CHAB. X.
1SETU ama lignez mibien Noe: Sem, Cham ha Japhet da bere e chanaz bugale goude an diluj.
2Mibien Japhet a zo: Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshec, ha Tiras.
3Ha mibien Gomer: Ashkenaz, Riphath, ha Togarma.
4Ha mibien Javan, Elisha ha Tarsis, Kittim ha Dodanim.
5Gant ar re-ze e oe carget a boblou enezennou ar Jentiled, peb hini en he loden douar, ha peb hini hervez he langach, hervez he wenn, hag hervez he vro.
6Ha mibien Cham a zo: Cush, Mitsraim, Put ha Canaan.
7Ha mibien Cush, Seba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteca. Ha mibien Raema, Sheba ha Dedan.
8Ha Cush a oe tad da Nimrod, ar c’henta da veza galloudus var an douar.
9He-man a oe eur gwall chasseour dirag an Aotrou. Evit se eo e leverer: “Chasseour braz dirag an Aotrou, evel Nimrod.”
10He rouantelez, er pen keuta, a oe Babel, Eru, Accad ha Calne, e bro Shinear.
11Euz ar vro-ze ez eaz en Assvria, hag e savaz kear Niniv, Rehoboth-Ir, Calach, ha Resen, etre Niniv ha Calash;
12Honnes eo ar gear vraz.
13Ha Mitsraim a oe tad d’al Ludimed, d’an Anamimed, d’al Lehabimed d’an Naphtuhimed d’ar Pathrusimed,
14d’ar Gasluhimed euz a bere eo deuet ar Philistined, ha d’ar Gaphtorimed.
15Ha Canaan a oe tad da Sidon, he vab hena, ha da Heth;
16d’ar Jebusianed, d’an Amoreaned, d’ar Guir-gasianed;
17d’an Hevianed, d’an Arkianed, d’ar Sinianed;
18d’an Arvadianed, d’an Tsemariaued, d’an Hamathianed. Ha goude-ze famillou ar Gana-need en em zispartiaz.
19Bro ar Gananeed a oe adaleg Sidon, en eur zond etrezeg Guerar beteg Gaza, en eur zond etrezeg Sodom, Gomorrh, Adma, ha Tseboim, beteg Lesha.
20Ar re-ze eo mibien Cham, hervez hofamillou, hervez ho iezou, bo douarou hag ho cheffiadou-tud.
21Da Sem, tad holl vibien Heber, habreur hena da Japhet, e c hauaz ive mibien.
22Mibien Sem eo Elam, Assur, Arpacshad, Lud hag Aram.
23Ha mibien Aram a oe Uts, Hul, Guether ha Mash.
24Hag Arpacshad a oe tad da Shelach, ha Shelach a oe tad da Heber.
25Ha da Heber e chanaz daou vab: bano unan anezhe a zo Peleg (lodenna), rag en amzer hennes eo e oe lodennet an douar; hag hano he vreur a oe Jockthan.
26Ha Jockthan a oe tad da Almonadad, da Sheleph, da Halsarmareth, ha da Jerach;
27da Hadoram, da Uzal, da Dikla, da Obal,
28da Abimael, da Sheba, da Ophir, da Havila, ha da Jobab.
29Ar re-ze holl a zo mibien Jockthan.
30Hag ho bro a oa adaleg Mesha, en eur zond etrezeg Lephar, varzu menez ar Sav-heol.
31Ar re-ze eo mibien Sem, hervez ho famillou, lio iezou, ho douarou hag ho c’heffiadou-tud.
32Setu aze famillou mibien Noe, hervez al lignez anezhe hag ho c’heffiadou-tud; hag euz ar re-ze eo deuet ar boblou a c’holoaz an douar goude an diluj.