CHABISTR I.
1Paol, servicher da Jesus‐Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue, 2an Aviel prometet dija ganthan dre he brofeted, 3er Scrituriou‐sacr, hag a gomz divarben he Vab, ganet euz a lignez David hervez ar c’hig, 4hag, hervez ar spered a zantelez, discleriet da veza Mab Doue en eun doare galloudus meurbed, dre he resurrection a‐douez ar re varo, da lavaret eo, Jesus‐Christ hon Aotrou, 5dre behini hon euz recevet ar c’hras hag ar garg a Abostol, evit digas da blega d’ar feiz en he hano an holl Jentiled; 6euz an niver a bere ez oc’h ive, c’houi pere a zo bet galvet gant Jesus‐Christ; 7d’an holl dud muia‐karet gant Doue, pere a zo galvet, ha d’ar zent a zo e Rom; ra vezo ar c’hras hag ar peoc’h ganeoc’h a‐berz Doue hon Tad, hag a‐berz an Aotrou Jesus‐Christ!
8Araog pep tra, e rentan gras evidoc’h holl d’am Doue, dre Jesus‐Christ, abalamour ma’z eo ho feiz brudet dre ar bed holl. 9Rag Doue, pehini a zervichan em spered en Aviel he Vab, a zo test d’in e ran heb ehan memor ac’hanoc’h em fedennou, 10o c’houlen bepred diganthan ar c’hras da hellout, mar d’eo he volontez, dond a‐ben da gavoud eun occasion favorabl‐benag da vond d’ho kwelet; 11rag c’hoant braz em euz d’ho kwelet, evit rei lod deoc’h euz a eun donezon spirituel‐benag, evit ma viot krenveet, 12da lavaret eo, evit, pa vezin en ho touez, ma en em gonzolimp assambles dre ar feiz a zo commun etrezomp holl, deoc’h kerkoulz ha d’in‐me.
13Hogen, breudeur, ne fell ket d’in e tremenfec’h heb gouzoud em euz alies lakeat em sonj mond d’ho kavoud, evit gallout dastum eur frouezen‐benag en ho touez, evel e‐touez an nationou all; mes beteg‐hen eo bet harzet ouzin kement‐se. 14Dleour oun d’ar Greked kerkoulz ha d’ar Varbared, d’an dud gwiziec kerkoulz ha d’ar re ignorant. 15Dre‐ze, en kement ha m’az eo em galloud, ez oun prest da annons an Aviel deoc’h‐hu ive, pere a zo e Rom.
16Rag n’em euz ket a vêz euz a Aviel ar C’hrist, rag galloud Doue eo evit silvidigez d’ar re holl a gred, d’ar Judeo da genta, ha d’ar Grek goude‐ze. 17Rag enhan ez eo dizoloet eur justis euz a Zoue, hag a zo dre ar feiz hag evit ar feiz, hervez m’az eo scrivet: An den just a vevo dre ar feiz.
18Rag coler Doue en em ziskouez euz an env a‐enep holl impiete hag injustis an dud, pere dre fallentez a stourm ouz ar wirionez, 19rag ar pez a heller da anaoud divarben Doue a zo lakeat sclear dirazhe, rag Doue hen deuz hen diskouezet dezhe. 20Rag ar perfectionou invisibl a Zoue, he c’halloud eternel hag he zivinite, a veler ker sclear ha gant an daou‐lagad, abaoe ma’z eo bet crouet ar bed, pa zeller outhe dre he oberou, en hevelep doare ma’z int heb escuz; 21rag goude beza anavezet Doue, n’ho deuz ket glorifiet anezhan evel Doue, ha n’ho deuz ket rentet grasou dezhan: er c’hontrol, en em faziet int bet en ho zonjezonou, hag ho c’halon dibourvez a skiant‐vad a zo bet karget a devalijen. 22O pretanti beza ho‐unan tud fur, ez int deuet da veza zot; 23hag ho deuz troet gloar an Doue immortel en imach an den mortel, hag en imachou lapoused, ha loened a bevar droad, hag a amprevaned.
24Abalamour da ze ive, Doue hen deuz ho livret, hervez gwall‐ioulou ho c’halon, da eul louzdoni ker braz, ma ho deuz dishenoret ho c’horfou ho‐unan; 25int pere ho deuz lakeat ar gaou en plas gwirionez Doue, hag ho deuz adoret ha servichet ar c’hrouadureleac’h ar C’hrouer, pehini a zo benniget da viken. Amen! 26Abalamour da ze eo hen deuz Doue ho abandonet da ioulou mezus; rag memeus ho gragez en ho zouez ho deuz chenchet an usach naturel en eun all a zo a‐enep an natur. 27Er memeus doare ive, ar oazed, o tilezel an usach naturel euz ar vreg, ho deuz devet en ho c’hoantou an eil e‐kenver egile, o commetti goaz gant goaz traou iffam, hag o receo enhe ho‐unan ar recompans a oa dleet d’ho gwall‐fazi. 28Hag, evel n’ho doa sourci e‐bed da anaoud Doue, Doue hen deuz livret anezhe da eur spered a zireizted, en hevelep doare ma reont traou mezus. 29Leun int a bep seurt injustis, a louzdoni, a fallentez, a avaristed a valis; leun a avi, a vuntrerez, a zisput, a dromplerez, hag a zrougviez; 30flaterien, droug‐prezegerien, enebourien da Zoue, brutal, ourgouillus, vên, ivanterien fallagriezou, dizent d’hozadou ha d’ho mammou; 31diskiant, disleal, hep karantez naturel, criz, didruez; 32pere, evithe da c’houzoud hen deuz Doue barnet dign euz ar maro ar re a ra an traou‐ze, a ra anezhe, hag ouzpen‐ze a gav mad ar re ho gra.