CHABISTR I.
1Er pen kenta Doue a grouaz an env hag an douar.
2Hogen an douar a oa goullo ha noaz, hag an devalijen a oa var-c’horre an dounder, ha Spered Doue a chournije a-uz an doureier.
3Ha Doue a lavaraz: Ra vezo ar sclerijen; hag e savaz ar sclerijen.
4Ha Doue a velaz e oa mad ar sclerijen; ha Doue a zispartiaz ar sclerijen diouz an deva-lijen.
5Ha Doue a hanvaz ar sclerijen, deiz; hag e c’hanvaz an devalijen, noz. Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin; hennes a oe an dervez kenta.
6Neuze Doue a lavaraz: Ra vezo eun oabl etre an doureier, ha ra vezo dispartiet an doureier diouz an doureier.
7Ha Doue a reaz an oabl, hag a zispartiaz an doureier a zo dindan an oabl diouz ar re a zo a-uz an oabl; hag e oe great evel-se.
8Ha Doue a hanvaz an oabl, env. Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin; hennes a oe an eil dervez.
9Neuze Doue a lavaraz: Ra zeuio an doureier a zo dindan an env d’en em zastum en eul leac’h hepken, ha ra zeuio an douar seac’h d’en em ziskouez; hag e oe great evel-se.
10Ha Doue a hanvaz al leae’hiou seac’h, douar, hag a roaz d’an doureier dastumet an hano a vor; ha Doue a velaz e oa mad kement-se.
11Neuze Doue a lavaraz: Ra zeuio an douar da rei yeot glaz, louzou hag had enhe, gwez-frouez ha frouez enhe hervez ho wenn, hag a vezo ho had enhe ho-unan var an douar; hag e oe great evel-se.
12Hag an douar a daolaz yeot glaz, louzou hag ho had enhe hervez ho wenn, ha gwez-frouez ha frouez enhe, pep frouezen o tougen had hervez he wenn; ha Doue a velaz e oa mad kement-se.
13Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin; hennes a oe an trede dervez.
14Neuze Doue a lavaraz: Ra vezo goulaou e bolz an envou, evit dispartia an deiz diouz an noz, evit beza siniou hag evit merka an amze-riou, an deiziou hag ar bloaveziou;
15ha ra zervichint da choulou e bolz an envou evit sclerijenna an douar; hag e oe great evel-se.
16Ha Doue a reaz an daou choulaouer braz; ar goulaouer braz evit rên var an deiz, hag ar goulaouer bihan evit rên var an noz; ober a reuz ive ar stered.
17Ha Doue a lakeaz anezlie e bolz an env evit sclerijenna an douar;
18hag evit rên var an deiz ha var an noz, hag evit dispartia ar sclerijen diouz an devalijen; ha Doue a velaz e oa mad kement-se.
19Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin; hennes a oe ar bevare dervez.
20Neuze Doue a lavaraz: Ra zeuio an doureier da rei en abondans loened beo; ha ra zeui lapoused da nijal a-uz d’an donar dindan bolz an env.
21Ha Doue a grouaz ar pesked braz hag an holl anevaled beo ho deuz galloud da finval, peb hini anezhe hervez he wenn, leiz an doureier, ha peb lapous askellec, hervez he wenn; ha Doue a velaz e oa mad kement-se.
22Ha Doue a vennigaz anezhe, en eur lavaret: Creskit, ha dalc’hit da greski an niver ac’hanoc’h ha cargit doureier ar mor, ha ra zeuio al lapou-sed da greski meurbed an niver anezhe var an douar.
23Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin; liennes a oe ar bempved dervez.
24Neuze Doue a lavaraz: Ra zeuio an douar da rei loened beo, hervez ho wenn, loened-craon, amprevaned hag anevaled gwez an douar, peb hini anezhe hervez he wenn; hag e oe great evel-se.
25Ha Doue a reaz an anevaled euz an douar hervez ho wenn, al loened-craou peb hini anezhe hervez he wenn, hag holl amprevaned an donar peb hini hervez he wenn; ha Doue a velaz e oa mad kement-se.
26Neuze Doue a lavaraz: Greomp an den diouz hon imach, henvel ouzomp, ha ra vezo mestr var pesked ar mor ha var lapoused an env, var al loened, ha var an douar holl, ha var an amprevaned a zo o ruza var an douar.
27Ha Doue a grouaz an den diouz he imach; hen croui a reaz diouz imach Doue; croui a reaz anezhe goaz ha maouez.
28Ha Doue a vennigaz anezhe; ha Doue a lava-raz dezhe; Creskit, ha dalc’hit da greski an niver ac’hanoc’h, ha cargit an douar, ha lakit an douar da blega d’ehoc’h, ha bezit mestr var ar pesked euz ar mor, ha var al lapoused euz an env, ha var gement loen a finv var an douar.
29Ha Doue a lavaraz: Setu em euz roet d’ehoc’h peb louzaouen o tougen had var an douar, ha peb gwezen hag a zo enhi frouez o tougen had; ar re-ze a vezo boued d’ehoc’h.
30Ha d’an holl anevaled euz ar maeziou, ha d’an holl lapoused euz an envou, ha da gement tra a finv var an douar hag a zo buez enhan, em euz roet peb yeoten c’hlaz evit magadurez; hag e oe great evel-se.
31Ha Doue a velaz kement hen doa great, ha setu e oa kement-se mad meurbed. Hag e oe eun abardaez, hag e oe eur mintin; hennes a oe ar c’houec’hved dervez.