CHAB. XX.
1Abraham a ieaz ac’hane da vro ar C’hreiz-deiz, hag e reaz he zemeurans etre Kades ha Shur, nemed ma chomaz eur pennad e Guerar.
2Hag Abraham a lavaraz euz a Sara, he c’hreg: Hou-man a zo c’hoar d’in. Hag Abimelec, roue Guerar a gassaz tud da laeres Sara.
3Mes Doue a deuaz etrezeg Abimelec en eun hunvre, e-pad an noz, hag a lavaraz d’ezhan: Setu aman, te a zo eun den maro abalamour d’ar vaouez ec’h euz kemeret; rag honnes he deuz eur pried.
4Hogen Abimelec ne oa ket bet tosteet outhi. Hag hen o respont: Aotrou, eme-z’han, ha lakaad a ri-te da berissa eur bobl dinam a gement-man?
5Ha n’hen deuz ket lavaret d’in an den-ze: Honnes eo va c’hoar? Hag hi, hi he-unan, n’he deuz-hi ket lavaret; Hennes eo va breur? Gant eur galon eün, ha gant daouarn divlam em euz great ar pez em euz great.
6Ha Doue a lavaraz dezhan en eun hunvre: Me ive a oar ec’h euz great kement-se gant eünder a galon; dre-ze ive em euz miret ouz’id da bec’hi a-eneb d’in; evel-se ive n’em euz ket da lezet da douch outhi.
7Mes breman, ro he c’hreg d’an den-ze, rag hennes a zo eur prophet hag a bedo evid’oud ha ne varvi ket. Mes ma ne rentez ket anezhi, bez sonj e varvi a dra certen, te ha keraent a zo d’id.
8Hag Abimelec a zavaz mintin-mad, hag a c’halvaz he holl zervicherien, hag a roaz d’ezhe da anaoud an holl gomzou-ze; hag an dud-ze a oe strafuillet gant ar spount.
9Neuze Abimelec a c’halvaz, Abraham, hag a lavaraz dezhan: Petra ec’h euz-te great deomp-ni? Hag e pe seurt doare em euz-me bet noazet d’id, mac’h euz tennet var-n’oun ha var va rouantelez eur pec’hed kerbraz? Great ec’h euz d’in eun dra ha na dleer ober da zen e-bed.
10Neuze Abimelec a lavaraz da Abraham: Petra a oa en da spered, oc’h ober evel-se?
11Hag Abraham a respontaz: Evel-hen em euz sonjet enoun va-unan: Sur awalc’h tud ar vro-man n’ho deuz tam doujans Doue en ho c’halon, hag e lazint ac’hanoun evit kaoud va greg.
12Hogen a-hent-all, bez ez eo e gwirionez va choar, o veza merc’h d’am zad; mes n’e ket merc’h d’am mam, hag ez eo deuet da veza va greg.
13Hogen abaoue ma hen deuz great Doue d’in kuitaad ti va zad em euz lavaret d’ezhi: Setu aman ar c’hras a ri d’in: E kement leac’h ma’z aimp, lavar divar va fen: He-man a zo breur d’in.
14Neuze Abimelec a gemeraz denved hag ejened, mevelien ha mitizien, hag ho roaz da Abraham, hag e rentaz dezhan Sara he c’hreg.
15Hag Abimelec a lavaraz: Setu ema va bro etre da zaouarn, kea da chom el leac’h ma kari.
16Ha da Sara e lavaraz: Setu em euz roet d’az preur mil bez arc’hant; kement-se a vezo d’id eur voal var da zaou-lagad, dirag ar re holl a zo ganez; ha diraz’he holl e vezi justifiet.
17Hag Abraham a bedaz Doue; ha Doue a rentaz pare Abimelec, he c’hreg hag he zerviche-rezed, hag ho doe bugale.
18Rag an Aotrou hen doa rentet difrouez holl di Abimelec, abalamour da Zara, greg Abraham.