Romaned 10
CHABISTR X.
1Breudeur, dezir va c’halon, ha va feden da Zoue evit Israel, eo ma vezint salvet. 2Rag rei a ran an desteni‐man dezhe, penaos ho deuz zêl evit Doue; mes eur zêl heb anaoudegez; 3rag evel na anavezont ket ar justis a Zoue, hag o klask etablissa ho justis ho‐unan, n’ho deuz ket pleget d’ar justis a Zoue. 4Rag ar C’hrist eo ar fin euz al lezen, evit justifia kement den a gred.
5Rag Moises a scriv evel‐hen divarben ar justis a zeu euz al lezen: An den a rai an traou‐man, a vevo dreizhe. 6Mes ar justis a zeu dre ar feiz a gomz evel‐hen: Na lavar ket en da galon: Piou a bigno en env? Lavaret kement‐se eo digas ar C’hrist d’an traon ac’hane; 7pe c’haos: Piou a ziskenno e calon an douar? Kement‐se eo lakaad ar C’hrist da zevel adouez ar re varo. 8Petra eta a lavar‐hi? Ar ger a zo tost d’id, en da c’henou hag en da galon. Setu eno ger ar feiz a brezegomp. 9Lavaret a ra penaos mar deuez da anzav a c’henou ez eo Jesus an Aotrou, ha mar credez en da galon hen deuz Doue savet anezhan adouez ar re varo, e vezi salvet. 10Rag euz ar galon e creder, evit kaoud ar justis, ha gant ar genou eo ec’h anzaver, evit kaoud ar zilvidigez. 11Rag ar Scritur a lavar: Piou‐benag a gred enhan, n’hen devezo ket a leac’h da gaoud mêz.
12Rag n’euz ket a zifferans etre ar Judeo hag ar Grek, rag holl ho deuz ar memeus Aotrou, pehini a zo pinvidic evit ar re holl a c’halv anezhan. 13Rag piou‐benag a c’halvo hano an Aotrou, a vezo salvet.
14Penaos eta e c’halvint‐hi an hini en pehini n’ho deuz ket credet? Ha penaos e credinthi en hini euz a behini n’ho deuz ket klevet komz? Ha penaos e klevint‐hi, ma ne vez den da brezeg? 15Ha penaos e vezo prezeget, ma ne vez digasset den? evel ma’z eo scrivet: Na peger kaer eo treid ar re a zigas ar c’helou mad euz ar peoc’h, ar re a annons traou mad! 16Mes n’ho deuz ket sentet holl ouz an Aviel; rag Izaias a lavar: Aotrou, piou hen deuz credet d’ar pez hon euz‐ni prezeget?
17Evel‐se eta, ar feiz a zeu euz ar pez a glever, hag ar pez a glever, a zeu euz a c’her Doue. 18Mes me her goulen, ha n’ho deuz‐hi ket her c’hlevet? Eo zur, ho mouez a zo eat dre ar bed holl, hag ho c’homzou beteg ar pennou pella euz ar bed. 19Me her goulen c’hoas: Daoust hag Israel n’hen deuz ket bet a anaoudegez euz ar ger‐ze? Da genta Moises a lavar: Me a lakai ar jalouzi da zevel enoc’h dre eur bobl ha n’eo ket va fobl; lakaad a rin droug da zevel enoc’h dre eur bobl dibourvez a skiant. 20Hag Isaias hen deuz an hardiegez da lavaret: Kavet oun bet gant ar re na glaskent ket ac’hanoun, anavezet oun bet gant ar re na c’houlennent ket divar va fen. Mes divarben Israel, e lavar: Ahed an deiz em euz astennet va daouarn var‐zu eur bobl pehini a stourm ha na zent ket.
This historical text was first published by the British and Foreign Bible Society in 1897 and reprinted in 1935. It is maintained by the Bible Society.