1A‐hend‐all, va breudeur, en em rejouissit en Aotrou. Ne skuizan ket, evidoun‐me, o scriva deoc’h ar memeus traou, hag evidoc’h‐hu, kement‐se eo hoc’h assurans. 2Likit evez ouz ar chass; likit evez ouz an droug‐oberourien; likit evez ouz ar fals circoncision. 3Rag ni eo ar gwir circoncision, ni pere a zervich Doue en spered, hag en em c’hlorifi en Jesus‐Christ, ha ne lekeomp ket hor fizians er c’hig, 4petra‐benag ma c’halljen‐me ive kaout fizians er c’hig. Mar d’euz unan‐benag hag a zonj dezhan ec’h hell fizioud er c’hig, me a hell hen ober c’hoas muioc’h, 5me, pehini a zo bet circonciset an eizved devez, euz a lignez Israel, hag euz a dribu Benjamin, eun Hebreat, ganet euz eun Hebreat; evit ar pez a zell al lezen, eur Farizian; 6evit ar pez a zell va aket e‐kenver va relijion, o veza persecutet an Iliz; evit ar pez a zell ar justis hervez al lezen, direbech. 7Mes an traou‐ze holl, pere a oa eur gounid evidoun, em euz ho c’honsideret evel eur c’holl, abalamour d’ar C’hrist. 8Ouzpen‐ze, evel eur c’holl e consideran pep tra, abalamour da excellans an anaoudegez euz a Jesus‐Christ, va Aotrou, evit pehini em euz kollet pep tra, hag ho c’honsideri a ran evel skubien, evit galloud gounid ar C’hrist, 9ha beza kavet enhan, o kaout nann va justis va‐unan, a zo hervez al lezen, mes an hini a zeu dre ar feiz er C’hrist, ar justis euz a Zoue dre ar feiz; 10evit ma c’hallin anaoud ar C’hrist, hag anaoud ar vertuz euz he resurrection, ha kaoud lod en he zouffransou, o tond da veza henvel outhan en he varo; 11evit erruout, mar gallan, da resurrection ar re varo. 12N’e ket ma ven dija erruet beteg ar pal, na ma ven deuet d’ar stad a berfection, mes redec a ran gant va holl nerz, evit gallout cregi er priz; hag abalamour da ze eo hen deuz ar C’hrist tapet crog enoun. 13Breudeur, evidoun‐me, a ziwall da gredi em befe evit c’hoas tapet ar priz; 14mes setu aman ar pez a ran: en eur ankounac’haad an traou a zo var va lerc’h, hag oc’h avans var‐zu ar re a zo dirazoun, e redan gant ardor etrezeg ar but, evit ar priz euz ar c’halvedigez celestiel a Zoue en Jesus‐Christ.
15Ni holl eta pere a zo parfet, kemeromp ar zantimant‐man enomp; ha mar sonjit en eur feçon all var eun dra‐benag, Doue hen diskouezo ive deoc’h. 16Koulskoude er poent m’az omp erruet, kerzomp hervez ar memeus reglen, ha dalc’homp ar memeus santimanchou. 17Breudeur, heullit holl an exempl a roan deoc’h, ha sellit ouz ar re a vale hervez ar skouer hoc’h euz enomp. 18Rag beza ez euz kalz, hen lavaret em euz deoc’h alies, ha breman hen lavaran adare, en eur wela, hag a vale evel enebourien euz a groaz ar C’hrist; 19ar fin euz ar re‐ze a vezo ar gollidigez; ober a reont ho Doue euz ho c’hov, lakaad a reont ho gloar er pez a ra ho dizhenor, ho c’halon a zo stag ouz traou an douar. 20Mes evidomp‐ni a zo bourc’hizien an env; a be leach ive e c’hortozomp ar Zalver, an Aotrou Jesus‐Christ, 21pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.