CHABISTR XIII.
1En amzer‐ze, eur re‐benag euz an dud a oa eno, a gontaz da Jesus petra a oa erruet gant tud euz ar Galile, penaos hen doa Pilat mesket ho goad gant goad ho zacrifisou. 2Ha Jesus, o respout, a lavaraz dezhe: Ha sonjal a ra deoc’h‐hu e tle ar Galileed‐se beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl Galileed all, abalamour ma’z eo arruet kement‐man ganthe? 3Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare. 4Pe c’hoas, ha sonjal a ra deoc’h‐hu e tle an triouec’h den‐ze var bere e kwezaz tour Siloe, hag a oe lazet dindan‐han, beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl habitanded euz a Jerusalem? 5Nann, a lavaran deoc’h; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare.
6Lavaret a reaz ive ar barabolen‐man: Eun den hen doa eur vezen‐fiez plantet en he winien, hag e teuaz da glask frouez enhi, ha ne gavaz hini e‐bed. 7Neuze e lavaraz d’an hini a laboure ar winien: Setu, tri bloaz zo dija ma teuan da glask frouez er vezen‐fiez‐man, heb kavoud hini e‐bed: troc’h anezhi eta, perag e choumfe aman da goll douar? 8Al labourer a respontaz: Aotrou, lez anezhi c’hoas ar bloaz‐man, ken am bezo toullet en‐dro dezhi, ha lakeat teil ganthi. 9Marteze e teui da zougen frouez, ha ma ne ra ket, neuze e troc’hi anezhi.
10E‐pad ma oa Jesus o kelen en eur sinagog, da zeiz ar sabbat, 11setu ma en em gavaz eno eur plac’h hag a oa possedet gant eur spered a zalc’he anezhi klanv abaoe triouec’h vloaz; daou‐bleget e oa, ha ne oa ket evit en em eüna. 12Jesus, o velet anezhi, he galvaz, hag a lavaraz dezhi: Plac’h, delivret oud euz da glenved. 13Hag ec’h astennaz he zaouarn varnezhi; ha kerkent e savaz soun en he za, hag e rentaz gloar da Zoue.
14Mes chef ar sinagog, o veza droug enhan abalamour m’hen doa Jesus iac’heet eun den da zeiz ar sabbat, a zavaz he vouez hag a lavaraz d’ar bobl: Beza ez euz c’houec’h devez en pere e tleer labourat; deuit eta en deiziou‐ze evit beza iac’heet, ha na deuit ket da zeiz ar sabbat. 15Mes an Aotrou a respontaz dezhan: Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h‐hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour? 16Daoust ha ne oa ket deread ive, deiz ar sabbat, delivra euz he chaden ar verc’h‐man da Abraham, pehini a oa dalc’het stag gant Satan, abaoe triouec’h vloaz?
17E‐pad ma oa o komz evel‐se, he holl enebourien a zeue mêz dezhe, hag ar bobl holl a oa er joa abalamour d’an traou kaer a rea.
18Neuze e lavaraz: Ouz petra eo henvel rouantelez Doue, hag ouz petra e comparachin‐me anezhi? 19Henvel eo ouz eur c’hreunen moutard a vez kemeret gant eun den hag hadet ganthan en he jardin; sevel a ra, hag e teu da veza eur vezen vraz, en hevelep doare ma teu al lapoused euz an env da ober ho demeurans e‐touez he brancou.
20Lavaret a reaz c’hoas: Ouz petra e comparachin‐me rouantelez Doue? 21Henvel eo ouz eun tam goell a vez kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzurad bleud, ken a vez go an toaz holl.
22Ha Jesus a iea dre ar c’heariou hag ar villajennou, en eur gelen hag o terc’hel da vond etrezeg Jerusalem.
23Hag unan‐benag a lavaraz dezhan: Aotrou, ha gwir eo ne vezo salvet nemed neubeud a dud? 24Hag hen a lavaraz dezhe: Lakit hoc’h holl boan da antren dre an nor striz; rag me eo hen lavar deoc’h, kalz a glasko mond ebarz, heb gallout dond a‐ben. 25Pa vezo antreet an tad a famill, ha pa hen devezo serret an nor var he lerc’h, ha pa deuot c’houi, tapet er meaz, da skei var an nor ha da lavaret: Aotrou, Aotrou, digor deomp; hen a responto: N’ouzon ket euz a beleac’h ez oc’h. 26C’houi a lavaro neuze: Debri hag eva hon euz great diraz’oud, ha prezeget ec’h euz var hor plasennou public. 27Hag hen a responto: N’ouzon ket a beleac’h ez oc’h, a lavaran deoc’h; tec’hit kuit diouzin c’houi holl pere en em ro d’ar fallentez. 28Eno e vezo gwelvan ha skrigndent, pa velot Abraham, Isaac, ha Jacob hag an holl brofeted en rouantelez Doue, ha pa viot c’houi taolet er meaz. 29Hag e teuio tud euz ar Sao‐heol hag euz ar C’huzheol, hag euz an Hanter‐noz, hag euz ar C’hreiz‐deiz, pere a vezo diouc’h taol en rouantelez Doue. 30Ha setu aman: lod euz ar re diveza a vezo da genta, ha lod euz ar re genta a vezo da ziveza.
31Er memeus devez, unan‐benag euz ar Farizianed a zeuaz da lavaret dezhan: En em denn ac’hann, ha kea kuit; rag Herodes a glask da lakaad d’ar maro. 32Hag e lavaraz dezhe: It ha livirit d’al louarn‐ze: Setu aman, kas a ran kuit an drouk‐sperejou, hirio ha varc’hoas ec’h achuan da barea ar re glanv, hag an trede dervez e vezo peur‐achu d’in. 33Koulskoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoas hag an deiz varlerc’h, rag ne c’hoarvez gant profet e‐bed mervel er meaz euz a Jerusalem. 34Jerusalem, Jerusalem, te pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a laz a daoliou mein ar re a vez digasset d’id, na ped gwech em euz‐me c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapousedigou dindan he diou‐askel, ha n’eo ket bet falvezet deoc’h! 35Setu breman ho ti o vond da choum goullo, ha me hen lavar deoc’h en gwirionez, n’em gwelfoc’h mui a‐viziken, ken a lavarfoc’h: Benniget ra vezo an hini a zeu en hano an Aotrou.