1Goude kement‐se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz: Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man. 2Ha kerkent e oenn ravisset en spered; hag e veliz eun tron savet en env, hag unan azezet var an tron‐ze. 3Hag an hini a oa azezet, a zeblante beza henvel ouz eur mean jasp ha sardoin; hag eur ganeveden a oa en‐dro d’an tron, ha da velet e oa henvel ouz eur mean emeraud. 4En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour. 5Hag euzan tron e teue luc’hed, ha kurunou ha moueziou; ha dirag an tron e teve seiz lamp ardant, pere a zo ar seiz spered a Zoue. 6Bez’ e oa ive dirag an tron eur mor gwer henvel ouz cristal, hag e‐kreiz an tron hag en‐dro d’an tron, pevar aneval leun a zaou‐lagadou araog hag adren. 7Ar c’henta aneval a oa henvel ouz eul leon; an eil aneval a oa henvel euz eul leue; an tredeaneval hen doa eur vizach henvel ouz hini eun den; hag ar pevare aneval a oa henvel ouz eun egl o nijal. 8Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini A OA, A ZO, hag A VEZO! 9Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken, 10ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret: 11Dign oud, Aotrou da receo ar gloar, hag an henor hag ar galloud; rag te ec’h euz crouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint, hag ez int bet crouet.