignez, hep commansamant buez, na fin; o veza bet rentet henvel ouz Mab Doue, e choum beleg da viken.
4Breman considerit peger braz eo an hini da behini e roaz ar patriarch Abraham an deog euz ar pez hen doa kemeret var an inimied. 5Hag e‐pad ma rank, hervez al lezen, ar re euz a lignez Levi, pere a ra ar velegiach, sevel an deog var ar bobl, da lavaret eo, var ho breudeur, pere koulskoude a zo deuet euz a groazellou Abraham, 6Melkisedec, pehini ne oa ket euz ar memeus lignez ganthe, a zavaz an deog var Abraham, hag a vennigaz an hini hen doa ar promessaou. 7Hogen, ne heller ket dianzav penaos an hini distera eo a vez benniget gant ar brassa. 8Hag aman, tud hag a dle mervel eo a gemer an deog; mes eno, hervez ma’z eo testeniet, an hini a receo an deog, a zo beo. 9Ha Levi, pehini a zav an deogou, hen deuz ive ho faeet, koulz lavaret, dre Abraham; 10rag hen a oa c’hoas en kroazellou he dad, pa zeuaz Melkisedec etrezeg enhan.
11Ma vije bet eta ar berfection e belegiach Levi (rag ouz ar velegiach‐man eo e sell al lezen roet d’ar bobl), pe seurt ezom a oa ma savje eur beleg all, hervez urz Melkisedec, ha nann hervez urz Aaron? 12Rag, o veza ma’z eo chenchet ar velegiach, red eo e vez ive eur chenchamant a lezen. 13Rag an hini, euz a behini ez eo lavaret an traou‐ze, a zo euz a eun tribu all, euz a behini nicun n’hen deuz servichet ouz an aoter. 14Rag sclear eo penaos hon Aotrou a zo euz a lignez Juda, ha Moises n’hen deuz lavaret netra divarben an tribu‐ze, evit ar pez a zell ar velegiach. 15Ha kement‐se a zeu da veza c’hoas sclearoc’h, pa zav eur beleg all pehini, evel Melkisedec, 16a zo bet lakeat en he garg, nann hervez al lezen euz a eur gourc’hemen kigus, mes hervez ar galloud euz a eur vuez ha n’he deuz fin e‐bed, 17rag rentet hen deuz Doue an desteni‐man: Te a zo beleg da viken, hervez urz Melkisedec.
18Evel‐se, an ordrenans kenta a zo bet diskaret abalamour d’he zempladurez ha d’ he didalvoudegez; 19(rag al lezen n’he deuz digasset netra da veza parfet;) mes lakeat ez euz bet en he flas eun esperans gwelloc’h, dre behini e tostaomp ouz Doue. 20Hag evel n’eo ket bet lakeat Jesus hep le, (rag ar re all a zo bet lakeat da veleien hep le; 21mes he‐man a zo bet lakeat gant le, gant an hini hen deuz lavaret dezhan: An Aotrou hen deuz touet, ha n’en em dislavaro ket; te a zo Beleg da viken, hervez urz Melkisedec,) 22evel‐se eo deuet Jesus da veza ar goarant euz a eun allians kalz gwelloc’h. 23Hag ouz‐pen, bet ez euz eun niver braz a veleien, rag ar maro a vire outhe da choum atao. 24Mes he‐man, o veza ma choum da viken, hen deuz eur velegiach ha na dremen ket. 25Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.
26Hogen, ezom hor boa euz a eur Beleg‐braz evel hennes, santel, dizroug, glan, separet euz ar bec’herien, ha savet dreist an envou; 27da behini na vije ket red, evel d’ar veleien‐vraz, offr sacrifisou bemdez, da genta evit he bec’hejou heunan, ha goude evit re ar bobl; rag an dra‐ze hen deuz great eur vech, pa’z eo en em offret he‐unan. 28Rag al lezen a laka da veleien‐vraz tud hag a zo sempl; mes ar ger euz al le pehini a zo deuet varlerc’h al lezen, a laka ar Mab, pehini a zo bet rentet parfet evit an eternite.