CHABISTR VIII.
1Mes Jesus a ieaz var ar menez Olived.
2Ha da c’houlou‐deiz e teuaz adare en templ, hag ar bobl holl a zeuaz d’hen kavout; hag, o veza azezet, e kelenne anezhe.
3Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a zigassaz dezhan eur vaouez a oa bet kavet en avoultriach, hag o veza lakeat anezhi en ho c’hreiz, 4e leverjont dezhan: Mestr, ar vaouez‐man a zo bet kavet o pec’hi dre avoultriach. 5Hogen, Moises, el lezen, hen deuz gourc’hemenet deomp laza a daoliou mein ar seurt tud‐ze; ha te, petra a leverez‐te var gement‐se? 6Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar. 7Hag evel ma talc’hent d’hen interroji, e savaz en he za, hag e lavaraz dezhe: An hini ac’hanoc’h a zo dibec’h ra sklapo ganthi ar mean kenta. 8Hag o veza en em bleget adare, e scrive var an douar. 9Pa glevjont kement‐se, o santout ho c’houstians o rebech dezhe, ez ejont kuit an eil goude egile, en eur gommans dre ar re gossa beteg ar re diveza; ha Jesus a oe lezet he‐unan gant ar vaouez a oa eno er c’hreiz. 10Neuze Jesus, o veza savet en he za, hag evel na vele den nemed ar vaouez, a lavaraz dezhi: Maouez peleac’h ema ar re a oa ouz da damal? N’ed oud bet condaonet gant hini anezhe? 11Hou‐man a lavaraz: Gant hini, Aotrou. Jesus a lavaraz dezhi: Me na gondaonan ket ac’hanoud ken neubeud; kea ha na bec’h mui.
12Jesus a gomzaz c’hoas d’ar bobl, hag a lavaraz: Me eo sclerijen ar bed; an hini a heul ac’hanoun, na valeo ket en devalijen, mes bez’ hen devezo sclerijen ar vuez.
13Ar Farizianed a lavaraz dezhan: Te a ro testeni ac’hanoud da‐unan; da desteni n’eo ket gwirion. 14Jesus a respontaz dezhe: Petra‐benag ma roan testeni ac’hanoun, va zesteni a zo gwirion, rag me a oar a be leac’h ez oun deuet, ha da be leac’h ez an; mes c’houi, na ouzoc’h nag a be leac’h e teuan, na da be leac’h ez an. 15C’houi a varn hervez ar c’hig; me na varnan den e‐bed. 16Ha mar barnan, va barnedigez a zo dign da veza credet; rag me n’emoun ket va‐unan, rag ganen ema an Tad hen deuz va digasset. 17Scrivet eo en ho lezen penaos testeni daou zen a zo dign da veza credet. 18Me eo a rent testeni ac’hanoun va‐unan; an Tad hen deuz va digasset a rent ive testeni ac’hanoun. 19Lavaret a rent eta dezhan E pe leac’h ema da Dad? Jesus a respontaz: Na anavezit na me na va Zad. Ma c’hanavezjec’h ac’hanoun, ec’h anavezjec’h ive va Zad.
20Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.
21Jesus a lavaraz c’hoas dezhe: Mond a ran kuit, ha c’houi am c’hlasko, hag e varvot en ho pec’hed; ne hallit ket dond el leac’h ma’z an. 22Ar Judevien a lavare eta: Daoust hag hen en em lazo he‐unan, pa’z eo gwir e lavar: Ne hallit ket dond el leac’h ma’z an? 23Hag e lavaraz dezhe: C’houi a zo euz an traon; ha me a zo euz an neac’h. C’houi a zo euz ar bed‐man, ha me, n’oun ket euz ar bed‐man. 24Abalamour da ze em euz lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hejou; rag mar na gredit ket ar pez ma’z oun, c’houi a varvo en ho pec’hejou.
25Lavaret a rent eta dezhan: Piou oud‐te? Ha Jesus a lavaraz dezhe: Ar pez a lavaran deoc’h adaleg ar pen kenta. 26Bez’ em euz kalz a draou da lavaret divar ho pen ha da varn enoc’h; mes an hini hen deuz digasset ac’hanoun a zo gwirion, hag ar pez em euz klevet diganthan, hen lavaran er bed. 27Ne gomprenjont ket e komze dezhe euz an Tad.
28Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa ho pezo savet Mab an den, neuze ec’h anavezot piou ez oun, ha penaos na ran netra ac’hanoun va‐unan, mes e lavaran an traou evel ma’z int bet desket d’in gant va Zad. 29An hini hen deuz va digasset a zo ganen. Hag an Tad n’hen deuz ket va lezet va‐unan, rag ober a ran bepred ar pez a blij dezhan.
30Pa oa Jesus o lavaret an traou‐ze, kalz a dud a gredaz enhan.
31Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan: Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien. 32Hag ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho rento libr.
33Hag e respontjont dezhan: Ni a zo lignez Abraham, ha biskoas n’omp bet esclaved dindan den; perag eta e leverez‐te: C’houi a vezo rentet libr. 34Jesus a respontaz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, piou‐benag en em ro d’ar pec’hed, a zo esclav d’ar pec’hed. 35Hogen, an esclav na choum ket atao en ti; mes ar mab a choum atao enhan. 36Mar deu eta ar Mab d’ho renta libr, e vezoc’h libr en gwirionez. 37Gouzoud a ran ez oc’h lignez Abraham, mes c’houi a glask va lakaad d’ar maro, abalamour n’ho deuz ket va c’homzou a zigemer enoc’h. 38Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad. 39Int a respontaz dezhan: Abraham eo hon tad. Jesus a lavaraz dezhe: Ma vijec’h bugale Abraham, e rajec’h oberou Abraham. 40Mes breman e klaskit va lakaad d’ar maro, me, eun den hag hen deuz lavaret deoc’h ar wirionez em euz klevet gant Doue; Abraham n’hen deuz ket great kement‐se. 41C’houi a ra oberou ho tad.
Rag‐se e leverjont dezhan: Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue. 42Jesus a lavaraz dezhe: Ma vije Doue ho tad, e karjec’h ac’hanoun, rag euz a Zoue eo ez oun, hag a beurz Doue e teuan; rag n’oun ket deuet ac’hanoun va‐unan, mes hen eo hen deuz va digasset. 43Perag na intentit‐hu ket ar pez a lavaran deoc’h? Abalamour na hellit ket selaou va c’homzou. 44An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou. 45Mes c’houi n’am c’hredit ket abalamour ma lavaran deoc’h ar wirionez. 46Pe hini ac’hanoc’h a damallo ac’hanoun da veza pec’het? Ha mar lavaran ar wirionez, perag na gredit‐hu ket ac’hanoun? 47An hini a zo euz a Zoue a zelaou komzou Doue; dre‐ze eo n’ho zelaouit ket, abalamour n’oc’h ket euz a Zoue.
48Ar Judevien a respontaz dezhan: Ha n’hon euz‐ni ket a leac’h da lavaret ez oud eur Samaritan, hag ez euz eun diaoul enoud? 49Jesus a respontaz: N’euz diaoul e‐bed ganen, mes henori a ran va Zad, ha c’houi a zizhenor ac’hanoun. 50Ne glaskan ket va gloar va‐unan, beza ez euz unan hag he c’hlask, hag a varn. 51E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Mar deu unan‐benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro. 52Ar Judevien a lavaraz dezhan: Breman ec’h anavezomp ez euz eun diaoul enoud; Abraham a zo maro hag ar brofeted ive, ha te a lavar: Mar deu eun den benag da viret va c’homzou, ne velo biken ar maro. 53Daoust ha te a zo brassoc’h eged hon tad Abraham, a zo maro? Ar brofeted ive a zo maro; piou e bretantez‐te beza? 54Jesus a respontaz: Mar en em c’hlorifian va‐unan, va gloar n’eo netra; an hini a c’hlorifi ac’hanoun eo va Zad, an hini a c’halvit ho Toue. 55Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet; mes me a anavez anezhan: ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel‐d’oc’h; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou. 56Abraham ho tad hen deuz tridet gant ar joa, o sonjal e tlie gwelet va dervez; hen gwelet hen deuz hag ez eo bet leun a joa.
57Ar Judevien a lavaraz dezhan: N’ec’h euz ket c’hoas hanter kant vloaz, hag ec’h euz gwelet Abraham! 58Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h: Me a zo, araog ma oa deuet Abraham.
59Neuze e kemerjont mein evit ho zeurel ganthan; mes Jesus en em guzaz hag ez eaz er meaz euz an templ, o tremen dre ho c’hreiz, hag evel‐se ez eaz kuit.