CHABISTR III.
1Pe seurt avantach eta hen deuz ar Judeo var ar re all, pe pe seurt profit a dennont‐hi deuz ar circoncision? 2Braz eo e pep doare, ha dreist holl o veza ma eo bet fiziet enhe komzou Doue. 3Mes, a lavarfot‐hu, mar d’euz eur rebenag ha n’ho deuz ket credet, daoust hag ho incredulite a rento di‐c’hallout ar fidelite a Zoue? 4Pell ac’hane! Mes ra vezo Doue anavezet gwirion, ha peb den gaouiad, hervez ma’z eo scrivet: Evit ma vezi kavet just en da gomzou, ha ma c’hounezi da broces pa vezi barnet.
5Mes mar deu hon injustis da ziskouez sclearoc’h ar justis a Zoue, petra a livirimp‐ni? Daoust ha Doue n’eo ket injust pa ra deomp santoud he goler? (E giz an den e komzan.) 6Pell ac’hane! Rag ma vije injust, penaos e varnje Doue ar bed? 7Mes mar deu gwirionez Doue, dre va gaou‐me, d’en em ziskouez c’hoas sclearoc’h, evit he c’hloar, perag ez oun‐me c’hoas condaonet evel pec’her? 8Ha perag ne rafemp‐ni ket an droug, evit ma teui ar vad anezhan, evel ma’z euz tud hag a assur e leveromp, en eur droug‐komz ac’hanomp? Tud hag a zo just ho c’hondaonation.
9Petra ’ta, a lavarfomp‐ni? ha gwelloc’h ez omp‐ni eged ar Jentiled? E nep doare; rag diskouezet hon euz dija penaos ema an holl, ar Judevien kerkoulz hag ar Greked, dindan ar pec’hed, 10hervez ma’z eo scrivet: N’euz den just e‐bed, nann, hini e‐bed. 11N’euz den hag hen deuz comprenezon; den hag a glask Doue. 12Holl ho deuz kollet ho hent, hag ez int holl en em gorrompet assambles; n’euz hini anezhe hag a ra ar mad, n’euz ket unan zo‐ken. 13Ho gouzoug a zo eur bez digor; lakeat ho deuz ho zeod da zervicha da dromplerez; dindan ho muzellou ez euz eur vulum aspic. 14Ho genou a zo leun a valloz hag a c’houervder. 15Ho zreid a zo skanv evit mond da skullia goad. 16An dezolation hag ar vizer a zo en ho henchou. 17N’ho deuz ket anavezet hent ar peoc’h. 18N’ema ket doujans Doue dirag ho daou‐lagad. 19Hogen, gouzoud a reomp penaos kement tra a lavar al lezen, hen lavaret a ra d’ar re a zo dindan al lezen, evit ma vezo serret pep genou, ha ma vezo ar bed holl anavezet evit beza coupabl dirag Doue. 20Rag den e‐bed na vezo justifiet dirazhan dre oberou al lezen; rag dre al lezen eo e teu an anaoudegez euz ar pec’hed.
21Mes breman, heb al lezen, eo bet dizoloet eur justis euz a Zoue (da behini al lezen hag ar brofeted a rent testeni); 22eur justis euz a Zoue, a lavaran, dre ar feiz en Jesus‐Christ, d’ar re holl ha var ar re holl pere a gred; 23rag n’euz differans e‐bed etre an dud, pa’z eo gwir ho deuz holl pec’het, ha ma’z int privet euz a c’hloar Doue, 24ha ma’z int justifiet en gratis dre he c’hras, dre ar redemption a zo en Jesus‐Christ, 25pehini a oa bet lakeat gant Doue da veza eur sacrifis a beoc’h, dre ar feiz en he oad, evit diskouez he justis dre ar pardon euz ar pec’hejou tremenet, great en amzer ar batianted a Zoue; 26evit diskouez, a lavaran, he justis en amzer a zo o ren, evit beza he‐unan anavezet da veza just, ha da veza an hini a justifi an den hen deuz feiz en Jesus.
27Pe leac’h eta ema ar sujet d’en em c’hlorifia? Taolet eo er meaz. Dre be seurt lezen? Dre lezen an oberou? Nann, mes dre lezen ar feiz.
28Dre‐ze eta e varnomp penaos an den a zo justifiet dre ar feiz, heb oberou al lezen. 29Doue hag hen a zo hep‐ken Doue ar Judevien? Daoust ha n’eo ket hen ive Doue ar Jentiled? Eo zur! Doue ar Jentiled eo ive; 30rag beza ez euz eun Doue hep‐ken, pehini a justifio ar re circonciset dre ar feiz, hag ar re dicirconcis dre ar feiz.
31Daoust ha dre ar feiz e tiskaromp al lezen? Pell ac’hane! Er c’hontrol, krenvaad a reomp al lezen.