CHABISTR XXVIII.
1Pa oe tremenet ar sabbat, da c’houlou deiz an devez kenta euz ar sizun, e teuaz Mari Magdalen hag ar Vari all evit gwelet ar bez. 2Ha setu eur c’hrennamant douar braz a oa bet, rag eun eal a‐berz an Aotrou a oa diskennet euz an env, hag o tostaad, hen doa ruliet kuit ar mean a‐zirag an nor hag azezet varnezhan. 3He visach a oa evel eul luc’heden, hag he zae gwenn evel an erc’h. 4Ha gant ar spount ar gwarded ho doa krenet hag a oa deuet da veza evel tud varo. 5Hogen an eal, o komz outhe, a lavaraz d’ar gragez: Evidoc’h‐hu, n’ho pezet ket a aoun, rag gouzoud a ran penaos e klaskit Jesus pehini a zo bet crucifiet. 6N’ema ket aman, rag resussited eo, hervez m’hen doa lavaret. Deuit, ha gwelit al leac’h e pehini e oa gourvezet an Aotrou; hag it buhan da lavaret d’he ziskibien penaos eo resussitet a‐douez ar re varo; ha setu, 7ema o vond araog deoc’h en Galile; eno e velot anezhan, hen lavaret em euz deoc’h.
8Neuze ez ejont buhan er meaz euz ar bez, gant spount ha gant eur joa vraz, 9hag e redjont da ziscleria kement‐man d’he ziskibien.
Mes, pa oant o vond da ziscleria kement‐man dezhe, setu Jesus a zeuaz d’ho dialben, en eur lavaret: Me ho salud. Hag int a dostaaz, hag a bokaz d’he dreid, hag a adoraz anezhan. Neuze Jesus a lavaraz dezhe: 10N’ho pezet ket a aoun; it, ha livirit d’am breudeur mond en Galile, hag eno e velint ac’hanoun.
11Pa oent eat kuit, eur re‐benag euz ar gwarded a zeuaz en kear, hag a ziscleriaz da brinsed ar veleien kement a oa c’hoarvezet. 12Ar re‐man en em assamblaz kerkent gant ar re Ancien, ha goude beza en em guzuliet, e rojont eur som braz a arc’hant d’ar zoudarded. 13Hag e leverjont dezhe: Livirit evel‐hen: He ziskibien a zo deuet e‐pad an noz, hag ho deuz laeret he gorf pa oamp kousket. 14Ha mar deu ar gouarner da glevet kement‐se, ni a c’hounezo anezhan hag e tennimp ac’hanoc’h a boan. 15Ar zoudarded, o veza kemeret an arc’hant, a reaz evel ma oant bet kelennet; hag ar vrud‐se hen deuz redet e‐touez ar Judevien beteg hirio.
16Hogen an unnec diskibl a ieaz en Galile, var ar menez a oa bet merket dezhe gant Jesus. 17Ha pa her gweljont, ec’h adorjont anezhan; mes bez’ e oe darn hag a zouetaz. 18Ha Jesus a dostaaz, hag a gomzaz outhe, en eur lavaret: Pep galloud a zo roet d’in en env ha var an douar; it eta, ha kelennit an holl boblou, 19o vadezi anezhe en hano an Tad, ar Mab hag ar Spered‐Santel hag o tiski dezhe miret kement tra em euz gourc’hemenet deoc’h; 20ha setu, emoun ganeoc’h bemdez bete fin ar bed. Amen!