CHABISTR XII.
1Hogen, eur sin braz a oe gwelet en env, eur vreg gwisket gant an heol, hag al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzec stereden. 2Brazez e oa, hag e crie gant ar goentrou hag ar boan o wilioudi. 3Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou; 4hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi. 5Hogen genel a reaz eur mab, pehini a dlie gouarn an holl boblou gant eur wialen houarn, hag he bugel a oe savet d’an neac’h etrezeg Doue hag etrezeg he dron; 6hag ar vreg a dec’haz en eun dezert, en pe leac’h hen doa preparet Doue eur plas dezhi, evit ma vije maget eno e‐pad mil daou c’hant ha tri‐ugent devez.
7Neuze e oe eur brezel en env. Mikeal hag he elez a gombatte a‐enep an aerouant; hag an aerouant a gombatte gant he elez. 8Hag elez an aerouant ne oent ket arc’hrenva, ha ne oe mui kavet ho flas en env. 9Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan. 10Neuze e kleviz en env eur vouez vraz, hag a lavare: Breman eo deuet ar zilvidigez hag an nerz, ha rouantelez hon Doue, ha galloud he Ghrist; rag tamaller hor breudeur, an hini a damalle anezhe noz‐deiz dirag hon Doue, a zo bet taolet d’an traon. 11Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro. 12Ragse en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Malheur deoc’h‐hu pere a choum var an douar ha var ar mor; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’houzout penaos eo arru ber he amzer.
13Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab. 14Mes roet e oe d’ar vreg diou‐askel an egl braz, evit ma c’halje nijal d’an dezert, d’he flas he‐unan, e pe leac’h e oe maget e‐pad eun amzer, hag amzeriou, hag an hanter euz a eun amzer, pell diouz prezans ar serpant. 15Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster. 16Mes an douar a zicouraz ar vreg, hag an douar a zigoraz hag a lounkaz ar ster hen doa an aerouant taolet euz he c’henou. 17An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus‐Christ.
Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor;