CHABISTR XI.
1Bez’ e oa eun den klanv hanvet Lazar, euz a Vethani, bourg Mari ha Martha he c’hoar. 2(Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez‐vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.) 3He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus: Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.
4Pa glevaz Jesus kement‐se, e lavaraz: Ar c’hlenved‐ze n’eo ket d’ar maro, mes evit gloar Doue, evit ma vezo glorifiet Mab Doue dreizhan.
5Hogen, Jesus a gare Martha, hag he c’hoar ha Lazar. 6Koulskoude, pa hen doa klevet penaos e oa klanv, e choumaz daou devez c’hoas el leac’h ma oa. 7Neuze e lavaraz d’he ziskibien: Deomp adare en Jude. 8An diskibien a lavaraz dezhan: Mestr n’euz ket pell ar Judevien a glaske meina ac’hanoud, hag ez ez c’hoas di! 9Jesus a respontaz: Ha n’euz ket daouzec heur en deiz? Mar deu unan‐benag da vale pa vez sclear an deiz, ne gwezo ket, rag gwelet a ra sclerijen ar bed‐man. 10Mes, mar bale e‐pad an noz, e teu da gweza, abalamour n’hen deuz ket a sclerijen.
11Evel‐se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe: Lazar hor mignon a zo kousket; mes me a ia d’hen dihuna. 12He ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, mar d’eo kousket, e vezo rentet d’ar iec’hed. 13Hogen, Jesus hen doa komzet euz a varo Lazar; mes int a grede e komze euz a repos ar c’housk. 14Neuze Jesus a lavaraz dezhe freaz: Lazar a zo maro. 15Hag ez oun con tant abalamour deoc’h ne oann ket eno, evit ma credot; mes deomp d’he gavout. 16Thomas, a c’halver Didimus, a lavaraz d’an diskibien all: Deomp ive ni, evit ma varvimp assambles ganthan.
17Pa oe erruet Jesus, e kavaz Lazar a oa er bez abaoe pevar devez dija.
18Hogen Bethani a oa var‐dro pemzec stad euz a Jerusalem. 19Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur. 20Pa glevaz eta Martha e oa Jesus o tond, ez eaz d’he zialben; mes Mari a choume azezet en ti.
21Ha Martha a lavaraz da Jesus: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet; 22mes gouzoud a ran penaos, breman memeus, kement tra a c’houlenni digant Doue, Doue hen roio d’id. 23Jesus a lavaraz dezhi: Da vreur a resussito. 24Martha a lavaraz dezhan: Gouzoud a ran e resussito d’ar resurrection, en deiz diveza. 25Jesus a lavaraz dezhi: Me eo ar resurrection hag ar vuez; an hini a gred enoun, ha pa ve maro, a vevo. 26Ha piou‐benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez‐te an dra‐ze? 27Hi a lavaraz dezhan: Ia, Aotrou, me a gred ez oud ar C’hrist, Mab Doue, pehini a dlie dond er bed.
28Goude ma he doe lavaret kement‐se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e‐kuz Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi: Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud. 29Kerkent ha ma klevaz hou‐man kement‐se, e savaz diouc’h‐tu, hag e teuaz d’he gavoud. 30Hogen, Jesus ne oa ket c’hoas antreet er bourg, mes e oa c’hoas el leac’h ma oa deuet Martha d’hen kavout. 31Neuze ar Judevien a oa gant Mari en ti, hag a gonsole anezhi, pa veljont e oa savet ker buhan, hag eat er meaz, a ieaz var he lerc’h en eur lavaret: Mond a ra d’ar bez da wela eno.
32Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet. 33Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret; hag e lavaraz: 34Pe leac’h hoc’h euz‐hu hen lekeet? Respont a rejont dezhan: Aotrou, deuz da velet. 35Ha Jesus a welaz. 36Var‐ze ar Judevien a lavare: Gwelit pegement e karie anezhan. 37Mes darn anezhe a lavaraz: Pa hen deuz digoret daou‐lagad an dall, ha na helle ket ive miret ouz he‐man da vervel?
38Neuze Jesus, o veza adare troublet enhan he‐unan, a zeuaz d’ar bez; ar bez a oa eur c’hao, ha lakeat e oa bet eur mean varnezhan. 39Jesus a lavaraz: Lammit ar mean. Martha, c’hoar an hini a oa maro, a lavaraz dezhan: Aotrou, c’houez fall a zo dija ganthan, rag pevar devez zo ema aze. 40Jesus a respontaz dezhi: Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue? 41Lemmel a rejont eta ar mean euz al leac’h ma oa gourvezet an hini maro. Ha Jesus, o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, a lavaraz: Va Zad, da drugarekaad a ran, abalamour ma ec’h euz va zelaouet. 42Gouzoud a ren e selaouez atao ac’hanoun, mes kement‐man em euz lavaret abalamour d’ar bobl a zo en‐dro d’in, evit ma credint ec’h euz va digasset. 43Goude beza lavaret kement‐se, e criaz a vouez huel: Lazar, deuz er meaz! 44Hag an hini maro a zeuaz er meaz, he dreid hag he zaouarn ereet gant liammou‐lien, hag he vizach paket gant eul lien. Jesus a lavaraz dezhe: Dizereit anezhan, ha lezit‐han da vond.
45Rag‐se kalz euz ar Judevien hag a oa deuet da velet Mari, hag ho doa gwelet ar pez hen doa great Jesus, a gredaz enhan. 46Mes lod anezhe a ieaz da gavoud ar Farizianed, hag a lavaraz dezhe petra hen doa great Jesus.
47Neuze prinsed ar veleien hag ar Farizianed a assamblaz ar Sanhedrin, hag a lavaraz: Petra a raimp‐ni? rag an den‐ze a ra kalz a viraclou? 48Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan; hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h‐man hag ive hor bro. 49Mes unan anezhe, Caïphas, hag a oa beleg‐braz er bloaz‐ze, a lavaraz dezhe: C’houi na gomprenit netra; 50ha na gonsiderit ket penaos eo talvoudussoc’h evidomp e varfe eun den hep‐ken evit ar bobl, eged na vez kollet ar bobl holl. 51Hogen, n’e ket anezhan he‐unan e lavaraz kement‐man, mes o veza beleg‐braz er bloaz‐ze, e profetizaz e tlie Jesus mervel evit ar bobl; 52ha n’e ket evit ar bobl hep‐ken, mes ive evit dastum assambles, er memeus corf, bugale Doue pere a zo disperset.
53Adaleg an deiz‐ze eta en em guzuljont assambles evit hen lakaad d’ar maro. 54Rag‐se Jesus n’en em ziskoueze mui dirag an holl e‐touez ar Judevien, mes mond a reaz ac’hane da eur vro tost d’an dezert, da eur gear galvet Ephraïm; hag e choumaz eno gant he ziskibien.
55Hogen, Pask ar Judevien a oa tost, ha kalz a dud euz ar vro‐ze a ieaz da Jerusalem araog ar Pask, evit en em burifia. 56Klask a reant eta Jesus, hag e lavarent an eil d’egile, o choum ebarz an templ: Petra a zonj deoc’h? daoust hag hen na zeuio ket d’ar gouel? 57Mes prinsed ar veleien hag ar Farizianed ho doa roet urz, mar gouie unan‐benag pe leac’h e oa, hen roje da c’houzoud dezhe, evit ma heljent cregi enhan.