CHABISTR XVII.
1C’houec’h devez goude Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes, ha Ian, he vreur, hag ho c’hassaz a‐gostez var eur menez huel. 2Hag e oe transfiguret dirazhe; he vizach a zeuaz lugernuz evel an heol, hag he zillad skeduz evel ar sclerijen. 3Er memeus amzer e veljont Moises hag Elias, pere a gomze ganthan. 4Neuze Per o komz, a lavaraz da Jesus: Aotrou, mad eo deomp choum aman; mar fell d’id, greomp aman teir danten; unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. 5Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan. 6An diskibien, o klevet ar vouez‐ze, a gwezaz var ho bizach, spouronet‐holl. 7Mes Jesus o tostaad a douchaz outhe, hag a lavaraz dezhe: Savit, ha n’ho pezet ket a aoun. 8Hag o veza savet ho daou‐lagad, na veljont den nemed Jesus he‐unan.
9Ha pa oant o tisken divar ar menez, Jesus a reaz outhe an difen‐man: Na livirit da zen ar pez hoc’h euz gwelet, ken a vezo savet Mab an den a‐douez ar re varo. 10Hag he ziskibien a c’houlennaz diganthan: Perag eta e lavar ar Scribed e tle Elias dond da genta? 11Ha Jesus a respontaz dezhe: Gwir eo e tlie Elias dond da genta, ha dressa pep tra. 12Mes hen lavaret a ran deoc’h, Elias a zo deuet dija, ha n’ho deuz ket anavezet anezhan; mes great ho deuz dezhan kement a felle dezhe; evel‐se ive eo e tle Mab an den souffr euz ho ferz. 13Neuze an diskibien a gomprenaz hen doa komzet outhe divarben Ian ar Badezour.
14Ha pa oent deuet etrezeg ar bobl, e tostaaz outhan eun den pehini en em daolaz d’an daoulin dirazhan, en eur lavaret: 15Aotrou bez truez ouz va Mab, rag loarec ha gwall‐dourmantet eo; alies e kwez en tân, hag alies en dour. 16Hag hen digasset em euz d’az diskibien, ha n’ho deuz ket gallet gwellaad anezhan. 17Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz: O raç difeiz ha fallagr, bete pegeit e vezin‐me ganeoc’h? bete pegeit ec’h andurin‐me ac’hanoc’h? Digassithen aman d’in. 18Ha Jesus a c’hourdrouzaz an drouk‐spered, hag he‐man a zortiaz euz ar bugel; ha divar an heur‐ze ar bugel a oe iac’heet.
19Neuze an diskibien a zeuaz da gavout Jesus en eul leac’h distro, hag e leverjont dezhan: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas an drouk‐spered‐se kuit? 20Ha Jesus a lavaraz dezhe: Abalamour d’ho neubeud a feiz eo; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez‐man: Kerz ac’hann du‐hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h. 21Mes ar seurt drouk‐sperejou n’ed eont kuit nemed dre ar beden hag ar iûn.
22Hogen pa oent distro en Galile, Jesus a lavaraz dezhe: Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud; 23ha lakaad a raint anezhan d’ar maro; mes resussita a rai an drede deiz. Hag an diskibien a oe glac’haret meurbed.
24Ha pa oent erruet en Cafarnaüm, ar re a receve an didrakmou (arc’hant an taillou), a dostaaz ouz Per, hag a lavaraz dezhan: Daoust hag ho mestr na bae ket ive an didrakmou? 25He‐man a respontaz: Eo. Ha pa oe eat en ti, Jesus a zialbennaz anezhan, en eur lavaret: Petra a gav d’id, Simon? digant piou e kemer rouane an douar an taillou pe ar gwiriou? Digant ho bugale ho‐unan, pe digant an estranjourien? 26Per a lavaraz: Digant an estranjourien. Jesus a respontaz dezhan: Ar vugale ’ta a zo kuit d’ho faea. 27Koulskoude gant aoun ne deufemp d’ho scandaliza, kea d’ar mor, ha taol eun higen, ha kemer ar c’henta pesk a zavo; ha pa pezo digoret he c’henou, e kavi eur stater (eur pez arc’hant); kemer anezhan, ha ro anezhan dezhe evidoun hag evidoud.