CHABISTR XIV.
1Jesus o veza antreet, eun devez a zabbat, en ti unan euz ar re genta e‐touez ar Farizianed, evit debri ganthan, ar Farizianed a zelle piz outhan.
2Hogen, beza e oa diraz’han eun den hydropic. 3Ha Jesus, o commans da gomz, a lavaraz d’an doctored euz al lezen ha d’ar Farizianed: Ha permetet eo iac’haad eun den da zeiz ar sabbat? 4Hag ar re‐man na respontjont ger e‐bed. Neuze, o kemeret an den klanv, e iac’heaz anezhan hag hen kassaz kuit. 5Neuze e lavaraz dezhe: Pehini ac’hanoc’h, mar teufe he azen pe he eujen da gweza en eur punz, n’hen tennfe ket kerkent ac’hane devez ar sabbat? 6Ha ne helljont ket respont dezhan var gement‐se.
7Lavaret a reaz ive eur barabolen d’ar re a oa pedet, o velet anezhe o choazar plasou kenta; hag e lavaraz dezhe: 8Pa vezi pedet gant unan‐benag da eun eured, diwall da gemer ar plas kenta, gant aoun n’en em gavfe en touez an dud pedet unan‐benag muioc’h a galite eged’oud; 9ha na deufe an hini hen deuz pedet ac’hanoc’h ho taou, da lavaret d’id: Ro plas da he‐man; ha na pefe neuze ar vêz da veza lakeat er plas diveza. 10Mes, pa vezi pedet, kea da azeza er plas diveza, ha pa zeui an hini hen deuz da bedet, e lavaro d’id: Va mignon, sav huelloc’h. Neuze kement‐se a rai henor d’id dirag ar re a vezo ouz taol ganez. 11Rag piou‐benag en em huella, a vezo izelleet, ha piou‐benag en em izella, a vezo huelleet.
12Ha Jesus a lavare d’an hini hen doa he bedet: Pa ri eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidic, gant aoun na bedfent ac’hanoud d’ho zro, ha na vez rentet d’id kement‐all. 13Mes, pa ri eur fest, ped ar beorien, ar re vac’haniet, ar re gam hag ar re dall; 14hag e vezi eürus dre n’ho deuz netra da renta d’id; rag rentet e vezo d’id e resurrection ar re just.
15Unan euz ar re a oa ouz taol ganthan, o veza klevet kement‐se, a lavaraz dezhan: Eürus an hini a zebro bara en rouantelez Doue!
16Jesus a lavaraz dezhan: Eun den a reaz eur goan vraz, hag a bedaz kalz a dud; 17ha pa oa poent koan, e kassaz he zervicher da lavaret d’ar re a oa pedet: Deuit, rag prest eo pep tra. 18Neuze en em lekejont holl a‐unan da ober digareziou. Ar c’henta a lavaraz dezhan: Me em euz prenet douar hag a rank mond d’he velet; da bedi a ran d’am escuzi. 19Hag eun all a lavaraz: Me em euz prenet pemp coublad eujened, hag ez an d’ho amprouvi; da bedi a ran d’am escuzi. 20Hag eun all a lavaraz: Me a zo nevez dimezet, hag evel se ne hellan ket mond. 21Hag ar servicher, o veza distro, a ziscleriaz kement‐se d’he vestr. Neuze ar pen‐tiegez, droug enhan, a lavaraz d’he zervicher: Kea buhan ac’halese var ar plasennou ha dre ruiou kear, ha digas aman ar beorien, an dud afflijet, ar re gam, hag ar re dall. 22Goude‐ze ar servicher a lavaraz dezhan: Aotrou, ar pez ec’h euz gourc’hemenet a zo great, hag ez euz c’hoas plas. 23Hag an Aotrou a lavaraz d’ar servicher: Kea dre an hentchou, hag a‐hed ar girzier, ha gra d’ar re a vezo eno antren, evit ma vezo tud leiz an ti. 24Rag me hen lavar deoc’h, hini euz an dud a oa bet pedet na da nvai euz va c’hoan.
25O veza ma oa eur bobl vraz o vond ganthan, e tistroaz hag e lavaraz dezhe: 26Mar teu unan‐benag d’am c’havout, ha ma ne deu da gasaad he dad, he vam, he vreg, he vugale, he vreudeur, he c’hoarezed, ha zo‐ken he vuez he‐unan, na hell ket beza diskibl d’in. 27Ha piou‐benag na zoug ket he groaz, ha na heul ket ac’hanoun na hell ket beza diskibl d’in. 28Rag pehini ac’hanoc’h, mar hen deuz c’hoant da zevel eun tour, n’ec’h a ket da genta da azeza, ha ne ra ket he gount, evit gouzoud hag hen hen deuz awalc’h evit peur‐ober anezhan? 29Gant aoun, goude m’hen devezo poset ar fondamant, ha n’hen devezo ket gallet echui, na deufe ar re holl a velo kement‐se, da ober goab anezhan, ha da lavaret: 30An den‐ze hen deuz commanset da vatissa, ha n’hen deuz ket gallet peur‐achui. 31Pe c’hoas, pehini eo ar roue a ia da ober brezel ouz eur roue all, ha n’ec’h a ket da azeza da genta, ha ne gemer ket cuzul evit gouzoud hag hen a hallo mond gant deg mil den, a‐enep an hini a zeu var‐n’ezhan gant ugent mil. 32Anez kement‐se, e‐keit ma ema c’hoas pell egile, e kas d’hen kavout kannaded, evit goulen ar peoc’h. 33Evel‐se eta piou‐benag en ho touez ha na zilez ket kement hen deuz, na hell ket beza diskibl d’in.
34Eun dra vad eo an holen; mes mar teu an holen da goll he vlaz, gant petra ec’h hallohen beza sallet? 35N’eo mad, nag evit an douar, nag evit an teil; hen teurel a rer er meaz. Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.