Apocalyps 15
CHABISTR XV.
1Hag e veliz en env eur burzud all braz ha souezus: seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza; rag dreizhe eo accomplisset coler Doue.
2Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket gant tan; hag ar re ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, en em zalc’he var ar mor gwer‐ze, ha telennou Doue ganthe. 3Hag e canent cantic Moises, servicher Doue, ha cantic an Oan, en eur lavaret: Braz hag admirabl eo da oberou, O Aotrou Doue holl‐c’halloudec! Just ha gwir eo da hentchou, O Roue ar zent! 4Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano? Rag te hep‐ken a zo santel; evel‐se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.
5Goude‐ze e selliz ha setu an templ euz a danten an desteni a zigoraz en env. 6Hag ar seiz eal, pere a zalc’he ar seiz gouli, a zeuaz er meaz euz an templ, gwisket gant lin glan ha gwenn‐kan, ha gourizet var boul ho c’halon gant gourizou aour. 7Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz eal seiz scudel aour leun a goler an Doue a vev da virviken. 8Hag an templ a oe karget a voged abalamour da c’hloar Doue ha d’he c’halloud; ha den na hellaz mond ebarz an templ ken na oe accomplisset ar seiz gouli euz ar seiz eal.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.