CHABISTR XII.
1Ho pedi a ran eta, breudeur, dre an drugarezou a Zoue, da rei ho corfou en sacrifis beo, santel, hag agreabl da Zoue, rag evel‐se e tere ouzoc’h hen servicha. 2Ha na gemerit ket skouer var ar bed‐man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.
3Hogen, lavaret a ran da bep hini ac’hanoc’h, dre ar c’hras a zo bet roet d’in, diwall da gaoud anezhan he‐unan eun istim brassoc’h eged n’eo dleet, mes kaout santimanchou deread, hervez ar muzur euz ar feiz a zo bet roet da bep hini. 4Rag, evel ma hon euz en eur c’horf hep‐ken kalz a izili, ha n’ho deuz ket an holl izili‐ze ar memeus labour da ober; 5evel‐se ni, petra‐benag ma’z euz kalz ac’hanomp, ez omp eur c’horf hep‐ken er C’hrist; hag ez omp pep hini ac’hanomp izili an eil d’egile; 6mes evel ma hon euz donezonou dishenvel, hervez ar c’hras a zo bet roet deomp, greomp usach anezhe, mar d’eo an donezon a brofesi, en eur exerci anezhi hervez muzur ar feiz; 7pe a zervich Doue, oc’h en em rei d’ar zervich‐se; pe a instruction, en eur instrui; pe a exhortation, en eur exhorti. 8Ra zeuio an hini a zistribu an aluzennou, d’hen ober gant lealded; an hini a zo lakeat da brezidant, da ober he garg gant evez; an hini a ra œuvrou a vizericord, d’ho ober gant joa.
9Ra vezo ar garantez leal. Kemerit kas ouz an droug, en em stagit ferm ouz ar mad. 10Evit ar pez a zell ouz ar garantez etre breudeur, bezit leun a deneredigez an eil evit egile. Er pez a zell ar respet, bezit leun a volontez vad an eil e‐kenver egile, 11Na vezit ket didalvez e‐kenver ar zêl. Bezit leun a fervor en ho spered; servichit an Aotrou. 12Bezit joaüs en esperans, leun a batianted en afflictionou, ha kendalc’hit er beden. 13Kemerit perz en ezomou ar zent; bezit prim da zigemer en ho ti. 14Bennigit ar re a deu d’ho persecuti; bennigit, ha na roit ket ho malloz. 15Bezit laouen gant ar re a zo laouen, ha gwelit gant ar re a zo o wela. 16Ra vezo ar memeus santimanchou etrezoc’h; na glaskit ket ar grandeuriou, mes en em gontantit euz an traou izel; na vezit ket fur dirag ho taou‐lagad hoc’h‐unan.
17Na rentit da zen an droug evit an droug; en em stagit ouz ar pez a zo mad dirag an holl dud. 18Mar d’eo possubl, hag en kement ha ma tepant ouzoc’h, bevit en peoc’h gant an holl dud. 19N’en em venjit ket hoc’h‐unan, va breudeur muia‐karet, mes lezit ar goler a Zoue da ober kement‐se; rag scrivet eo: Ar venjans a zo d’in‐me; me he rento, eme an Aotrou. 20Rag‐se, mar hen deuz da enebour naoun, ro da zibri dezhan; mar hen deuz sec’hed, ro da eva dezhan; rag en eur ober evel‐se, e tastumi glaou‐tan var he ben. 21Na lez ket an droug da veza treac’h d’id; mes treac’h an droug gant ar mad.