CHABISTR II.
1Mar d’euz eta eur gonsolation‐benag er C’hrist, eur soulajamant‐benag er garantez, eur gommunion‐benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarez‐benag, 2lakit va joa da veza parfet, o veza a‐unan etrezoc’h, o kaoud ar memeus karantez, ar memeus ene, ar memeus santimant; 3na rit netra dre zisput; na dre fougeerez; mes ra zeuio peb hini ac’hanoc’h da gonsideri ar re all, dre humilite, evel gwelloc’h egethan he‐unan. 4Na zellit ket pep hini ac’hanoc’h ouz hoc’h interest hoc’h‐unan, mes ive ouz hini ar re all. 5Bezit enoc’h ar memeus santimanchou evel Jesus‐Christ, 6pehini o veza en doare eun Doue, n’hen deuz ket klasket evel eur preiz da dapout, beza par da Zoue; 7mes en em divisket eo bet heunan, en eur gemer doare eur servicher, o tond da veza henvel ouz an dud; 8hag, o veza kemeret form eun den, ez eo en em izeleet, o tond da veza sentus beteg ar maro, ha zo‐ken maro ar groaz. 9Abalamour da ze ive, Doue hen deuz hueleet meurbed anezhan, hag hen deuz roet dezhan eun hano hag a zo dreist pep hano; 10evit ma teuio peb glin da blega en hano Jesus, en env, ha var an douar, ha dindan an douar, 11ha ma teuio pep teod da anzav penaos Jesus‐Christ eo an Aotrou, evit gloar Doue an Tad.
12Dre‐ze, va breudeur muiakaret, evel ma hoc’h euz sentet a‐viskoas, nann hep‐ken evel em frezans, mes breman kalz muioc’h pa’z oun pell diouzoc’h, labourit evit ho silvidigez gant aoun, hag en eur grena; 13rag Doue eo a ro deoc’h ar volontez hag ar galloud, evel ma plij ganthan. 14Grit pep tra heb murmuri hag heb disput; 15evit ma viot direbech, heb tarch e‐bed, bugale da Zoue, didamal e‐kreiz eur raç corrompet ha fallacr, etouez pere e lugernit evel goulou er bed, o tigas enhan ar gomz a vuez; 16en hevelep doare ma c’hellin, en dervez ar C’hrist, en em c’hlorifia, dre n’am bezo ket redet, na labouret en vên. 17Ha memeus mar deu va goad da veza skulliet var ar sacrifis hag an œuvr euz ho feiz, em euz joa a gement‐se, hag en em rejouissa a ran ganeoc’h holl. 18C’houi ive evel‐se, kemerit levenez, hag en em rejouissit assambles ganen.
19Hogen esperoud a ran, en Aotrou Jesus‐Christ, e kassin hep‐dale Timoteus d’ho kavoud, evit m’am bezo ive courach, o klevet deuz ho kelou. 20Rag n’am euz den hag a vez ken accord ganen, evit kemer sourci a‐walc’h euz ar pez a zell ouzoc’h; 21rag holl e klaskont ho interest ho‐unan, ha nann hini Jesus‐Christ. 22Gouzoud a rit ez eo bet amprouvet, pa’z eo gwir ez eo en em lakeat assambles ganen e servich an Aviel, evel eur bugel gant he dad. 23Esper em euz eta d’hen kas d’ho kavout kerkent ha m’em bezo gwelet e pe stad ema va afferou; 24ha beza em euz fizians en Aotrou, penaos e teuin ive va‐unan hep‐dale. 25Mes sonjet em euz koulskoude e oa red kas deoc’h Epaphroditus, va breur, va c’hen‐labourer, ha va c’hompagnon a‐vrezel, an hini a zo kannad deoc’h, hag hen deuz va zicouret em ezomou; 26rag eur c’hoant vraz hen doa d’ho kwelet holl, ha poan vraz a rea ganthan ho poa klevet e oa bet klanv. 27Klanv eo bet, en gwirionez, ha darbet dezhan mervel; mes Doue hen deuz bet truez outhan; ha n’e ket outhan hep‐ken, mes ive ouzin‐me, evit n’am bije ket tristidigez var dristidigez. 28Kasset em euz eta anezhan gant kalz a hast, evit m’ho pezo joa ouz hen gwelet, ha m’am bezo va‐unan neubeutoc’h a dristidigez. 29Digemerit eta anezhan en Aotrou gant pep levenez, ha diskouezit eun istim vraz evit ar seurt tud‐se. 30Rag bet eo tost d’ar maro evit œuvrar C’hrist, o veza lakeat he vuez en danjer, evit gallout renta d’in ar zervich ne oac’h ket hoc’h‐unan evit renta.