CHABISTR V.
1O veza eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus‐Christ, 2pehini hen deuz lakeat ac’hanomp da gaoud, dre ar feiz, an antre er c’hrasse, en pehini e chomomp stard, ha d’en em c’hlorifia en esperans euz a c’hloar Doue; 3ha n’eo ket en kement‐se hep‐ken, mes en em c’hlorifia a reomp c’hoas en afflictionou, o c’houzout penaos an affliction a zigas ar batianted, 4hag ar batianted ar vertuz amprouvet‐mad, hag ar vertuz amprouvet‐mad an esperans. 5Hogen, an esperans n’ed eo ket tromplus, rag karantez Doue a zo skulliet en hor c’halonou, gant ar Spered‐Santel a zo bet roet deomp.
6Rag, pa oamp c’hoas hep nerz, ar C’hrist a varvaz en he amzer, evit ar bec’herien. 7Rag, dies e vefe kavoud eun den contant da vervel en plas eun den just; marteze c’hoas e rafe unan‐benag kement‐se evit eun den mad. 8Mes en kement‐man e tiskouez Doue he garantez en hon c’henverni ma’z eo marvet ar C’hrist evidomp pa oamp c’hoas pec’herien. 9O veza eta justifiet breman dre he oad, kent a ze, e vezimp salvet dre enhan euz ar goler a Zoue. 10Rag, mar d’omp bet, pa oamp c’hoas inimied, unanet a‐nevez gant Doue dre varo he Vab; kent a ze, o veza dija unanet ganthan, e vezimp salvet dre he vuez.
11N’eo ket an dra‐ze hep‐ken; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue.
12Dre‐ze, evel ma’z eo dre eun den hep‐ken ez eo deuet ar pec’hed er bed, hag ar maro dre ar pec’hed; evel‐se ive ar maro a zo deuet d’en em asten var an holl dud, rag holl ho duez pec’het. 13Rag ar pec’hed a oa er bed araog al lezen; mes ar pec’hed na vez ket countet, pa ne vez lezen e‐bed. 14Koulskoude ar maro hen deuz renet adaleg Adam bete Moises, var ar re memeus n’ho doa ket pec’het dre eun tor‐lezen henvel ouz hini Adam, ar skeuden euz an hini a dlie da zond.
15Mes ne c’hoarvez ket gant an donezon evel gant ar pec’hed. Rag, mar d’eo bet pec’hed unan pen‐caoz da varo kalz, kent a ze gras Doue, hag an donezon euz ar c’hras pehini a zeu euz a eun den hep‐ken, da lavaret eo Jesus‐Christ, a zo en em skulliet en abondans var galz a dud!
16Ha ne c’hoarvez ket gant an donezon‐ze, even gant ar pez a zo arruet dre ar pec’hed euz a unan hep‐ken; rag ar setans a gondaonation a zeu dre eur pec’hed hep‐ken; mes an donezon euz ar c’hras a justifi an den, goude ma’z euz kalz a bec’hejou. 17Rag, mar d’eo deuet ar maro da ren abalamour da bec’hed unan hep‐ken, dre an den‐ze hep‐ken, kent a ze, ar re a receo an abondans euz ar c’hras hag euz an donezon a justis, a reno er vuez dre unan hep‐ken, da lavaret eo, dre Jesus‐Christ!
18Evel‐se eta, mar d’eo bet eur pec’hed hep‐ken pen‐caoz da gondaonation an holl dud, evel‐se ive, dre justis unan hep‐ken, a recevo an holl dud ar justification a behini a teu ar vuez. 19Rag, evel dre dizentidigez eun den hep‐ken kalz a zo bet lakeat da veza pec’herien, evel‐se ive dre zentidigez unan hep‐ken kalz a vezo lakeat da veza just.
20Hogen, al lezen a zo deuet evit lakaad ar pec’hed da greski; mes el leac’h ma hen deuz ar pec’hed cresket, ar c’hras he deuz cresket c’hoas muioc’h, 21evit ma teuje ar c’hras, evel ma hen deuz renet ar pec’hed evit rei ar maro, da ren ive dre ar justis, evit rei ar vuez eternel, dre Jesus‐Christ hon Aotrou.