CHAB. XXIII.
1HOGEN Sara a vevaz seiz vloaz ha c’houec’h ugent; ar re-ze eo ar bloaveziou euz a vuez Sara.
2Ha Sara a varvaz e Kirjath-Arba, pehini eo Hebron, e bro Canaan. Hag Abraham a zeuaz di da zougen kaon var Sara, ha da ouela.
3Neuze Abraham a zavaz a-zirag ar c’horf hag a gomzaz ouz bugale Heth, en eur lavaret:
4Me a zo eun estranjour, eun tremeniad en ho pro; aotreit d’in ar gwir da viret eur bez en ho pro, evit ma c’henterrin corf va fried aman, ha m’hen lammin a-zirag va daou-lagad.
5Ha bugale Heth a respontaz da Abraham en eur lavaret:
6Selaou ac’hanomp, Aotrou; te a zo eur prins a Zoue en hon touez; laka da hini maro er gwella euz hor beziou. Hini ac’hanomp ne refuso d’id he vez evit enteri an hini ec’h euz kollet.
7Neuze Abraham a zavaz hag a zaludaz beteg an douar tud ar vro-ze, da lavaret eo, bugale Heth.
8Hag e lavaraz d’ezhe: Mar d’eo ho trugarez ec’h enterfen hag e lamfeu a-zirag va daou-lagad au hini em euz kollet, selaouit ac’hanoun ha komzit evid’oun da Ephron, mab Tsohar,
9evit ma roio d’in he gavarn e Macpela, a zo er pen pella euz he bark. Plijo ganthan hen gwerza d’in evit ar pez a dal, evit m’em bezo da viken eur bez en ho touez.
10Hogen Ephron a oa azezet e-touez bugale Heth. Hag Ephron, an Hethiad, a respontaz da Abraham dirag bugale Heth, a oa o selaou, dirag ar re holl a dremene dre dor he gear, hag a lavaraz:
11Nann, Aotrou, selaou ac’hanoun: Rei a ran d’id ar park, rei a ran d’id ive ar chavarn a zo ebarz; hen rei a ran d’id dirag bugale va fobl; laka da hini maro en douar.
12Hag Abraham a stouaz d’an douar dirag pobl ar vro-ze;
13hag e komzaz ouz Ephron dirag ar bobl euz ar vro pehini a oa o selaou, hag e lavaraz: Koulskoude, selaou ac’hanoun, me az ped; rei a rin arc’hant d’id evit da bark; kemer anezhe diganen, hag ec’h enterin va hini maro.
14Hag Ephron a respontaz da Abraham,
15en eur Javaret: Va Aotrou, selaou ac’hanoun: eun tam douar a bevar c’hant pez arc’hant, etre te ha me, petra eo an dra-ze? Laka eta da hini maro en douar.
16Hag Abraham a glevaz Ephron, hag Abraham a boezaz da Ephron an arc’hant hen doa lavaret dirag bugale Heth, pevar c’hant pez arc’hant hag a oa arc’hant mad.
17Ha park Ephron, pehini a oa e Macpela, dirag Mamre, ar park, ar c’havarn a oa ebarz, hag ar gwez holl a oa ebarz ar park hag endro d’ezhan,
18a oe anavezet evit beza tra Abraham dirag bugale Heth, dirag ar re holl a dremene neuze dre dor he gear.
19Ha goude-ze Abraham a enteraz Sara, he bried, er c’havarn euz park Macpela, dirag Mamre, pehini eo Hebron, e bro Canaan.
20Hag ar park, hag ar c’havarn a oa ebarz, a oe assuret gant an Hetheaned da Abraham evit kaoud eno eur bez.