CHAB. XXVI.
1HOGEN eur gernez vraz o veza kwezet var ar vro, goude an hini a c’hoarvezaz en amzer Abraham, Isaac a ieaz da gavoud Abimelec, roue ar Philistined e Guerar.
2Hag an Aotrou en em ziskouezaz d’ezhan hag a lavaraz: Diwall da zisken en Egypt, mes chom er vro a ziskouezin d’id.
3Chom eno ha me a vezo ganez, ha me a ven-nigo ac’hanoud. Rag me a roio d’id ha d’az lignez an holl vroiou-man, hag e rin ar pez em euz touet da Abraham, da dad.
4Hag e creskin da lignez evel ar stered euz an envou, hag e roin d’az bugale an holl vroiou-man; hag e vezo benniget en da wenn an holl boblou euz an douar.
5Abalamour m’hen deuz sentet Abraham ouz va mouez, ha ma hen deuz miret mad ar gour-c’hemenou em boa roet d’ezhau, va urzou ha va lezennou.
6-7Isaac a cliomaz eta e Guerar. Ha pa deuaz tud ar vro da c’houlen divarben he bried, e respontaz: Hou-man a zo c’hoar d’in; rag aoun hen doa da lavaret: Greg eo d’in; gant aoun, eme-z’han, ne deufe tud ar vro d’am laza abala-mour da Rebecca; rag hou-man a oa eur vaouez koant.
8Kogen, c’hoarvezoud a reaz, pa oe bet eur pennad mad eno, ma teuaz Abimelec, roue ar Philistined da zellet dre ar prenestr, hag e velaz Isaac oc’h ebati eun tammic gant Rebecca, he c’hreg?
9Neuze Abimelec a c’halvaz Isaac, hag a lavaraz d’ezhan: Brema e veier, eo greg honnes d’id; ha penaos eta e peuz-te lavaret: C’hoar eo d’in? Hag Isaac a respontaz: Lavaret e rean enoun va-unan: Arabad eo e teufen da vervel abalamour d’ezhi.
10Hag Abimelec a lavaraz: Petra ec’h euz-te great deomp-ni? Unan-benag euz ar bobl hen dije gallet ober fallentez gant da vreg, hag e pije tennet var-n’omp eur gwall bec’hed.
11Hag Abimelec a roaz an urz-man d’ar bobl holl: An hini a doucho euz an den-ze pe ouz he c’hreg a vezo lakeat d’ar maro.
12Hag Isaac a hadaz ebarz ar vro-ze, hag er bloavez-ze e tastumaz cant evit unan; rag an Aotrou a roaz he vennoz d’ezhan.
13Hag an den-ze a zeuaz da veza pinvidic braz, hag ez ea ato araog ha var gresk, ken a zeuaz da veza galloudec meurbed.
14Bez’hen devoe bandennou denved, ha bande-nnou ejened, hag eun niver braz a zervicherien; hag ar Philistined a gemeraz avi outhan;
15hag ar Philistined a stankaz an holl bunzou a oa bet toullet gant servicherien he dad, en amzer Abraham, he dad, hag ho chargaz gant douar.
16Hag Abimelec a lavaraz da Isaac: Tec’h kuit euz hor bro-ni; rag deuet oud da veza galloudussoc’h eged-omp.
17Isaac a ieaz eta kuit ac’hane, sevel a reaz a-nevez he dantennou e traonien G-uerar hag e reaz eno he zemeurans.
18Hag Isaac a doullaz a-nevez ar punzou dour a oa bet toullet en amzer Abraham, he dad, hag a oa bet stoufet gant an Philistined goude maro Abraham; hag e roaz d’ezhe ar meraes hanoiou a oa bet roet d’ezhe gant he dad.
19Ha servicherien Isaac a doullaz en draonien hag e kavjont eno eur punz hag eur vammen dour enhan.
20Mes eun disput a zavaz etre pastored Guerar ha pastored Isaac. Pastored Gruerar a lavare: Au dour-ze a zo deomp-ni; hag Isaac a hanvaz ar punz-ze Esek (disput), abalamour m’ho doa disputet divar he ben.
21Groude-ze e touljont eur punz-all, divarben pehini e savaz disput adare; hag e c’halvaz anezhan: Sitna (stourm).
22Neuze ez eaz ac’hane, hag e toullaz eur punz-all; divarben hennes ne zavaz trouz e-bed; hag e c’halvaz anezhan Rehoboth (frankiz), hag e lavaraz: Falvezet eo d’an Aotrou rei frankiz deomp bretnan, hag e creskimp er vro.
23Ac’hane e savaz da Veer-Sheba.
24Hag an Aotrou en em ziskouezaz d’ezhan en noz-ze, hag a lavaraz d’ezhan: Me eo Doue Abraham, da dad; n’az pe ket aoun, rag me a zo ganez; me a roio va bennoz d’id, hag a gresko ar wenn ac’hanoud abalamour d’am zervicher Abraham.
25Hag Isaac a zavaz eno eun aoter, en em arbedaz ouz hano an Aotrou hag a blantaz eno he danten; hag he zervicherien a doullaz eno eur punz.
26Hag Abimelec a zeuaz euz a Verar etrezeg enhan, gant Ahuzath he vignon, ha Picol, cabiten he zoudarded.
27Mes Isaac a lavaraz d’ezhe: Perag e teuit-hu etrezeg euoun-me pa ho peuz kaz ouz’in, ha pa ho peuz va c’hasset kuit euz ho touea?
28Ar re-man a respontaz: Gwelet a reomp sclear ema an Aotrou a-du ganez, hag e leveromp: Touomp dre le an eil d’egile, ha greomp allians ganez.
29Tou ne ri droug e-bed deomp, evel n’hon euz ket hon-unan touchet ouz’id ha n’hon euz great nemed vad en da genver, ha m’hon euz lezet achanoud da vond e peoc’h. Te a zo breman benniget gant an Aotrou.
30Hag Isaac a reaz d’ezhe eur fest, hag en em lakjont da zebri ha da eva.
31Sevel a rejont a-bred euz ar beure goude beza touet dre le an eil d’egile. Ha neuze Isaac lio lezaz da vond, hag ez ejont kuit diganthan e peoc’h.
32C’hoarvezoud a reaz, en dervez-ze ive, ma teuaz servicherien Isaac da zigas kelou d’ezhan deuz ar punz ho doa toullet, hag e leverjont d’ezhan: Kavet hon euz dour.
33Hag e c’halvaz ar punz-ze Shiba, (le): Evit se eo ma c’halver, beteg hirio, ar gear-ze Beer-Sheba (punz al le).
34Hogen, Esaü d’an oad a zaou-ugent vloaz a gemeraz evit priejou, Judith, merc’h Beeri, an Hethiad, ha Basmath, merc’h Elon, an Hethiad;
35hag an diou-ze a reaz calz a boan-spered da Isaac ha da Rebecca.