CHABISTR XVII
1Jesus a lavaraz ive d’he ziskibien: Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall. 2Gwelloc’h e vez dezhan ma vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag ma vez taolet er mor, eged ma rofe skouer fall da hini euz ar re vihan‐man. 3Likit evez ouzoc’h hoc’h‐unan. Mar hen deuz pec’het da vreur en da enep, repren anezhan; ha mar hen deuz keuz, pardon dezhan. 4Ha mar hen deuz pec’het enep d’id seiz gwech en deiz ha mar teu seiz gwech en deiz‐ze da zistrei ouzid, ha da lavaret: Keuz em euz; pardon dezhan.
5Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou: Cresk enomp ar feiz. 6Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h.
7Piou ac’hanoc’h, hag hen deuz eur mevel oc’h arat, pe o vessa, a lavar dezhan kerkent ha ma vez distro euz ar park: Tosta aman, hag en em laka ouz taol? 8Daoust ha ne lavarfe ket dezhan kentoc’h: Aoz d’in va c’hoan, stard da c’houriz en‐dro d’id, ha servich ac’hanoun, ken am bezo debret hag evet; ha goude‐ze e tebri hag ec’h evi. 9Daoust hag hen hen devezo anaoudegez‐vad d’ar mevel‐ze, evit beza great ar pez a oa bet gourc’hemenet dezhan? Ne gav ket d’in. 10Evel‐se ive c’houi, pa ho pezo great kement a zo gourc’hemenet deoc’h, livirit: Servicherien didal‐voudec ez omp, rag n ’hon euz great nemed ar pez a oa dleet deomp da ober.
11Digwezoud a reaz dezhan, en eur vond da Jerusalem, tremen dre greiz ar Samari hag ar Galile. 12Ha pa oa oc’h antren en eur bourg, e teuaz d’hen dialben deg den lor, pere en em zalc’he pell diouthan; 13hag int, o sevel ho mouez, a lavaraz: Jesus, Mestr, bez truez ouzimp! 14Jesus pa velaz anezhe, a lavaraz dezhe: It, hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezaz pa oant o vond, ma oent neteet euz ho lorgnez. 15Hag unan anezhe, o velet e oa rentet pare, a zistroaz var he c’hiz en eur veuli Doue a vouez huel; 16hag en em daolaz e c’harz treid Jesus, he visach ouz an douar, o renta grasou dezhan. Hogen he‐man a oa eur Samaritan. 17Jesus o komz outhan, a lavaraz: Ha n’inthi ket bet pareet ho dek? Peleac’h eta eo choumet an nao all? 18N’euz nemed an estranjour‐man hag a zo distroet evit renta gloar da Zoue. 19Neuze e lavaraz dezhan: Sav alese, kea, da feiz hen deuz da zaveteet.
20Ar Farizianed, o veza goulennet diganthan peur e teuje rouantelez Doue, e respontaz dezhe: Rouantelez Doue na zeuio ket gant apparans; 21ha ne vezo ket lavaret: Setu‐hen aman, pe: Setu‐hen a‐hont; rag setu, ema rouantelez Doue en ho kreiz.
22Hag e lavaraz d’an diskibien: Dond a rai an deiziou ma ho pezo c’hoant da velet unan euz deiziou Mab an den, ha n’her gwelot ket. 23Hag e vezo lavaret deoc’h: Setu‐hen aman, pe: Setu‐hen a‐hont; n’ez it ket, ha n’ho heullit ket. 24Rag e‐c’hiz ma lugern al luc’heden euz an eil pen an oabl beteg egile, evel‐se ive ec’h apparisso Mab an den pa zeuio he zeiz. 25Mes red eo dezhan da genta gouzanv kalz ha beza nac’het gant ar generation‐man. 26Hag ar pez a c’hoarvezaz en deiziou Noe, a c’hoarvezo ive en amzer Mab an den: 27an dud a zebre, a eve, a zimeze, hag a roe en priedelez, beteg an deiz ma c’hantreaz Noe ebarz an arc’h; hag an diluch a zeuaz hag ho distrujaz holl. 28Kement‐se ive a c’hoarvezaz en amzer Lot; an dud a zebre, a eve, a brene, a verze, a blante hag a zave tiez; 29mes en deiz ma sortiaz Lot euz a Sodom, eur glao tan ha soufr a gwezaz euz an env, hag ho distrujaz holl; 30evel‐se e c’hoarvezo ive en devez ma c’happarisso Mab an den. 31En deizze, an neb a vezo var an doen, hag hen devezo he veubl ebarz an ti, diwallo da zisken evit ho c’has ganthan; hag er memeus doare, an neb a vezo er meziou, diwallo da zistrei var he c’hiz. 32Dalc’hit sonj euz a vreg Lot. 33Piou‐benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo; ha piou‐benag a gollo anezhi, he c’havo. 34Lavaret a ran deoc’h, penaos en noz‐ze e vezo daou assambles en eur gwele; unan a vezo kemeret hag egile lezet; 35diou a vezo o vala assambles, unan a vezo kemeret hag eben lezet; 36daou a vezo er park, unan a vezo kemeret, hag egile lezet.
37Hag o respont, e lever‐jont dezhan: E pe leac’h, Aotrou, e c’hoarvezo kement‐se? Hag hen a lavaraz dezhe: E pe leac’h‐benag ma vezo ar c’horf maro, eno en em zastumo an egled.