Apocalyps 9
CHABISTR IX.
1Hag ar pemved eal a zonaz gant he drompil, hag e veliz eur stereden kwezet euz an env d’an douar; hag alc’houez punz an abim a oe roet d’an eal‐ze. 2Hag e tigoraz punz an abim, hag e savaz euz ar punz eur vogeden, henvel ouz moged eur forn vraz; hag an heol hag an ear a oe tenvaleet gant ar moged euz ar punz; 3hag euz ar moged‐se e teuaz killeienraden pere a zeuaz da c’holo an douar; ha roet e oe dezhe eur galloud henvel ouz galloud ar scorpioned euz an douar. 4Hag e oe lavaret dezhe diwall da ober droug e‐bed d’ar yeot euz an douar, na da netra a c’hlaz, na da vezen e‐bed; nemed hep‐ken d’an dud n’ho deuz ket siel Doue var ho zal. 5Hag e oe roet dezhe ar galloud, nann d’ho laza, mes d’ho zourmanti e‐pad pemp mis, hag ho zourmant a oa henvel ouz an hini a ra ar scorpion pa ro eun taol‐flem da eun den. 6En deiziou‐ze an dud a glasko ar maro, ha n’her c’havint ket; hag e c’hoantaint mervel, mes ar maro a dec’ho kuit diouthe. 7Ar c’hilleien‐radenman a oa henvel ouz kezec prest evit ar brezel; bez’ e oa var ho fennou evel curunennou henvel ouz aour, hag ho bizach a oa henvel ouz bizach tud. 8Bleo ho doa hag a oa evel bleo merc’hed, hag ho dent a oa henvel ouz dent leoned. 9Beza ho doa cuirasennou evel cuirasennou houarn; hag an drouz euz ho diou‐askel a oa henvel ouz trouz kirri ha kalz a gezec o redec d’ar brezel. 10Beza ho doa lostou henvel ouz lostou ar scorpioned, hag eur flem en ho lost; hag ho galloud a oa da noazoud d’an dud e‐pad pemp mis. 11Beza ho doa varnezhe eur roue, eal an abim, galvet enn hebreach Abaddon, hag en gregach Apollyon (Distrujer).
12Ar c’henta gwalen tremenet, setu ma teu c’hoas diou walen all goude honnes.
13Hag ar c’houec’hved eal a zonaz gant he drompil; hag e kleviz eur vouez o tond euz a bevar c’horn an aoter aour a zo dirag Doue, 14hag a lavare d’ar c’houec’hved eal a oa an drompil ganthan: Tenn ho liammou d’ar pevar eal a zo stag var ar ster vraz Euphrates. 15Kerkent e oe distaget ar pevar eal pere a oa prest d’an heur, d’an deiz, d’ar mis, d’ar bloaz, da laza an derved loden euz an dud. 16Hag an niver euz a gavalierien an arme‐ze a oa daou c’hant milion; rag klevet a riz an niver anezhe. 17Hogen evel‐hen e veliz ar c’hezec er vision; ar re a oa var ho c’hein ho doa cuirasennou a liou tan hag hyacinth ha soufr; pennou ar c’hezec a oa henvel ouz pennou leoned, hag euz ho genou e teue tan, ha moged, ha soufr. 18An drederen euz an dud a oe lazet gant an tri dra‐man, gant an tan, gant ar moged, ha gant ar soufr a zeue er meaz euz ho genou. 19Rag ho galloud a oa en ho genou, hag en ho lostou, hag ho lostou, henvel ouz serpanted, ho doa pennou; ha gant ar re‐man e reant drouk. 20Hag ar rest euz an dud pere ne oant ket lazet gant ar gwalennou‐man n’ho doe ket a geuz euz a oberou ho daouarn, evit paouez da adori an diaoulou hag an idolou aour, hag arc’hant, ha mean ha coat, pere na hellont na gwelet, na klevet, na bale. 21N’ho doe ket a geuz euz ho lazerezou, nag euz ho zorselachou, nag euz ho libertinach, nag euz ho laeronsiou.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.