CHABISTR V.
1Evel ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue. 2Hag o veza gwelet diou vag var bord al lenn, euz a bere ar besketerien a oa diskennet da walc’hi ho rouejou, e pignaz en unan euz ar bagou‐ze, pehini a oa da Simon, 3hag e pedaz anezhan da bellaad eun neubeud euz an douar; hag o veza azezet, e kelenne ar bobl divar ar vag.
4Pa hen doe ehanet da gomz, e lavaraz da Simon: Kea larkoc’h en dour doun, ha taolit ho rouejou evit pesketa. 5Simon a respontaz dezhan: Mestr, labouret hon euz hed an noz, ha n’hon euz tapet netra; koulskoude, var da c’her e taolin ar roued. 6Hag o veza great kement‐se, e tapjont eun niver braz a besked; hag o veza ma tore ho roued, 7e rejont sin d’ho c’hen‐sorted, pere a oa er vag all, da zond d’ho zicour; dond a rejont, hag e leunjont an diou vag, en hevelep doare ma oant prest da anfonci. 8Simon Per, o veza gwelet kement‐se, en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz: Aotrou, pella diouzin; rag me a zo eur pec’her. 9Rag ar spount a oa croget enhan, hag er re holl a oa assambles ganthan, abalamour d’ar besketerez ho doa great; hag ive en Jakes ha Ian, mibien Zebede, pere a oa kensorted da Simon. 10Ha Jesus a lavaraz da Simon: N’az pe ket a aoun; divar‐vreman e vezi pesketer tud beo. 11Hag o veza digasset ar bagou d’an douar, e kuitejont pep tra hag ec’h heuljont anezhan.
12Pa oa Jesus en eur gear euz ar Galile, eun den goloet a lorgnez, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’an douar var he vizach, hag hen pedaz, o lavaret: Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. 13Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz outhan, en eur lavaret: Felloud a ra d’in, bez net. Ha rag‐tal, al lorgnez a guitaaz anezhan. 14Ha Jesus a c’hourc’hemenaz dezhan diwall da lavaret kement‐se da zen e‐bed; mes kea, emezhan, en em ziskouez d’ar beleg, hag offr evit da burification ar pez a zo bet gourc’hemenet gant Moises, evit ma servicho kement‐se da desteni dezhe.
15Hag ar vrud anezhan a rede mui‐oc’h‐mui, hag eur bobl vraz a dud en em zastume evit klevet anezhan, hag evit beza iac’heet ganthan euz ho c’hlenvejou. 16Mes hen en em denne ebarz an dezert, hag e pede.
17Hogen, eun devez ma oa o kelen, e c’hoarvezaz ma oa azezet eno Farizianed ha doctored euz al lezen, pere a oa deuet euz a holl vourkou Galile, euz ar Jude, hag euz a Jerusalem, ha galloud an Aotrou a oa eno evit iac’haad ar re glanv. 18Neuze e teuaz tud pere a zouge var eur gwele eun den hag a oa paralitic, hag e klaskent mond ganthan ebarz an ti, hag hen lakaad dirazhan. 19Hag, evel ne ouient dre be leac’h mond ebarz, abalamour d’ar bobl, e pignjont var c’horre an ti, hag e tiskenjont anezhan dre an teol gant he vele, e‐kreiz an dud, dirag Jesus, 20pehini, o velet ho feiz, a lavaraz dezhan: O den, da bec’hejou a zo pardonet d’id. 21Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret: Piou eo he‐man pehini a lavar blasphemou? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep‐ken? 22Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz: Petra a rezonit‐hu en ho calonou? 23Pehini eo an ezeta, pe lavaret: Da bec’hejou a zo pardonet d’id; pe lavaret: Sav alese ha kerz? 24Hogen, evit ma ouezot penaos Mab an den hen deuz ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou: Sav, emezhan d’ar paralitic, me hen lavar d’id, doug da vele, ha kea d’ar gear. 25Hag e savaz rag‐tal dirazhe; hag o tougen ar gwele var behini e oa gourvezet, ez eaz d’he di, en eur veuli Doue. 26Hag holl e oent souezet braz, hag e veulent Doue; hag e teuaz aoun dezhe, hag e lavarent: Traou burzudus hon euz gwelet hirio.
27Goude‐ze ez eaz er meaz, hag e velaz eur publican hanvet Levi, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz d’am heuil. 28Hag hen, o kuitaad pep tra, a zavaz hag a heulliaz anezhan.
29Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe. 30Hag ar re anezhe a oa Scribed ha Farizianed a vurmure hag a lavare d’he ziskibien: Perag e tebrit‐hu hag ec’h evit‐hu gant publicaned ha tud a vuez fall? 31Ha Jesus, o komz outhe, a lavaraz: N’e ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin; mes ar re glanv eo. 32N’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
33Neuze e lever‐jont dezhan: Perag e iun alies diskibien Ian hag e reont pedennou evel diskibien ar Farizianed, e‐leac’h da re‐te a zebr hag a ev? 34Hag hen a lavaraz dezhe: Daoust ha c’houi a hell lakaad mignoned ar pried da iun, e‐pad ma ema ar pried ganthe? 35Mes dond a rai an deiziou ma vezo lammet ar pried diganthe; a‐neuze e iunint en deiziou‐ze.
36Lavaret a eure ive eur barabolen dezhe: Den na laka eun tam euz a eur zae nevez ouz eur zae goz; anez, an tam nevez a rogfe an hini koz, hag an tam kemeret euz an hini nevez na vezfe ket deread deuz an hini koz. 37Den ken neubeud na laka gwin nevez en barikennou koz; anez, ar gwin nevez a dorfe ar barikennou, hag e vezfe skulliet, hag ar barikennou a vezfe kollet. 38Mes red eo lakaad ar gwin nevez en barikennou nevez; hag evel‐se e virer an eil hag egile.
39Ha den goude eva gwin koz, na c’houlen rag‐tal an hini nevez; rag, emezhan, ar gwin koz a zo gwelloc’h.